Kaozeadenn Implijer:Neal : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
The word "cripple" in English
Linenn 692: Linenn 692:
*ma vije un anv-gwan klot, evel sot a ra sotaat
*ma vije un anv-gwan klot, evel sot a ra sotaat
Ma kavez, lavar din. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 14 Mez 2007 da 20:02 (UTC)
Ma kavez, lavar din. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 14 Mez 2007 da 20:02 (UTC)

== The word "cripple" in English ==

Greetings, [[Implijer:Neal|Neal]]! I've written a reply to your previous comment [[simple:Talk:Holocaust#The word "cripples"|elsewhere]] on this topic, if you'd like to read it. ''-- Cheers, [[Implijer:Deborahjay|Deborahjay]] 14 Mez 2007 da 23:00 (UTC)''

Stumm eus an 14 Mez 2007 da 23:00


Evit kaozeal ganin evel merour klikit amañ.


Disklêriadur personel


Goude an tagadennoù personel bet graet em c'heñver e fell din sevel an disklêriadenn bersonel-mañ evit klask sklaeraat an traoù un tammig.

Da gentañ-penn eo ret ober an diforc'h etre ma labour evel merour ha ma labour evel implijer. Sevel ur bajenn arbennik (amañ) am eus graet evit ober war-dro traoù a denn d'ar wikipedia ha graet ganin evel merour hag evit gallout sinañ evel merour ha n'eo ket evel implijer hiniennel:

  • Evel merour

Betek-hen ma labour merañ en deus tennet da:

- Heuliañ ar c'hemmoù;
- Stankañ implijerion/ezed hag IPoù dianv pa oa bet sklaer e oa bet kaset da-benn gante vandalerezh meur a wezh. Kemennet e oa bet an holl dud enrollet d'an nebeutañ div wezh a-raok bezañ stanket;
- Lakaat war evezh ha kastizañ emdalc'hioù diseven, tagadennoù personel ha kunujennoù;
- Reizhañ hag ouzhpennañ liammoù etrewiki e pajennoù bet savet gant tud all;
- Reizhañ, krouiñ ha klokaat rummadoù e pennadoù bet savet gant tud all;
- Reizhañ ha klokaat liammoù diabarzh wikipedia;
- Klask diwall e vefe neptu ken ar pennadoù nevez-savet hag ar re bet savet a-gozh;
- Nullañ pajennoù bet goulennet ouzhin hen ober ha lakaet war ar bajenn Pennadoù da nullañ;
- Gwareziñ pajennoù bet vandalizet e-pad prantadoù berr pe verroc'h;
- Aozañ ur votadeg evit klask tizhout un emglev etre an holl implijerion/ezed o tennañ d'un tem bet savet un tabut diwar e benn;
- Kemenn ar votadeg unan-hag-unan d'an holl implijerion/ezed enrollet;
- Respont da c'houlennoù all bet graet ouzhin e-keñver mont-en-dro ar wikipedia
- Kaozeal gant an dud pa sav ur gudenn bennak
- Adenvel pennadoù zo (evel merour ha n'eo ket evel implijer) pa evit reizhañ fazioù
- Treiñ pennadoù o tennañ da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro bouton ar Wikipedia evit gwareziñ gwirioù ha deverioù an holl implijerion/ezed hag evit sklaeraat labour ha kefridi ar verourion
  • Evel implijer
- Sevel pennadoù o tennañ d'ar revelezh, da republikoù an unvaniezh soviedel ha republikoù soviedel all, da yezhoù ar bed, d'ar yezhoniezh, d'an doareoù-skrivañ, d'ar gomunouriezh ;
- Sevel patromoù;
- Klokaat pe kenderc'hel gant pennadoù bet boulc'het ganin ha chomet war ar stern;
- Klokaat pe kenderc'hel gant pennadoù bet boulc'het gant tud all - chomet war ar stern pe get - en ur doujañ da bennadoù ma veze kemennet e oa tud o labourat warne c'hoazh (patromoù zo evit-se);
- Reiñ ma soñj diwar-benn ar pezh a c'haller lenn e pennadoù zo;
- Adenvel pennadoù zo pa gave din (evel implijer ha n'eo ket evel merour) e oa un doare gwellañ d'hen ober

Labourat kalz am eus graet war ar raktres-mañ abaoe amzer hir a-walc'h zo, ken evel merour hag evel implijer, hag aet on skuizh gant an implijerion hag a gav mat tagañ an dud ez-personel bewech ma c'hoarvezh un dra na blij ket dezhe. Met ne vefont ket trec'h warnon rak priziusoc'h eo evidin lakaat ar wikipedia da vont war-raok evel am eus bet klasket ober abaoe un nebeut bloavezhioù dija. --Neal 7 Du 2006 da 16:37 (UTC)[respont]



Article requests / Pedadennoù


Translation requests for religion-related articles will be immediately removed.

Diverket e vo raktal pedadennoù evit treiñ pennadoù a denn d'ar relijion.



Dielloù

Diell Diellaouet eo bet ar c'haozeadennoù kent dre demoù amañ


Atchoumaweg

Graet 'M eus aon e kaver div wech ar memes pennadoù dindan anvioù disheñvel:

Atchoumaweg/Atchoumawieg, Atsougeweg/Atsougewieg

Yezhoù palaihnihaneg/Yezhoù palaihnihek.

