Melc'hwed-krogennek : diforc'h etre ar stummoù
Reizhet hag astennet |
D Adlenn (vioù-koukoug) |

Linenn 5: | Linenn 5: | ||
Tremen 50 000 spesad maligorned zo ; pouezus int e [[sevenadur]] [[mab-den]], pa vezont maget ha debret ha pa vez stourmet outo. |
Tremen 50 000 spesad maligorned zo ; pouezus int e [[sevenadur]] [[mab-den]], pa vezont maget ha debret ha pa vez stourmet outo. |

==Annezva== |
==Annezva== |

E pep lec'h ez eus maligorned |
E pep lec'h ez eus maligorned-douar, zoken en [[dezerzh]]ioù ; maligorned-dour a gaver en holl stêrioù (war-dro 4 000 spesad) hag er morioù betek an abisoù, da lavarout eo izeloc'h eget 3 000 [[metr|m]] dindan live keitat ar mor. |

==Deskrivadur== |
==Deskrivadur== |

[[Restr:Grapevinesnail 01a.jpg|thumb|upright=2.6|''Helix pomatia'', « maligorn [[Bourgogn]] »]] |
[[Restr:Grapevinesnail 01a.jpg|thumb|upright=2.6|''Helix pomatia'', « maligorn [[Bourgogn]] »]] |

Linenn 43: | Linenn 43: | ||
;Ment |
;Ment |

[[Restr:Syrinx aruanus shell.jpg|thumb|''Syrinx aruanus'']] |
[[Restr:Syrinx aruanus shell.jpg|thumb|''Syrinx aruanus'']] |

Ledan-kenañ eo skalfad mentoù kregin ar maligorned en o oad, pa'z eo ar spesad brasañ 900 gwech brasoc'h eget an hini bihanañ : ''Syrinx aruanus'', 91 cm ha 18 [[kilogramm|kg]]— maligorned |
Ledan-kenañ eo skalfad mentoù kregin ar maligorned en o oad, pa'z eo ar spesad brasañ 900 gwech brasoc'h eget an hini bihanañ : ''Syrinx aruanus'', 91 cm ha 18 [[kilogramm|kg]] — maligorned-mor all, <nowiki><</nowiki> 1 mm.

En [[Afrika ar C'hornaoueg]] e kaver ar brasañ maligorned |
En [[Afrika ar C'hornaoueg]] e kaver ar brasañ maligorned-douar, ar spesad ''Achatina achatina'', betek 30 cm o c'hrogenn hag 1 kg a bouez enno. |

;Analadur |
;Analadur |

Lod maligorned a anal dre [[skevent]] evel an darn vuiañ eus al loened a vev war an douar, lod all a ra dre [[brenk|vrenkoù]] evel an darn vuiañ eus ar re a vev en dour.

Lod maligorned a anal dre [[skevent]] evel an darn vuiañ eus al loened a vev war an douar, lod all a ra dre [[brenk|vrenkoù]] evel an darn vuiañ eus ar re a vev en dour.

Linenn 73: | Linenn 73: | ||

;Gounezerezh |
;Gounezerezh |

Fall eo ar maligorned evit ar [[gounezerezh]] dre vras, abalamour ma tebront ar plant yaouank. Klask a reer o lazhañ dre zisastuzerioù kimiek, dre kenderc'hadoù [[huelenn]] pe [[kignen|gignen]] enno. Lod labourerien-douar a glask mirout outo a bignat er [[gwez]] dre lakaat ur gwiskad [[kouevr]] tro-dro d'ar c'hef anezho, pe dre |
Fall eo ar maligorned evit ar [[gounezerezh]] dre vras, abalamour ma tebront ar plant yaouank. Klask a reer o lazhañ dre zisastuzerioù kimiek, dre kenderc'hadoù [[huelenn]] pe [[kignen|gignen]] enno. Lod labourerien-douar a glask mirout outo a bignat er [[gwez]] dre lakaat ur gwiskad [[kouevr]] tro-dro d'ar c'hef anezho, pe dre skuilhañ tammoù klor vioù war al leur a-benn mirout ouzh ar maligorned a ruzañ.

