Judit ha Holofern (arz) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: z e → z e (5), , → , (4) using AWB
Linenn 70: Linenn 70:


===== Livourien arall=====
===== Livourien arall=====
[[Restr:Cristofano Allori 002.jpg|thumb|right|300px|''Judit ha penn Holofern'', livet gant [[Cristofano Allori]] (1613). Penn al livour eo a vefe e dorn ar vaouez, e bried-kleiz a-hervez. ]]
[[Restr:Judit con la cabeza de Holofernes, por Cristofano Allori.jpg|thumb|right|300px|''Judit ha penn Holofern'', livet gant [[Cristofano Allori]] (1613). Penn al livour eo a vefe e dorn ar vaouez, e bried-kleiz a-hervez. ]]
*[[Giuseppe Cesari]], ''Judit gant penn Holofern'', 1605-10, Berkeley Art Museum, Skol-veur [[Kalifornia]].
*[[Giuseppe Cesari]], ''Judit gant penn Holofern'', 1605-10, Berkeley Art Museum, Skol-veur [[Kalifornia]].
*[[Giovanni Baglione]], ''Judit gant penn Holofern'', 1608, [[Galleria Borghese]], [[Roma]].
*[[Giovanni Baglione]], ''Judit gant penn Holofern'', 1608, [[Galleria Borghese]], [[Roma]].

Stumm eus an 16 Meu 2019 da 09:28

Judit gant penn Holofern zo anv meur a daolenn, oberennoù eus mare an Azginivelezh italian dreist-holl, a zo bet awenet gant ur vojenn eus an Testamant Kozh.

Ar vojenn

Gwelout ar pennad Judit ha Holofern.

An taolennoù

Judit o lazhañ Holofern

Livadur Caravaggio

Judit o tibennañ Holofern, gant Caravaggio.

Caravaggio an hini kentañ en deus kredet livañ ar muntr. Evezh a daoler ouzh genoù heuget Judit, intañvez yaouank, ha tres drouk he matezh, ur wrac'h roufennet ha dizant anezhi.

Livadurioù Artemisia Gentileschi

Judit o tibennañ Holofern (1612-21), eoullivadur war lien 199 x 162 cm, gant Artemisia Gentileschi, Galleria degli Uffizi, Firenze.
Judit o tibennañ Holofern eoullivadur gant Artemisia Gentileschi, Capo di Monte

Judit o tibennañ Holofern, gant Artemisia Gentileschi (1612-21), a zo div daolenn damheñvel gant al livourez italian. Souezhet e veze meur a hini o welout e oa deuet ur plac'h a-benn da livañ un darvoud ken kriz. Hervez an arzvarnourien e c'haller gwelet konnar an arzourez ouzh ar gwaz en devoa he gwallet. Levezonet-kaer e oa-hi gant doare-livañ Caravaggio.

Judit o tougen penn Holofern

Taolennoù Sandro Botticelli

Gant Sandro Botticelli ez eus bet livet teir zaolenn awenet gant ar vojenn:

Gwelout Judit (Botticelli) .

Taolennoù all

Judit gant penn Holofern, livet gant Lucas Cranach kozh.
Judit ha Holofern, gant Paolo Veronese.
Judit ha Holofern (munudig), murlivadur gant Michelangelo er Chapel sikstinat er Vatikan (1509).
Judit gant penn Holofern, livet gant Fede Galizia, 1596

Mar deo ral gwelout Judit o lazhañ e weler anezhi aliesoc'h o tougen penn ar jeneral enebour, pa ne lez ket he matezh da zougen anezhañ. Alies ivez e vez ur c'hleze ganti.

XVvet kantved

XVIvet kantved

XVIIvet kantved

Meur a wech e voe livet istor Judit er c'hantved-se ivez.

Lavinia Fontana

Div daolenn zo anavezet gant Lavinia Fontana

Artemisia Gentileschi

Teir zaolenn zo gant Artemisia Gentileschi: div damheñvel, meneget uheloc'h, ma weler Judit da vat o tibennañ an ofiser, hag unan all ma he gweler o tougen ar penn en ur baner.

Judit hag he matezh , livet gant Artemisia Gentileschi, 1612-1613
Simon Vouet
Livourien arall
Judit ha penn Holofern, livet gant Cristofano Allori (1613). Penn al livour eo a vefe e dorn ar vaouez, e bried-kleiz a-hervez.

Livadurioù all

XVIIIvet kantved

XIXvet kantved

Taolennoù zo ivez gant al livourien-mañ:

XXvet kantved

  • Gustav Klimt en deus livet Judit gant penn Holofern ivez e 1901.
Judith ha penn Holofern, 1901. Belvedere, Vienna.
Judit II (Salome), gant Gustav Klimt.

Delwennoù

Mojenn dost

Tostaat a c'haller al livadurioù-se ouzh ar re ma weler pe o troc'hañ penn Yann ar Badezour pe o tiskouez e benn war ur plad war c'houlenn Salome, evel e taolennoù Caravaggio: gant an daou vuntr e oa bet awenet. Ouzhpenn se ez eus un daolenn all gantañ ma weler David o tibennañ Goliat.

  • Gustav Klimt ivez en deus anvet e eil daolenn diwar-benn mojenn Judit: Judit II (Salome), o veskañ an div vojenn.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.