--Llydawr 7 Gou 2006 da 16:48 (UTC)[respont]

kartenn ar wikipedourien

Cuisine Breizh-Isel

  • Lakaet ez poa ar pennad-mañ war roll ar pennadoù da ziverkañ war zigarez e oa e doubl. Ne gavan ket ar pennad all avat. Lavar din evit ma c'hallfen e ziverkañ. Fulup 9 Kzu 2006 da 19:39 (UTC)[respont]



Salut dit

Meur a wezh em bez gwelet an taolennoù az peus graet diwar-benn ar gresianeg (kozh ha nevez) ha trugarez dit da vont war douarioù ken sec'h (a gav din. N'on ket evit gouzout ez resis ha mat pe mat-tre eo da labour. Talvoudus forzh penaos eo.

Pezh a soñjan d'an nebeutañ eo diwar-benn ar gerioù/anvioù deuet e brezhoneg : gwell eo gerioù & anvioù aes a-walc'h da zistagañ.

Ha daoust na blij ket din tamm ebet Odisseia (2 s + EIA), Odisseus (2 s), Iliada (perak un A e fin ar ger ?), em eus graet a-benn doujañ da pezh a oa bet arroudennet en holloueziadur. MP 10 Kzu 2006 da 20:57 (UTC)[respont]

Nevez Respontet hiroc'h amañ. --Merour (N) 11 Kzu 2006 da 08:34 (UTC)[respont]

Salud dit ivez. N'ouzon ket petra eo ar c'hentelioù a venegez war ur bajenn all. Ma ne blij ket dit ar reizhadennoù a lakaan amañ hag ahont, evel un toullad re all, n'eo ket diaes lavaret din war-eeun: gouzout a rin da belec'h chom hep mont, netra ken. Koulskoude n'eus ket pell e oas o kinnig din reizhañ traoù all a gredan. Pe treuzkomprenet em boa. N'eus forzh. A galon. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 17:02 (UTC)[respont]

N'eo ket ar reizhadennoù a displij din, met ar c'hentelioù a deu gante...

--84.78.78.41 11 Kzu 2006 da 18:31 (UTC)[respont]

Ne oa ken goul! Sklaer evel lagad an naer! Neuze ne vo ket ken. Hag evel just ne roi ket ivez. A galon.Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 18:42 (UTC)[respont]

Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek

Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an ti-chopin (amañ[1]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres. --Neal 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)[respont]

D'am soñj e vije gwelloc'h sevel ur bajenn tabut a-ratozh evit kement-mañ... Ha kelaouiñ e Porched ar gumuniezh... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)[respont]
gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!--Neal 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)[respont]
War ar bajenn e vo tu lakaat ur vot war un diviz hollek war treuzkrivadur war ar wiki-mañ eus an anvioù divoutin a orin gresianeg... Met dit eo da welet. N'on ket arbennig war seurt kudennoù... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:18 (UTC)[respont]

Labourat a -sroll en un tu, mat. Dit da welet, aiou! Dit d'ober ar pennaoù ivez neuze. Ec'h an da labourat etrezek ul lec'h all. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2006 da 13:37 (UTC)[respont]


LFE saoznek

Salut,

n'on ket evit treiñ notennoù 1 ha 2 diwar ar saozneg.

me 'fellfe din ober kemend-all evit ar brezhoneg : un daolenn zo bet savet dija ? MP 16 Kzu 2006 da 15:05 (UTC)[respont]



Patrom nevez

Trugarez evit da batrom nevez. Kaset 'm eus cheñchamantoù bihan. Emichañs n'out ket chalet...Benoni 17 Kzu 2006 da 20:37 (UTC)[respont]

GraetMat eo. N'on ket chalet na tamm ebet. Pa vez kemmet an traoù evit o gwllaat n'eus kudenn ebet. Ha plijout a ra dit?

--Neal 17 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)[respont]

Ya, graet eo mat tre! Benoni 17 Kzu 2006 da 20:58 (UTC)[respont]


St Erth / Lannudhno

Daou lec'h disheñvel eo Lannudhno (saozneg: St Erth), bourk ar gumun, ha Lannudhno Pras (saozneg: St Erth Praze), unan eus kêriadennoù parrez Lannudhno. A galon, --J. Pokorny 20 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)[respont]

Gracinhas.Bianchi-Bihan 21 Kzu 2006 da 18:01 (UTC)[respont]



St Neot

Je regrette, mais je ne suis pas certain du forme cornique de ce toponyme. Les noms de ce genre ont tendance à être déformés un peu en cornique commun (Kemmyn)... QuartierLatin1968 30 Kzu 2006 da 21:44 (UTC)[respont]


Dazkemm

Kompren a ran n'hallfed ket kemm da bajenn, neuze:

  • trugarez da z-Dominig Jollivet
  • Labourat am eus graet
  • un dek vloaz bennaket (evel "ur c'hant den").

Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:54 (UTC)[respont]

Perak e fellfe dit kemmañ ma fajenn bersonel? Ha c'hoant ac'h eus e vefe gwarezet da hini? N'ec'h eus nemet goulenn hag e vo graet. Ha perak out ken chalet all gant ma vez embannet ganin ma buhezskrid - da lâret eo perk e rankfen ouzhpennañ "evel ur c'hant den" (n'eus bet labourate nemet ur c'hant den bennaket gant Diwan? ur souezh!). Ne fell ket din kuzhat piv on setu tout. Ar gwir en deus pep hini da implijout ul lesanv pe c'hoazh da lakaat sklaer hag a-wel d'an holl piv eo. Reizhet ar fazi yezh ken mantrus all ("labouret" e lec'h "labourat"). "Trugarez, Dominig Jollivet" - gant ur vigulenn - a zo ken reizh ha "Trugarez da z-Dominig Jollivet" d'am soñj.

--Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:04 (UTC)[respont]

Klask a raen jentil sikour da wellaat, met pa ne blij ket ne rin ket ken. Shelley Konk 9 Gen 2007 da 10:22 (UTC)[respont]
evel-just! ha n'eo ket me an hini a ranker klask gwellaat, met ma brezhoneg. --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 11:28 (UTC)[respont]

Iskis

Ne rin ket mui eta ken na deuy tud ar PT da c'houlenn. Heñvel evit ar penadoù all. Mil bennozh dit. N'ouzon ket petra a sonjo lod, met pa vez laret LO (Hello!) gant an holl ( ha skingomz ha skinwel) perak klask lakaat "Stourm micherel)? Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:59 (UTC)[respont]

N'eo ket ganin-me e oa bet savet ar pennadoù-mañ. N'em eus ket kemmet an titloù bet dibabt gant an aozer/ez kent (n'on ket aet da sellet piv an nini oa) - n'em eus graet nemet sevel adkasoù a-benn aezaat ar c'hlaskoù. Met truggarez evit da evezhiadennoù ken talvoudus all adarre --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:06 (UTC)[respont]

Div bajenn zo, Rummad:Merc’hed ha Rummad:Merc'hed, gant skraboù disheñvel. Ar rummad goullo zo da ziverkañ. --Llydawr 10 Gen 2007 da 13:33 (UTC)[respont]

Graet trugarez - n'e boa ket komprenet kevrin an daou skrap-se. --Neal (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 14:33 (UTC)[respont]

Strolladoù komunour

Evit unvaniñ ar rummadoù, daoust-hag-eñ e vijes a-du cheñch ar rummad Rummad:Strolladoù Komunour e Rummad:Strolladoù politikel komunour, war-skouer ar rummadoù 'm eus savet, evel Rummad:Strolladoù politikel broadelour, hag ar re strolladoù politikel dre vro? Ma 'z out a-du e goulennin digant Yunbot ober ar c'hemm-se... A galon, Benoni 14 Gen 2007 da 17:18 (UTC)[respont]

N'on ket a-enep, nmet marteze e vefe gwell ober ar c'hontrol rak diazet e vefe kaout ur strollad broadlour pe koumoun e vefe hep ma vefe anezhañ ur strollad politikel. Met a-du on hep kudenn ebet. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 17:27 (UTC)[respont]

Ya? N'ouzan ket re... Ingal eo din e gwirionez...Benoni 14 Gen 2007 da 20:01 (UTC)[respont]

Strolladoù politikel

Salud dit. Gwelet 'm eus 'peus cheñchet titloù pennadoù zo evel Bloc'had Broadelour Galiza, da skouer, deuet da vezañ Bloque Nacionalista Galego. Ne gavan ket fall ober e-giz-se. Ha me a gav din e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel gall. Souezhus e kavan lenn traoù evel Talbenn broadel... pa vezer boas da glevout, ha da lenn, e brezhoneg ar Front National pe an FN. Petra a soñjez ?--Llydawr 16 Gen 2007 da 21:05 (UTC)[respont]

Pe Stourm Micherel evit LO, evel am eus lavaret dija.
Gwirionez en tu-mañ d'ar Pirineoù, falsentez en tu all. A lavare Pascal (Blaise). Pe ar c'hontrol. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:04 (UTC)[respont]
Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.Benoni 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)[respont]
War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: cy:Y Blaid Lafur (DU); cy:Y Blaid Geidwadol (DU), hag all. Benoni 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)[respont]
Pe c'hoazh, gwellet evit an UDF er yezhoù all, hag a vez troet en darn vrasañ eus ar yezhoùBenoni 17 Gen 2007 da 09:52 (UTC):[respont]

ca:Unió per a la Democràcia Francesa de:Union pour la démocratie française en:Union for French Democracy eo:Union pour la Démocratie Française es:Unión para la Democracia Francesa eu:Frantziako Demokraziaren aldeko Batasuna it:Unione per la Democrazia Francese ja:フランス民主連合 nl:Union pour la Démocratie Française pl:Unia na rzecz Demokracji Francuskiej pt:Union pour la démocratie française sv:Union pour la Démocratie Française zh:法國民主同盟

  • Skrivet em eus uheloc'h e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel. Met ne gav ket din e c'heller dibab ur reolenn a dalvezo evit an holl degouezhioù. Sklaer eo e kaver a bep seurt traoù er yezhoù all. Hervez ar yezhoù e troer muioc'h pe nebeutoc'h an anvioù strolladoù. Sellit ouzh al liammoù-mañ :

ca:Categoria:Partits polítics de França cs:Kategorie:Francouzské politické strany de:Kategorie:Französische Partei en:Category:Political parties in France es:Categoría:Partidos políticos de Francia eu:Kategoria:Frantziako alderdi politikoak fr:Catégorie:Parti politique français he:קטגוריה:מפלגות בצרפת it:Categoria:Partiti politici francesi ja:Category:フランスの政党 ko:분류:프랑스의 정당 nl:Categorie:Franse politieke partij nn:Kategori:Franske politiske parti no:Kategori:Franske politiske partier oc:Categoria:Partit politic francés pt:Categoria:Partidos políticos da França sv:Kategori:Politiska partier i Frankrike