Un doare all zo bet klasket, dre zegas maligorned preizher ''Rumina decollata'' eus diazad ar mor [[Mor Kreizdouar|Kreizdouar]] ; ar re-se a |
Un doare all zo bet klasket, dre zegas maligorned preizher ''Rumina decollata'' eus diazad ar mor [[Mor Kreizdouar|Kreizdouar]] ; ar re-se a zebr maligorned al liorzhoù ha gasteropoded all evel ar [[melc'hwed]]. |

;Gwezeladoù |
;Gwezeladoù |

[[Gwezelad]]où evit yec'hed ar [[kroc'hen|c'hroc'hen]] a vez fardet diwar ''Helix aspersa'' rak sikour a reont da gleizhennañ ar goulioùigoù, da vouestaat ar c'hroc'hen, da beuzdiverkañ ar roufennoùigoù ha da bareañ an [[akne]]. |
[[Gwezelad]]où evit yec'hed ar [[kroc'hen|c'hroc'hen]] a vez fardet diwar ''Helix aspersa'' rak sikour a reont da gleizhennañ ar goulioùigoù, da vouestaat ar c'hroc'hen, da beuzdiverkañ ar roufennoùigoù ha da bareañ an [[akne]]. |

;Sevenadur |
;Sevenadur |

*Peogwir ez eo gorrek ar maligorned ez int bet lakaet da arouez al leziregezh gant ar [[Katoligiezh|Gatoligiezh]] ; en [[Testamant Nevez]] ez eus lakaet ur velc'hwedenn da gastiz ([[Levr ar Salmoù]] [http://testamant.nevez.pagesperso-orange.fr/testamant.kozh.salmou.htm 58:9]). |
*Peogwir ez eo gorrek ar maligorned ez int bet lakaet da arouez al leziregezh gant ar [[Katoligiezh|Gatoligiezh]] ; en [[Testamant Nevez]] ez eus lakaet ur velc'hwedenn da gastiz ([[Levr ar Salmoù]] [http://testamant.nevez.pagesperso-orange.fr/testamant.kozh.salmou.htm 58:9]). |

*En [[Henamzer]] e farded gant borc'hadur maligorned |
*En [[Henamzer]] e farded gant borc'hadur maligorned-mor ar [[Kerentiad|c'herentiad]] [[Muricidae]] ul [[liv]] anvet [[mouk (liv)|mouk]] [[Tir (Fenikia)|Tir]]. Ker koustus e oa kenderc'hañ al liv-se ma ne veze arveret nemet gant an dud pinvidik-mor, alese lod arlivioù glas ha mouk hag a zo arouez ar binvidigezh, ar rouelezh ha galloud [[kardinal]]ed ar gatoligiezh. |

==Skeudennaoueg== |
==Skeudennaoueg== |

[[Restr:Cochlicella acuta 2.jpg|thumb|''Theba pisana'' (ront) ha
''Cochlicella acuta'' (begek)
enbroet e [[Kadina, South Australia]]]] |
[[Restr:Cochlicella acuta 2.jpg|thumb|''Theba pisana'' (ront) ha
''Cochlicella acuta'' (begek)
bet enbroet e [[Kadina, South Australia]]]] |

{{Commons|Category:Snails}} |
{{Commons|Category:Snails}} |

*''Bukit war ar skeudenn evit gwelout an alc'hwez'' |
*''Bukit war ar skeudenn evit gwelout an alc'hwez'' |
Stumm eus an 14 Meu 2019 da 19:55
Maligorned [1], melc'hwed-klorek [2], melc'hwed-kornek [2], melc'hwed-krogennek [2], melc'hwed-krogilhennet [2], melc'hwed-moger [2], melc'hwed-podek [2] a reer eus blotviled krogennek hag a vev en dour dous, en dour mor pe war an douar (40% anezho). [3]
An 40% diwezhañ-se dreist-holl a anaver mat, p'en o c'haver el liorzhoù. Gasteropoded int, a vev diwar plant hepken, pe diwar plant ha loened, pe diwar loened hepken, pe diwar lastez. Ur grogenn rodellet o deus, bras a-walc'h evit ma c'hellfe a loen en em zidennañ penn-da-benn enni.
Tremen 50 000 spesad maligorned zo ; pouezus int e sevenadur mab-den, pa vezont maget ha debret ha pa vez stourmet outo.
Annezva
E pep lec'h ez eus maligorned-douar, zoken en dezerzhioù ; maligorned-dour a gaver en holl stêrioù (war-dro 4 000 spesad) hag er morioù betek an abisoù, da lavarout eo izeloc'h eget 3 000 m dindan live keitat ar mor.
Deskrivadur

