C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
1 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
====Harlu ha lazhadegoù====
 
Kalz rummadoù a veze kavet e-roueztouez ar c'hasided. Alies e teue anv ar rummad eus ar gêr pe ar gêriadenn eus Reter Europa ma oant bet krouet. E touez re all e c'heller menegiñ :
 
*Re [[Loubavitch]], oberiant-kaer en holl kumuniezhioù yuzev ; gouezet o deus kreskiñ o levezon.
*Re [[Gour|C'hour]] (pe Ger), o deus kemeret perzh e krouidigezh ar strollad Agoudat Israel e [[1912]] e [[Polonia]]. Miret o deus ul levezon bras ennañ.
*Re Satmar, anavezet evit o enebiezh garv e-keñver ar [[sionouriezh]] a zo evito ur pec'hed spontus.
*Hag ouzhpenn : re Aleksander, Apta-Koupichnitz, Ashlag, Belz, Berditchev, Bitchikev, Chernobyl-Dkever, Dinov-Bluzhov, Dinov-Mounkatch, Hanipol, Houst, Kaliv, Karline-Stoline, Kossov-Viznitz, Kotsk, Krechniff, Liadi, Mézéritch, Modzhitz, Nadvorna, Nechiz-Novominsk, Premychlane-Nadverna, Radomsk, Ropchitz, Salenter, Sanz, Slonim, Spinke, Vilna, Worki-Amchinov.
 
Etre [[1880]] ha [[1930]] e voe 4 milion a Yuzevien o kuitaat Reter Europa etrezek ar Stadoù-Unanet, Kornôg Europa ha [[Palestina]) zoken. Tec'hout a raenraent dirak an [[enepyuzevegezh]] ha diaesterioù ar vuhez pemdeziek. Ar c'humuniezhioù C'haredek o vezañ mirouroc'h a guitaas nebeutoc'h Reter Europa. Un toullad aaz zeaseas kuit koulskoude ha gwelet e voe strolladoù bihan oc'h ober o annez er broioù bet meneget.
 
Etre an daou vrezel e kreskas niver an harluidi abalamour d'ur saviad politikel distabil (dispac'h ar [[Bolcheviked|Volcheviked]], dizalc'hidigezh [[Polonia]], [[Hungaria]],[[Tchekoslovakia]]...) hag emled an enepyuzevegezh (e [[Polonia]], en [[Alamagn]]...). Klask a reas an dec'hidi repu er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] dreist-holl.
 
Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar [[Shoah]] hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.
 
====Adsav====
1 776

kemm

Lañser merdeiñ