E Breizh e kavan o reizh ober gant anvioù brezhonek pa vez un anv brezhonek en implij, hag en implij gant ar strollad e-unan da gentañ penn : Ar Re C'hlas evel-just peogwir e kaver an anv-se ganto, evit strolladoù all ivez, evit an holl avat n'ouzon ket. Ma'm eus klevet komz dija eus ar Strollad sokialour (gant sokialourien) pe zoken eus Strollad al Labourerien (gant unan eus ar gostezenn-se), gwech ebet ne'm eus klevet ober anv eus an Talbenn Broadel [moarvat ne zarempredan ket a-walc'h an dud-se :-)]. Goulennoù all c'hoazh : ma troer diwar ar galleg, daoust ha troet e vo ivez diwar yezhoù all ? Penaos e vo graet evit anvioù ar strolladoù politikel e broioù all ? Ma reer Ar Re C'hlas eus Les Verts, petra a vo graet eus De Groenen (ar Re C'hlas, en izelvroeg, anv ur strollad eus an Izelvroioù) ? --Llydawr 19 Gen 2007 da 23:05 (UTC)[respont]

Savpoentig

Ne'm eus ket c'hoant da glask tabut pa ne ran foeltr forzh ebet gant ar strolladoù-se, met gwelloc'h e vije bet kaozeal un tamm a-raok, ma n'az poa ket c'hoant e vije kemmet an anvioù, planedenn ur bern anvioù er wiki brezhonek. Evel evit an departamantoù (un dachenn ma'z eus bet ijinet e-leizh), pa rankez ijinañ eo e krog an afer: evel evit anvioù gregach, an ijinadennoù n'int nemet traoù personel ha marteze berrbad, ha ne lakaint ket den ebet da baouez d'ober gant UMP, pe PS. Siwazh, met ar skingomz hag ar skinwel brezhonek a zo kaoz: evel-se e ra ar gazetennerien vrezhonek (an nebeudig a zo anezho), n'eus den ouzh o lakaat da gemm (o renerien ne reont forzh gant ar yezh), ha n'eus ket pikol lec'h d'ar brezhoneg evit komz eus traoù'r seurt-se. E-maez ar wiki ez eus ur bed all ha ne ra forzh gant an Talbenn Broadel. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:49 (UTC)[respont]

Me n'on ket a-enep d'an tabut, dreist-holl pa 'm eus ijinet ma unan anvioù 'zo. Tu zo gwellaat lod 'zo. Met d'am soñj eo pouezus derc'hel d'an anv brezhoneg war ar wikipedia brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Gwir eo e vez graet gant FN pe UMP er radiooù ha tele e brezhoneg. Met graet e vez ivez ganto gant "telefon" ha me oar me. Un nebeut anvioù avat a zo kroget da vezañ degemeret : Ar Re C'halz, Strollad Sokalour, Strollad Komunour, h.a. zoken gant Broudig...Benoni 17 Gen 2007 da 10:00 (UTC)[respont]
Evit en em gompren gwelloc'h: tabut zo trouz, "querelle, dispute" e galleg. "Discussion" a vo kaoz(eal/adenn), divizoù...
Ne blij ket din an tabut. Mat eo din kaozeal.
E Kembre ez eus un anv ofisiel kembraek da bep strollad. N'anavezan ket anvioù ofisiel d'ar strolladoù politikel gall. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 12:11 (UTC)[respont]






Unaniezh /unvaniezh

Krog on da adaozañ ar rummata evit an URSS. Meskaj a oa etre an daou stumm Unaniezh/Unvaniezh er rummadoù hag er pennadoù. Lakaet em eus pep tra dindan ar ger Unaniezh (evel Unaniezh Europa, Stadoù-Unanet Amerika, hag all). Unanet e oa bet ar Republikoù met unvanet ne oant ket bet. N'em eus ket echuet c'hoazh met kenderc'hel a rin. Spi am eus ne vi ket feuket gant an dra-se. N'em boa ket gwelet diouzhtu e oa kement a bennadoù da adrummata. Ouzhpenn em eus lakaet an anv hir er rummad pennañ Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (e-lec'h Unvaniezh ar Republikoù Soviedel). Fulup 1 C'hwe 2007 da 22:36 (UTC)[respont]

N'on ket feuket na tamm ebet, a-du penn-da-benn ganit kentoc'h. Me am bije implijet ar stumm "Unaniezh" kentoc'h evit "Unvaniezh" met gwelet am boa e oa bet implijet an eil stumm dija er pennad pennañ, ha setu me ocx'h ober heñvel. Ya, a-du gant al labour unvaniñ a seurt-se ivez dre vras - ur mell sklabez zo ivez war dachenn ar yezhoù, met hen diplegañ a rin hiroc'h e lec'h all.

A galon, Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:20 (UTC)[respont]


termenoù fonetik

Kinnig votiñ (anvioù gresianek)

Salut! Savet am eus graet ur c'hinnig kentañ (e traoñ ar bajenn-mañ)evit bezañ votet war e benn war-lerc'h a-divout an doare da verzhonekaat anvioù divoutin henc'hresianek. Ha gallout a rafes-te ober war-dro brudañ ar c'hinnig kentañ-se war ar pajennoù kemenn boas (pajenn degemer, h.a.) ha marteze sevel ur bajenn a-ratozh evit ar c'hinnigoù hag a deuio da vezañ pajenn ar votadeg da c'houde en ur reiñ da c'hoût e c'hell an neb kinnig kemmañ ar c'hinnig kentañ evit e wellaat ha/pe ledanaat hag ivez sevel kinnigoù disheñvel evel-just? Trugarez, Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:32 (UTC) Graet OK, ober a ran war-dro, Benoni 5 C'hwe 2007 da 09:16 (UTC)[respont]

Kemennadenn - anvioù gresianek

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:48 (UTC)[respont]


