C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16: Linenn 16:
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.


Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Rester Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Bohdan Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o doa an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag an dud simpl.
Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Reter Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Bohdan Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o doa an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag an dud simpl.


En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.

Stumm eus an 13 Ebr 2019 da 10:37

Ar yuzeviezh c'hasidek pe c'hasidegezh (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », yiddish : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.

E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh Israel ben Eliezer, anvet Ba'al Shem Tov (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.

Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet mitnagdegezh, e Lituania dreist-holl hag e Vilnius (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ met chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasidigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.

Ma keñverier gant C'hareded (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasided war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus  : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).

Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnagdegezh).


Krouidigezh

Krouet e voe an emsav gant ar Rav Israel ben Eliezer (1700-1760), anvet ar Ba'al Shem Tov pe ar « Besht ». Un enebadenn e voe ouzh ar yuzeviezh re "lennek" e vare.

Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" Sabbataï Tsevi ha Jacob Franck, ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.

Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Reter Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar Gozaked renet gant Bohdan Khmelnytsky etre 1648 ha 1660 en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o doa an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag an dud simpl.

En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.

Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an Torah (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi evit kement-se.

Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue, un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a Vratslav en Ukraina, aet da Anaon e 1810 n'en deus skrivet netra kennebeut.

War an holl dachennoù-se en deus pep skourr C'hasidek e zoareoù dezhañ.

Enebiezhoù

Ne blijas ket ar sell nevez d'ar re a oa an aotroniezh relijiel ganto, ar re a gemero an anv a vitnagded ( mitnagdim : an eneberien) diwezhatoc'h dindan renerezh ar rabin brudet Elyahou Kramer, Gaon Vilna. Aon o doa gwelout ar c'hasided o vont war-du an disivoud, war-du doareoù goursavet ha mesianek.

Un toullad admored, evel an trede admor Loubavitch (an Tséma'h Tsédéq) a anzavas levezon yael an enebiezhoù evit mirout ar c'hasidegourein da vont re bell ganti, en o emzalc'h e-keñver al lezenn peurgetket.

Mont a reas an enebiezh betek diskuilhañ ar c'hentañ c'hasided d'ar galloud stad (rusian peurliesañ) evit stourm ouzh o obererezh "disivoudel".

War wellaat da vat ez eas an darempredoù e-kerzh eil lodenn an XIXvet kantved.

Aozadur

Meur a rann a gaver er c'hasidegezh. An emsav Loubavitch a zo unan eus ar re vrudetañ. N'int ket skourroù teologel met strolladoù relijiel savet en-dro d'ur rabin karismatek istorel. An aozadurioù c'hasidek a-vremañ a zo bet krouet e fin an XVIIIvet kantved pe e-kerzh an XIXvet.

Anvet e vez ar rabin a zo e penn pep rann admor (Adoneinou, Moreinou Verabbeinou : « hon Aotrou, Mestr ha Rabin ») pe rebbe (kelenner). Diharz eo e c'halloud, ne rent kont nemet da Zoue. Fealded e a-duerien a vez dibleg peurliesañ. Ken dibleg ken ez eus emgannoù taer etre rannoù a-wechoù.

Remziadoù a zo eus an admored(admorim). Pepadmor a anv e warlerc'hiad, unan eus e vibien peurliesañ pe un ezel all eus e diegezh.

E-touez ar vitnagded, er c'hontrol, emañ ar galloud relijiel gant renerien ar brasañ lec'hioù studi (yechivot). Anvet e vez ar vitnagded "lituaniz" peogwir e oa o brasañ skolioù er vro-se a-raok an eil brezel bed.

Harlu ha lazhadegoù

Kalz rummadoù a veze kavet e-rouez ar c'hasided. Alies e teue anv ar rummad eus ar gêr pe ar gêriadenn eus Reter Europa ma oant bet krouet. E touez re all e c'heller menegiñ :

  • Re Loubavitch, oberiant-kaer en holl kumuniezhioù yuzev; gouezet o deus kreskiñ o levezon.
  • Re C'hour (pe Ger), o deus kemeret perzh e krouidigezh ar strollad Agoudat Israel e 1912 e Polonia. Miret o deus ul levezon bras ennañ.
  • Re Satmar, anavezet evit o enebiezh garv e-keñver ar sionouriezh a zo evito ur pec'hed spontus.
  • Re Vobor.
  • Re Amchinov .
  • Re Vreslav, oberiant-kenañ e meur a gumuniezh ivez.
  • Hag ouzhpenn : re Aleksander, Apta-Koupichnitz, Ashlag, Belz, Berditchev, Bitchikev, Chernobyl-Dkever, Dinov-Bluzhov, Dinov-Mounkatch, Hanipol, Houst, Kaliv, Karline-Stoline, Kossov-Viznitz, Kotsk, Krechniff, Liadi, Mézéritch, Modzhitz, Nadvorna, Nechiz-Novominsk, Premychlane-Nadverna, Radomsk, Ropchitz, Salenter, Sanz, Slonim, Spinke, Vilna, Worki-Amchinov.

