Jonathan Swift : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Jonathan Swift '''Jonathan Swift''' ({{deiziad|30|Du|1667}} e Dulenn - {{deiziad|19|Here|1745}} e Dulenn) a oa ur skrivagner saoznek..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12: Linenn 12:
* ''A tale of a tub'' (1704)
* ''A tale of a tub'' (1704)
* ''The journal to Stella'' (1710-13, ademb. 1784)
* ''The journal to Stella'' (1710-13, ademb. 1784)
* ''Gulliver’s travels'' (4 lodenn, 1726 ; ademb. 1735)
* ''[[Gulliver’s travels]]'' (4 lodenn, 1726 ; ademb. 1735)
* ''A modest proposal'' (1729)
* ''A modest proposal'' (1729)



Stumm eus an 11 C'hwe 2019 da 13:07

Jonathan Swift

Jonathan Swift (30 a viz Du 1667 e Dulenn - 19 a viz Here 1745 e Dulenn) a oa ur skrivagner saoznek eus Iwerzhon.

Studioù doueoniezh a reas e Dulenn a-raok mont da Vro-Saoz e 1688 hag eno e teuas da vezañ sekretour ar politikour ha skrivagner Sir William Temple. E Bro-Saoz e reas anaoudegezh gant Esther "Stella" Johnson, hag awenet e voe gant ar plac'h yaouank-se evit sevel barzhonegoù hag e zeizlevr A journal to Stella.

E 1699 ez eas Jonathan Swift da vevañ en-dro da Iwerzhon. Met kenderc'hel a rae de vont ingal da Londrez, ma kemere perzh er vuhez politikel. E 1713 e voe anvet da zean en iliz Sant Padrig, iliz-veur Dulenn. Adalek ar mare-se e oa troet muioc'h gant ar vuhez politikel en Iwerzhon.

Skridoù Swift zo savet en ur yezh resis ha leun a vousfent. E flemmskrid Gulliver’s travels, e peder lodenn, a seller outañ evel unan eus pennoberennoù al lennegezh evit ar re yaouank.

Oberennoù brudet

  • The battle of the books (1704)
  • A tale of a tub (1704)
  • The journal to Stella (1710-13, ademb. 1784)
  • Gulliver’s travels (4 lodenn, 1726 ; ademb. 1735)
  • A modest proposal (1729)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.