Trugarez

Mont a ra war-raok tamm-ha-tamm. Keuz 'm eus avat o welet n'eo ket deuet c'hoazh muioc'h a dud bet labouret war an dachenn-mañ da reiñ o ali, met n'heller ket o rediañ evel-just. Arabat dezhe klemm war-lerc'h mar ne blij ket dezhe an disoc'h. Betek pegoulz e vefe mat kender'chel gant ar c'hinnigoù a-raok digoriñ ar votadeg da vat hervezout. N'on ket chalet gant ma pado ur sizhunvezh pe div, met ret diwall memestra da chom stanket en un hent-toull evel an hini ma vez klasket dont er-maez outañ memestra. A galon, Neal (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)[respont]

Lakaomp, t'eus ken met kenderc'hel ar c'hendiviz betek dimerc'her ha kregiñ ar vot d'ar mare-se, e-pad div sizunvezh da skouer (pe unan). Benoni 9 C'hwe 2007 da 18:04 (UTC)[respont]
Graet Mat eo. A-du on. Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2007 da 19:10 (UTC)[respont]

Trugarez ha bennozh Doue

Ur merour o reiñ e vennozh d'ur merour all, evel un eskob d'un eskob all en iliz-veur Varsovia, na brav seurt unaniezh +, seurt kenlabour +, seurt kendiviz +, etre daou zen. Tud all zo e wikipedia? Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 19:58 (UTC)[respont]

N'oûn ket re peseurt kudenn em c'heñver me. Sell mat ouzh ma fajennoù personel hag e weli, mar fell dit, em eus klasket disrannañ ma labour evel merour diouzh ma gwirioù da labouraet ha da reiñ ma ali evel implijer boutin. Displeget dre an hir emañ war ma fajennoù personel. Sklñaer eo eo homañ ma fajenn pesrsonel evel implijer boutin ha sinet eo bet amañ ganin-me evel-hen. Sklaer evel lagad an naer (nemet evit ar re a blij dezhe klask laou gant ar re all atav). Goût mat ne blij ket gwall dit na labourat a-stroll na drugarekaat ar re all. Ne vern, n'eo ket ret. Me a vat e plij din klask bezañ seven atav. Klask a ran labour en en doare sklaer, hep kuzhat piv on na perak e ran tra pe dra, ha klask ivez kas ar gaoz war-raok en un doare seder ha seven. P'am bez soñj mat ouzhpenn, n'em eus ket bet da drugarekaet dit-te zoken n'eo ket keit all zo (evit da emzalc'h "fur" ez komzoù-te): eskob out-te ivez? Aet on un tammig skuizh gant da emzalc'h e gwirionez - war a welan ar pzh ne blij ket dit eo gwelet tud o klask sevel a-du ha kas ar raktres war-raok, dreist-holl pa ne glot gant o sav-poent gant da re. Ha taol ur sll ivez war an implijerion/ezed a labour amañ abaoe ar penn-kentañ hag e weli n'eus ket kalz ac'hanomp, met muioc'h-mui atav. Tristig memestra. Hag ur wezh all, skuizh-div on aet gant an tagadennoù hag an ebvezhiadennoù o tennañ d'ar fed m'on saozngeger a-hihanig (ret e vefe kontañ pet a dud zo amañ n'int ket gallegerion a-vihanig,, met din-me ne vern) ha bremañ klask c'hoar gant al lec'h m'on o chom. Tristig ha dipitus. ne dalv ket ar boan respont din rak n'on ket re dedennet gant ar pezh ec'h eus da skrivañ c'hoozh diwar ma fenn.

--Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2007 da 20:32 (UTC)[respont]

Ober plijadur

Tennañ a rin Santiago ma kavez eo un dagadenn, ne gomprenan ket perak. Prest on d'ober plijadur. Betek ur poent.
Pa lavarez ez ez skuizh ganin amañ, e plijfe dit serriñ ma c'hont, ez on gaouiad, e rez kement-se moarvat peogwir e oarez e ra plijadur din. Eus da berzh n'eo ket tagadennoù.
Met ober anv eus Galiza amañ, eus saozneg ahont, hep tagadenn ebet, ha setu klemmicherezh ha mibiliach. Tristik ya. Met a-berzh piv?

Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 21:04 (UTC)[respont]

Ur bajenn re virvidik marteze

Neal, n'on ket evit krediñ e c'hellfes lavarout em oa graet un dagadenn ouzhit. Displeget 'm eus e taveen d'az endro studi ha labour ha netra muioc'h. Ne gredan ket em eus taget den er wikipedia. A hend-all e welan e ra berzh bras da bajenn gaozeadenn. Na petra ta !
Koulskoude, ne gavan ket mat ar randaeloù o strinkañ diehan, darn anezho war un tem orin ha n'eo ket bet lec'hiet mat (treiñ St Jakez a G.). Ur verzadenn all : ret e vefe enskrivañ e-barzh reolennoù ar wikipedia n'eo ket reizh pismigañ an dibaboù graet gant an implijerien e-keñver abegoù ar pennadoù. --Ch. Rogel 10 C'hwe 2007 da 00:56 (UTC)[respont]

ret eo anzav n'oûn dare eus petra out o kaozeal. Hag e pelec'h em eus bet skrivet e oa bet graet un dagadenn bersonel em c'heñver ganit. E pelac'h emañ an dalc'h. Skuizh on gant ar b-B hag e doare d'ober dave da berzhioù persopnekl bewech ma vez tamallet outañ bezañ graet un dra a-dreuz kientoc'h evit respont da arguzennoù en un doare poellek setu tout. Ne welan ket e pelec'h e vefen o pismigañ war ar c'hraf-se. Ha n'on ket kririek d'ar pezh a skriv lod war ma bajenn gaozeal, geo? 'Gomprenan mann ebet.

--Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:19 (UTC)[respont]



un/ur harz ~ ur c'harzh

ne gomprenan ket re vat ar pezh ac'h eus skrivet amañ:

kemmesk zo etre an harz hag ar c'harzh a gredan. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)[respont]

"ur harz-labour", da skouer, am eus bet klevet atav rak el lec'h ma oa bet desket ma zammig brezhoneg ganin e vez distaget an "h" kentañ dre c'hwezhañ ha neuze en em dalc'h evel ur gensonenn + ger-mell -r kentoc'h evit bezañ un "h" mut ha neuze ger-mell -n dirak vogalenn. Hag ur reolenn zo evit an "h"? Disheñvel-mik eo evidon-me "ur harz" hag "un arzh" met n'eo ket disheñvel "ur harz" hag "ur c'harzh". N'on ket brezhoneger a-vihanig, anat dit, met evel-se e vez graet gant ar re a anaouan hag a zo brezonegerion a-vihanig anezhe bet desket o zamm galleg pa oant aet d'ar skol. N'eo ket ret fuloriñ - un evezhiadenn n'eo ken. A galon, Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 18:29 (UTC)[respont]

Ne fuloran ket, klask a raen displegañ penaos e welen (hag e wel ivez tud all) an traoù-se. Un hent, un harz. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:33 (UTC)[respont]

Fiskal. N'anaoan den ebet hag a distag "hent" gant un "h" dre c'hwezhañ. Evidon eo un tammig evel "hour" > "an hour" kv. "hole" > "a hole" - met faziañ a c'hellan , ha n'eo ket dav bezañ heñvel implijoù ar yezh e pep lec'h nag ivez a den da den er memes lec'h. Ne ouien ket re vat avat hag-eñ e tenne da evezhiadenn da implij stumm resis ar ger-mell pe c'hoazh da ster ar ger implijet e-unan. Pa'm boa respontet da Ch. Rogel em boa implijet ar memes ger bet implijet gantañ "harz" - komprenet ganin gant ar ster "limit", met faziañ a c'hellan c'hoazh. Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 19:03 (UTC)[respont]

Anaout a ran tri sistem distagañ

  • ne vez ket distaget "h" e penn kentañ ar ger : doare Leon, hervez a ouzon;
  • distaget e vez atav, am eus klevet gant tud Sant Nikolaz ar Pelem (n'eo ket aes distagañ "an hent"!)
  • an doare a ran gantañ: distagañ "h" pa ne vez ger-mell ebet: an hent, evel an aer, met hent Brest.

N'eus distagadur ofisiel ebet e wikipedia, netra nemet ur skritur hervez a ouzon: un arzh, un harz, un horzh; ur c'harzh, ar c'horz, ar c'hourz. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2007 da 03:02 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata war ar rummadiñ

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)[respont]

An anv stêr Gwilen

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma oas savet a-du gant ar cheñchamant Gwilen > Gwilun e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [2]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:19 (UTC)[respont]


αέ

Salud. Trugarez evit da skouer met n'on ket savetoc'h dre ma oa bet roet hennezh c'hoazh. Goulenn a raen skouerioù all, din da welet ma kavan kemmoù gant αη pe αi. N'ouzon ket gresianeg setu es eo diaes evidon kavout anvioù e-giz-se ma-unan.--Kadwalan 26 C'hwe 2007 da 12:37 (UTC)[respont]

Daou ezel nevez zo krog da labourat, a welan. Shelley Konk 27 C'hwe 2007 da 10:31 (UTC)[respont]

mouezhiadeg

Seul vui e sellan ouzh ar goulenn 5, seul nebeutoc'h e komprenan petra a dalvez ar goulenn kentañ... Perak bezañ lezet ar goulenn kentañ e-giz ma talvezfe ivez evit votiñ evit implijout A bewech? Sellet ouzh ar skouerioù zo skrivet a-is ar goulenn! Trugarez da splannaat an traoù. Merzet em eus ivez az teus mouezhiet evit daou dra gontrol : diskrivañ e HA a!! --Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:12 (UTC)[respont]

Klasket am eus sklaeraat ar vot-se. Truzgarez evit an evezhiadenn: faziañ an hini eo am bvboa graet gant ar luziet m'eo deuet da vezañ ar vouezhiadeg, zoken evidon-me bet he savet!!!

--Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 13:40 (UTC)[respont]

Kemenn votadeg

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 13:49 (UTC)[respont]

verboù a c'haller ober ivez: anaforiñ, anaforenniñ. petra a ya ar gwellañ ganit? ar yota (debriñ yod) pe ar iotaenniñ? Dre forzh iotaat e c'haller mont war sotaat. Ha me oar me. Bianchi-Bihan 8 Meu 2007 da 09:56 (UTC)[respont]

Kudenn termenadurezh

Salud dit ! Evit postposition ez eus ur ger zo bet implijet dija e brezhoneg : lerc'henn a ra Frañsez Kervella eus an dra-se en e Yezhadur, pp. 166-167 (mont kuit, mont tre...). Ar ger-se, lerc'henn (tost a-walc'h ouzh da ginnig warlerc'henn), a gaver ivez en eil geriadur An Here. Evit pro-form avat, n'ouzon ket petra respont dit. Ne gav ket din e vije bet implijet ur ger e brezhoneg evit se.--Llydawr 8 Meu 2007 da 21:47 (UTC)[respont]


Demat. Un tammig labour evidoc'h. :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 10 Meu 2007 da 10:28 (UTC)[respont]

amraganvelezh

Salud. Krog e oan da lakaat ma fri er pennad abalamour ma ouzon un tamm japanegha dre ma kavan anezhañ dedennus. Setu ar pezh am boa skrivet, kent gwelet e oa bet troet ganit, dit da welet ar pezh az teus c’hoant da viret :

Kono kēki wa oishii. Dare ga yaita no?
-mañ kouign (MERK POUEZAN) mat. Piv (MERK RENER) graet (MERK GOULENN)?
"Mat eo ar gouign-mañ. Piv en deus fardet anezhi?"