Etre 1880 ha 1930 e voe 4 milion a Yuzevien o kuitaat Reter Europa etrezek ar Stadoù-Unanet, Kornôg Europa ha [[Palestina]) zoken. Tec'hout a raen dirak an enepyuzevegezh ha diaesterioù ar vuhez pemdeziek. Ar c'humuniezhioù C'haredek o vezañ mirouroc'h a guitaas nebeutoc'h Reter Europa. Un toullad a zeas kuit koulskoude ha gwelet e voe strolladoù bihan oc'h ober o annez er broioù bet meneget.

Etre an daou vrezel e kreskas niver an harluidi abalamour d'ur saviad politikel distabil (dispac'h ar Volcheviked, dizalc'hidigezh Polonia, Hungaria,Tchekoslovakia...) hag emled an enepyuzevegezh (e Polonia, en Alamagn...). Klask a reas an dec'hidi repu er Stadoù-Unanet hag e Palestina dreist-holl.

Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar Shoah hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.

Adsav

Ar rummadoù o doa trawalc'h a izili er Stadoù-Unanet hag e Palestina e 1945 a zo chomet bev. Gwan-tre er penn kentañ o deus gellet adsevel en un dare marzhus. Stag eo an adsav-se eus ur c'hresk demografek bras en diabarzh (kalz familhoù o deus etre 7 ha 10 bugel) hag eus ul labour start graet gant strolladoù zo (al Loubavitch peurgetket) e-touez ar c'humuniezhioù Yuzev evit dedennañ tud.

Kavout a reer hiziv C'hasided e tost pep kumuniezh Yuzev met dreist-holl er Stadoù-Unanet hag en Israel.

Miret o deus perzhioù dibar :

  • en em zispartiañ diouzh peurrest ar gevredigezh (o skolioù, o stalioù o deus) betek kaout karterioù ispisial serret a-wechoù da vare ar sabad ha gwiskamantoù dezho ;
  • ur relijiusted kreñv spontus. En Israel e vez arc'hantaouet ar yechivot (lec'hioù studi) gant ar Stad. A-drugarez da se e c'hell un darn vras a C'hasided (paotred nemetken) studiañ an Talmud a-hed o buhez hep kaout ul labour gopret. N'eo ket heñvel e lec'h all;
  • un darempred dibar gant ar sionouriezh o vont eus un enebiezh start (niver bihan-tre) betek ur sell pozitivel (bihan-niver) o tremen dre un neptuegezh abegus (brasañ niver). Un c'hoarvoud ispisial e bed politikel Israel.

Boutin eo an tri ferzh-se d'an holl c'hareded.


Disheñvel int diouzh ar c'hareded all dre

  • ar sentidigezh dibleg ouzh o "rebbe-ed" dre hêrezh ha n'eo ket ouzh renerien al lec'hioù studi pouezusañ ;
  • o relijiusted merked gant al levenez, an dañs, ar c'hoant da vezañ tost ouzh Doue dre ar galon ivez ha n'eo ket dre ar studi hepken.


Evel kazi holl ar C'hreded o deus disfiz ouzh ar vodernegezh ideologel kenkoulz ha teknel.

Evito e laka an demokratelezh divizoù an dud a-us da re Zoue. Magañ a reont en he c'heñver pe enebiezh pe diseblanted.

Enep-krenn ar gevatalded etre paotred ha merc'hed int. O aozadur kevredigezhel en deus kentelezh ar baotred hag ar rabined peurgetket evel diazez.

E-keñver modernelezh teknel e tegemeront ar pezh na ya ket enep lezennoù ar relijion met nac'h a reont traoù all evel ar skinwel.

Disfiz bras a chom en o zouez e-keñver ar sionouriezh (distrujet en deus Doue Israel a abalamour d'e bec'hedoù, adsavet e vo Israel gant Doue dre hanterouriezh ar Mesiaz, klask ober hep ar Mesiaz a zo pec'hed bras, mont enep youl Doue) daoust da gemmoù zo. Strolladoù evel al Loubavitch a zo troet kentoc'h a-du (hep lavarout ez int sionourien o-unan koulskoude) pa chom ur bihan niver enep-krenn evel C'hasided Satmar ezel an Edah Haredit a c'houlenn ma vo distrujet Israel.

Pa c'hellont e vevont e karterioù dezho evit gellout bevañ evel ma fell dezho hep re a zarempred gant ar bed diavaez.

Mirout a ra o c'helennadurezh ur plas er yuzevegezh a-vremañ.


Mammennoù

  • Wikipedia gallek
  • Wikipedia saoznek