- Ment
Ledan-kenañ eo skalfad mentoù kregin ar maligorned en o oad, pa'z eo ar spesad brasañ 900 gwech brasoc'h eget an hini bihanañ : Syrinx aruanus, 91 cm ha 18 kg — maligorned-mor all, < 1 mm.
En Afrika ar C'hornaoueg e kaver ar brasañ maligorned-douar, ar spesad Achatina achatina, betek 30 cm o c'hrogenn hag 1 kg a bouez enno.
- Analadur
Lod maligorned a anal dre skevent evel an darn vuiañ eus al loened a vev war an douar, lod all a ra dre vrenkoù evel an darn vuiañ eus ar re a vev en dour.
Koulskoude, kement a spesadoù maligorned zo emdroet war an Douar a-hed istor ar blanedenn ma kaver maligorned o deus brenkoù war an douar ha re o deus skevent er stêrioù hag er morioù.
Boued
E genoù an darn vuiañ eus ar maligorned ez eus un doare teod warnañ miliadoù a vegennoùigoù hag a labour evel ul livn a-benn drailhañ ar boued.
Geotdebrerien eo an darn vrasañ eus ar maligorned (re ar morioù a zebr bezhin), hogen lod zo hollezat ha lod all zo preizherien kigezat.
Maligorned ha mab-den
- Anv-tiegezh
- Un anv-tiegezh brezhonek eo « Maligorn » (Malgorn, Malgorne, Maligorne ar stummoù gallekaet). [4]
- Boued
Maget e vez maligorned, Helix pomatia ha Cornu aspersum dreist-holl, evit sevel meuzioù cheuc'h e keginerezh Europa. Maligorned all a vez debret en Afrika hag en Azia da dapout protein.
War aodoù ar bed a-bezh e vez debret maligorned mor.
Mouk Tir | |

Mouk Tir | |
CMYK | (45, 100, 47, 42) |
HSV | (235°, 98%, 40%) |
HTML | #66023c |
sRGB | (102, 2, 60) |
- Gounezerezh
Fall eo ar maligorned evit ar gounezerezh dre vras, abalamour ma tebront ar plant yaouank. Klask a reer o lazhañ dre zisastuzerioù kimiek, dre kenderc'hadoù huelenn pe gignen enno. Lod labourerien-douar a glask mirout outo a bignat er gwez dre lakaat ur gwiskad kouevr tro-dro d'ar c'hef anezho, pe dre skuilhañ tammoù klor vioù war al leur a-benn mirout ouzh ar maligorned a ruzañ.
Un doare all zo bet klasket, dre zegas maligorned preizher Rumina decollata eus diazad ar mor Kreizdouar ; ar re-se a zebr maligorned al liorzhoù ha gasteropoded all evel ar melc'hwed.
- Gwezeladoù
Gwezeladoù evit yec'hed ar c'hroc'hen a vez fardet diwar Helix aspersa rak sikour a reont da gleizhennañ ar goulioùigoù, da vouestaat ar c'hroc'hen, da beuzdiverkañ ar roufennoùigoù ha da bareañ an akne.
- Sevenadur
- Peogwir ez eo gorrek ar maligorned ez int bet lakaet da arouez al leziregezh gant ar Gatoligiezh ; en Testamant Nevez ez eus lakaet ur velc'hwedenn da gastiz (Levr ar Salmoù 58:9).
- En Henamzer e farded gant borc'hadur maligorned-mor ar c'herentiad Muricidae ul liv anvet mouk Tir. Ker koustus e oa kenderc'hañ al liv-se ma ne veze arveret nemet gant an dud pinvidik-mor, alese lod arlivioù glas ha mouk hag a zo arouez ar binvidigezh, ar rouelezh ha galloud kardinaled ar gatoligiezh.
Skeudennaoueg
- Bukit war ar skeudenn evit gwelout an alc'hwez

Ur maligorn o vont
eus an eil delienn d'eben -
Helix aspersa

Cepaea hortensis

Cepaea nemoralis

Achatina fulica

Arianta arbustorum

Lymnaea stagnalis
o tont war gorre an dour
da leuniañ e skevent
Notennoù
- ↑ Geriadur Ménard
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 Devri
- ↑ Solem, Alan & Van Bruggen, A. C. : World-wide Snails, E.J. Brill/W. Backhuys, 1984 (ISBN 978-90-04-07417-0)
- ↑ Deshayes, Albert : Dictionnaire des noms de famille bretons, Le Chasse-Marée/ArMen, 1995 (ISBN 978-2-903708-61-0)