知らない。気に入った?

Shiranai. Ki ni itta?
Nompas gouzout. Kavout-mat lavaret?
"(Me,) n’ouzon ket. Hag he c’havout mat a rez?"


Ar pezh am eus merzet :

  • Oishii a dalvez « mat » hepken.
  • Ar stumm shiranai n’eo ket heuliet gant ur rannig a dalvez da verk. Stumm nac’h neptu ar verb en amzer-vremañ an hini eo. Setu e lakafen kentoc’h « nompas gouzout ».
  • Skrivañ ‘ rafen a-walc’h a rafen « merk » pe « rannig » evit diskouez e vez degaset ster ar strollad gerioù gant ur gerig. Ar ger TEM a gavan drol. Wa a dalvez da bouezañ war un dra bennak. « Wa » a c’hell merkañ un islavarenn amzeriañ ivez, da skouer. Ne dalvez nemet da bouezañ war udb n’eo ket danvez ar frazenn dre ret. Lakaet e vez an elfenn-se e deroù ur frazenn a-hend-all, evel e brezhoneg un tamm...
  • « Kachenn » a gavan un tammig rannyezhel. Gwelloc’h ‘vefe « kouign » pe « gwastell » da’m soñj e sell da eeunaat an destenn dre vras.

Emichañs e vo talvoudus ma zamm glabousadenn evidout --Kadwalan 12 Meu 2007 da 01:55 (UTC)[respont]

Trugarez evit da evezhiadennoù evel-just. Ober 'rin war-dro. Respontet e vo dit emberr.

Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)[respont]

1. Evit a sell ouzh dielfenandurioù kevreadurezhel, n'eo ket heñvelsterv an termen yezhoniel "tem" (saozneg: topic pe theme ha "pouezañ" (saozneg: focus). Slaeroc'h e teuio da vezañ an diforc'h ur wezh ma vo bet savet ganin ar pennad "tem". Merk an tem (saoz. topic marker) eo wa amañ.
2. Kemmet eo bet an traoù all, en ur doujañ d'an doare boas da reiñ displegadurioù ger-ha-ger (gw. gloss).

--Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 11:04 (UTC)[respont]

Pehini eo ar merk goulennata hervezout?
Ne gomprenan ket re vat ar goulenn. Da gentañ, perak e vefe ret kaout ur merk goulenneta ha da eil amañ ne ra forzh pehini eo merk ar goulennata pe get rak implijet emañ ar skwer evit displegañ an amraganvelezh.Neal (Kaozeal) 9 Ebr 2007 da 17:37 (UTC)[respont]
Er c'hentañ frazenn goulennata ez eo no hep mar daoust ma vez kentoc'h implijet ka da gustum. Cheñch a ra evit merkaÆ arlivioù sevended pe darempredoù etre an dud zo o kaozeal. En eil frazenn n'eus ket. Maetreze e vez roet ster goulennata ar frazenn gant an distagadur? C'hoant am eus adarre da bouezañ war ar fed ma n'eus ken ur verb en tu nac'h eus Shiranai. Da skrivañ eta "Nompas gouzout". Trugarez da respont ivez da'm goulennoù. --Kadwalan 9 Ebr 2007 da 16:44 (UTC)[respont]
ne vern pere eo ar merkoù all - diwar-benn an amraganvelezh eo ar pennad-mañ ha n'eo ket diwar-benn yezhadur ar japaneg, da lâret eo ne dalvez ar skwer japaneg nemet da skwer evit displegañ an amraganvelezh. Ne vern perzhioù yezhadurel all ar japaneg. Ouzhpennet e vez ur gloss (da lâret eo un dispelgadenn berr-ha-berr e brezhoneg ma vez lakaet sklaer talvoud pep ger hag o ferzh er frazenn) nemet evit ma c'hellfe kompren mui-pe-vui framm ar frazenn evit ar re na oar ket japaneg.Neal (Kaozeal) 9 Ebr 2007 da 17:37 (UTC)[respont]
Kompren a ran ervat. Mat e vefe avat chom hep skrivañ un tamm forzh petra ha diwarbenn kaoz ar verb en tu nac'h ez on sur kant dre gant. Gra a gari. Gwelet a ran a-du arall e kavez amzer da sevel pennadoù ha traoù all ha pell zo emaon o c'hortoz ur respont bennak da'm c'hemmennadoù... niverus. --Kadwalan 11 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)[respont]
Da gentañ-holl, aesoc'h e vefe klask em em gompren ma gavfes an tu da chom un tamm bihan sevenoc'h. Da eil, labourat a ran evel an holl re all evit mann ha labourat a ran dre sevel pennadoù pe o respont d'ar re all hervez ma c'hoantoù-me ha n'eo ket te na hini ebet all an hini a lâro penaos e rank an dud labourat war ar raktres-mañ. N'eus forzh penaos, mat e vefe dit sklaeraat 'michañs da be goulennoù resis an hini eo bet savet ganit ma'c'h out o c'hortoz ur respont dezhe eus ma ferzh-me. Hiziv c'hoazh am eus skrivet ur respont klok d'ur goulenn bet savet ganit amañ hag ivez amañ. A-hendall, evit a sell ouzh ar skouer japanek resis, n'eo ket ganin m'eo bet skrivet "n'eus forzh petra" (hervezout atav) met gant an hini he/en doa savet ar pennad pro-drop language e saozneg. Evit a sell ouzh ar fed m'eo ar gentañ frazenn en stumm goulennata pe get eo sklaer a-walc'h pa weler implij ar ger goulennata dare ("piv"). Pe faziañ a ran? Evit a sell ouzh ar stumm ar verb shiru ("goût") ne welan ket re sklaer e pelc'h emañ ar gudenn e gwririonez. Er stumm nac'h emañ pe get ("nompas goût" a zo ur stumm nac'h ivez evel-just). Pa saver ur glosa e implijet gerioù ur yezh all (evel da skouer amañ ar brezhoneg) evit diskwel per eo ar gerioù leun gante ur ster semantikel (da skouer ar verboù evel "goût") keit ha ma implijer displegadennoù yezhadurel evit merkañ perzh ar gerioù goullo er frazenn (amañ "stumm nac'h"). N'oûn ket hag-eñ e vasto an displegadenn-mañ evidout ar wezh-mañ. Aet e oant kuit e-pad ur sizhunvezh a-hendall ha labourat n'em boa ket graet kal (kaozeal gresianeg ne lâran ket...) ha pa oant deuet en-dro em boa kavet gwell labourat un tammig dre sevel pennadoù war an dachenn hag a blij din, hini ar yezhoniezh, goude bezañ bet tremenet kemendall a mazer gant aferioù merañ a-raok ar vakañsoù ha n'em boa ket soñjet zoken goulenn da ali evit hen ober...Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2007 da 14:08 (UTC)[respont]
Ne gav ket din bezañ diseven ha biskoazh ne'm eus klasket ober ma renkoù gant den ebet. Klask a ran "kaozeal". Pa lavaran "UN TAMM forzh petra" ez eo o kaozeal diardoù hag eus shiranai hepken. Soñjal a ra din e c'hall an holl ober un tammm forzh petra a-wezhioù pa n'omp ket atav mailhed war an danvez, evel ma hañvalez-te bezañ, da skouer, war dachenn ar yezhoniezh, ha me, da gentañ penn, e fazian tro pe dro er pezh a skrivañ. Ali e vi ganin moarvat pa lavarin e vez gwelloc'h chom hep skrivañ traoù diresis pa c'hallomp. Setu a felle din lavaret.

