Galated : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14: Linenn 14:
Ur [[kevredad|c'hevredad]] riezoù brezelour dindan ur [[brientinelezh]] milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez [[Strabo]], ar " bederveliourien" (''tetrarc'hontes'') ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet ''Drunemeton'' ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell [[Nemeton]]). El lec'h sakr-se, an [[neved]], e veze dalc'het al [[lezvarn kastiz]] gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar [[sevel-loened]], met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an [[ergerzhadeg]]où, ar preizhata hag [[arc'hant]] an [[daspren]]où . Brudet e vezent evit bezañ [[goprsoudard]]ed taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e [[brezel]]ioù diehan e veze e [[Azia-Vihanañ]] ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan [[beli]] [[Pharnakes I]], roue ar Pontos etre -181 ha -179.
Ur [[kevredad|c'hevredad]] riezoù brezelour dindan ur [[brientinelezh]] milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez [[Strabo]], ar " bederveliourien" (''tetrarc'hontes'') ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet ''Drunemeton'' ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell [[Nemeton]]). El lec'h sakr-se, an [[neved]], e veze dalc'het al [[lezvarn kastiz]] gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar [[sevel-loened]], met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an [[ergerzhadeg]]où, ar preizhata hag [[arc'hant]] an [[daspren]]où . Brudet e vezent evit bezañ [[goprsoudard]]ed taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e [[brezel]]ioù diehan e veze e [[Azia-Vihanañ]] ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan [[beli]] [[Pharnakes I]], roue ar Pontos etre -181 ha -179.


Aloubet eo bet Galatia gant Roma e - 189, lakaet dindan statud ur [[proviñs Galatia|broviñs]] e - 64 ha staget ouzh an [[impalaeriezh roman]] e - 25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag e vez anavezet darn buhez an impalaer Aogust diwar [[enskrivadur]]ioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an [[hoalad kristen]] e vez degaset ar [[kristeniezh|relijion kristen]] ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an [[Paol Tars|abostol sant Paol]], a skrivas dezhi ul [[lizher]] a gaver er [[Testamant Nevez]] hiziv ([[Lizher d'ar C'halated]]).
Aloubet e voe Galatia gant Roma e [[-189]], lakaet dindan statud ur [[proviñs Galatia|broviñs]] e [[-64]] ha staget ouzh an [[impalaeriezh roman]] e [[-25]]. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag anavezet eo darn eus buhez an impalaer Aogust diwar [[enskrivadur]]ioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an [[hoalad kristen]] e vez degaset ar [[kristeniezh|relijion kristen]] ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an [[Paol Tars|abostol sant Paol]], a skrivas dezhi ul [[lizher]] a gaver er [[Testamant Nevez]] hiziv ([[Lizher d'ar C'halated]]).


==Yezh==
==Yezh==
Linenn 23: Linenn 23:
* [[galateg]].
* [[galateg]].


==Gwelout ivez ==
===Hag ivez ===
* [[Drouizelezh]]
* [[Drouizelezh]]
* [[Ergerzhadeg vras]]
* [[Ergerzhadeg vras]]
Linenn 29: Linenn 29:
* [[Kelted]]
* [[Kelted]]
* [[Galia]]
* [[Galia]]

==Liammoù diavaez==
*Pennad : https://www.agoravox.fr/tribune-libre/article/le-genocide-des-galates-180508?fbclid=IwAR0LHUxX_kkVuXzbPxXh2NhZgN0QTQyCdtLujzQwbkU6V43pO8Fh5j9Ok4g


[[Rummad:Pobloù Anatolia]]
[[Rummad:Pobloù Anatolia]]

Stumm eus an 14 Ebr 2019 da 14:40

Milour galat gloazet, delwenn kavet e Delos, kizellet war-dro 100 kt J.-K., Mirdi arkeologiezh broadel e Aten

Ar C'halated a zo un nebeud pobloù kelt a yeas d'ober o annez e-kreiz Azia-Vihanañ en Henamzer hag o annez nevez a zo bet anvet Galatia e-pad kantvedoù betek dibenn an impalaeriezh roman. O c'hêr-benn, relijiel d'an nebeutañ, a oa anvet Ankira, deuet da vezañ Ankara, kêr-benn Turkia hiziv. Gant ar C'hresianed hag ar Romaned e vezent gwelet evel Galianed.

Krouidigezh Galatia

Ul lu Kelted eus Galia a aloubas Makedonia ha Bro-C'hres goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an Alpoù hag a dreuzas an Hellespontos goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras temploù Delfi, ur veaj a voe graet an Ergerzhadeg vras anezhi. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e voe tizhet Azia-Vihanañ ganto pa oant bet kouviet da zont betek enni gant roue Bitinia, Nikomedes Iañ, da ziarbenn ar roue seleukour Antiokios Iañ.

Trec'het gantañ ez eas ar Gelted e takadoù meneziek uhelañ e Reter Frigia a voe roet anv Galatia diwarno. Ar briñselezh nevez he doa harzoù boutin gant rouantelezh Pontos hag hini Paflagonia e Norzh, Kappadokia er Reter, rouantelezh Pergam er Su hag hini Bitinia er C'hornôg. Pa oa disheñvel o renad eus hini o amezeien e veze graet Kumuniezh ar C'halated eus o zeir fobl. (Koinon Galatôn e gresianeg ha Commune Galatarum e latin). Graet o doa o annez e kastelloù-kreñv nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.

Framm politikel ar Galated

An teir fobl a zo an Dektosaged o doa Ankira evel kêr-benn (Ankara hiziv), an Dolistobogied o doa teir c'heoded pennañ, Pessinos, Gordion ha Tolistotoka hag an Drokmed dezho ar c'heodedoù Tavion hag Ekkobriga. Renet e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri fenn bras evit gwir) : ur penn (an arc'hontos), ur barner (dikastes) hag ur jeneral gant daou ofiser (stratophylax ha hypostratophylax).

Ur c'hevredad riezoù brezelour dindan ur brientinelezh milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez Strabo, ar " bederveliourien" (tetrarc'hontes) ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet Drunemeton ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell Nemeton). El lec'h sakr-se, an neved, e veze dalc'het al lezvarn kastiz gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar sevel-loened, met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an ergerzhadegoù, ar preizhata hag arc'hant an dasprenoù . Brudet e vezent evit bezañ goprsoudarded taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e brezelioù diehan e veze e Azia-Vihanañ ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan beli Pharnakes I, roue ar Pontos etre -181 ha -179.

Aloubet e voe Galatia gant Roma e -189, lakaet dindan statud ur broviñs e -64 ha staget ouzh an impalaeriezh roman e -25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag anavezet eo darn eus buhez an impalaer Aogust diwar enskrivadurioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an hoalad kristen e vez degaset ar relijion kristen ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an abostol sant Paol, a skrivas dezhi ul lizher a gaver er Testamant Nevez hiziv (Lizher d'ar C'halated).

Yezh

Anv zo en oberennoù skrivagnerien klasel zo eus ar yezh komzet gant ar C'halated hag a seblant bezañ bet ur rann eus hini ar C'halianed, rak skrivañ a rae sant Yerom (347-420) e komze ar C'halated ar galianeg c'hoazh hag e oa heñvel o yezh ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv). Meur a anv galat a zo galianek e furm, met ober a raent gant titloù gresianek pa oa meur a c'hresian o chom en o bro. War-dro 120 termen a zo bet kavet pe el lennegezh klasel pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud.

Gwelout

Hag ivez

Liammoù diavaez