Harold Wilson : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Harold Wilson, e 1974 '''James Harold Wilson''' ({{deiziad|11|Meurzh|1916}} – {{deiziad|24|Mae|1995}}) a oa ur politi..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Harold Wilson Number 10 official.jpg|thumb|Harold Wilson, e 1974]]
[[Restr:Harold Wilson 1 Allan Warren.jpg|thumb|Harold Wilson, e 1986]]
'''James Harold Wilson''' ({{deiziad|11|Meurzh|1916}} – {{deiziad|24|Mae|1995}}) a oa ur politiker eus [[Breizh-Veur]]. Kentañ ministr ar [[Rouantelezh Unanet]] e voe eus 1964 da 1970 hag eus 1974 da 1976.
'''James Harold Wilson''' ({{deiziad|11|Meurzh|1916}} – {{deiziad|24|Mae|1995}}) a oa ur politiker eus [[Breizh-Veur]]. Kentañ ministr ar [[Rouantelezh Unanet]] e voe eus 1964 da 1970 hag eus 1974 da 1976.



Stumm red eus an 13 C'hwe 2019 da 17:25

Harold Wilson, e 1986

James Harold Wilson (11 a viz Meurzh 191624 a viz Mae 1995) a oa ur politiker eus Breizh-Veur. Kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet e voe eus 1964 da 1970 hag eus 1974 da 1976.

Ganet e voe e Huddersfield, e Kornôg Yorkshire, d'an 11 a viz Meurzh 1916. Ober a reas e studioù e Skol-veur Oxford adalek 1934. En amzer-se e oa ezel eus ar Strollad Frankizour met levezonet e oa ivez gant soñjoù ar sokialour George Douglas Howard Cole. E 1937 e voe anvet da gelenn istor an ekonomiezh en New College, en Oxford.

E 1945 e voe dilennet da gannad e Ti ar C'humunioù, evit Strollad al Labour, e pastell-vro Ormskirk e Lancashire. Diouzhtu e voe anvet e gouarnamant Clement Attlee, evel sekretour Ministr al Labourioù. E 1963 ez eas e penn Strollad al Labour, hag e 1964 e voe anvet da gentañ ministr goude trec'h al Labour e dilennadeg ar gannaded. Gant e c'houarnamant e voe dilezet ar c'hastiz a varv er Rouantelezh Unanet. Gantañ ivez e voe kaset arme Breizh-Veur da Hanternoz Iwerzhon, ma oa bec'h etre an unanourien hag ar vroadelourien, e 1969.

E miz Mezheven 1970 e voe souezhet an holl pa'z eas ar maout gant ar virourien e dilennadeg kannaded Ti ar C'humunioù. Mont a reas ar mirour Edward Heath da gentañ ministr, ha Harold Wilson da benn an tu-enep. E miz Meurzh 1974 e voe dilennadeg en-dro ha neuze e voe trec'h Strollad al Labour, hep ma vefe un trec'h splann avat. Mont a reas Harold Wilson da gentañ ministr hag aozet e voe un dilennadeg nevez e miz Here er bloavezh-se, abalamour da gaout an tu-kreñv da vat e Ti ar C'humunioù. Chom a reas Wilson en e garg a gentañ ministr goude-se betek miz Meurzh 1976. Neuze e roas e zilez ha kemeret e voe e lec'h gant James Callaghan.

Chom a reas kannad e Ti ar C'humunioù avat, betek 1983, ha neuze ez eas da Di al Lorded, gant an anv "Lord Wilson of Rievaulx". Mervel a reas d'ar 24 a viz Mae 1995 ha beziet e voe en enez Ennor, unan eus Inizi Sillan.

Unan eus an traoù pouezusañ bet graet gant Harold Wilson, d'e veno e-unan, a oa bet sevel an Open University ("Skol-veur zigor"), graet evit reiñ d'an oadourien n'o doa ket graet studioù uhel ur chañs da ober ha da gaout un diplom, dre bellgelennerezh alies.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.