Me am eus bet ar santimant na'z toa ket c'hoant da respont, pezh e oa gwir evit doare, met ne'm eus ket komprenet ma-unan e oa abalamour ma oas o tiskuizhañ. Kredet em eus e raes fae war ma goulennoù, pezh n'eo ket plijus. Ne vije ket aet hegaz ennon ma'z tije lavaret din e respontfes goude da vakañsoù. Bremañ "gouzout stumm-nac'h" a hañval din bezañ sklaeroc'h evit ar pezh a oa a-raok. Setu echu an oferenn ha serret ar pardon. Evit a sell ar vakañsoù, emichañs az teus tremenet vakañsoù mat ha diskuizhet dioute. kenavo--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 15:20 (UTC)[respont]

fiskal. mat eo neuze, renket an traoù. gwell e vefe d'am soñj kas an tamm kaozeadenn-mañ war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad dereat. Petra a gav dit?Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2007 da 15:46 (UTC)[respont]

Hidrosfera

Marteze n'eo ket ret mirout ar pennad Hidrosfera. Bianchi-Bihan 12 Meu 2007 da 02:35 (UTC)[respont]

Graet Diverket. Trugarez. Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)[respont]


Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern

Demat. Ezhomm 'p eus sikour evit lakaat ofisiel disoc'h Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1? A galon, Benoni 20 Meu 2007 da 10:15 (UTC)[respont]

Ezhomm 'm eus amzer kentoc'h. --Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 11:51 (UTC)[respont]

Graet Kempennet an divizoù kemeret hag embannet disoc'h ar votadegoù hag ar politikerezh envel ofisiel nevez. Ret e vo e lakaat e plesutr bremañ. Pebezh labour!Neal (Kaozeal) 21 Meu 2007 da 15:34 (UTC)[respont]

War a seblant e plij da lod sevel pennadoù "diezhomm": Persephona /Persefone, ha bremañ añforenn/amforenn. Tro petra 'vo ur wech all? Bianchi-Bihan 20 Meu 2007 da 14:24 (UTC)[respont]

trugarez evit an evezhiaden. mat e vefe o lakaat war pajenn ar bennadoù da nullañ. rez ket bil, graet 'vo war o zro.--Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:36 (UTC)[respont]

Graet Enteuzet "Añforenn" > "Amforenn". Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:55 (UTC)[respont]

Graet Enteuzet "Persephona" > "Persefone". (Kaozeal) 21 Meu 2007

Enteuzet en un doare null a-walc'h a gav din abalamour ma oa kalz traoù em pennad n'emaint ket en egile, a vije bet tu adtapout (kontant e oan), ha zo kollet penn-da-benn bremañ evit doare. --Kadwalan 11 Ebr 2007 da 13:30 (UTC)[respont]
drol eo pegen "null" e kavez traoù graet gant tud all. M'enfin, bez' e c'hellez adtpout pep tra. Ne vez ket kollet netra war ar wikipedia. N'eus forzh penaos, ne vefe ket ret enteuziñ pennadoù doubl ma kemerfe an dud an amzer da wiriekaat hag-eñ ez eus dija eus ar pennad a fell dezhe sevel (marteze dindan un anv disheñvel) a-raok sevel unan nevez.Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2007 da 14:19 (UTC)[respont]
A, ur respont! A-wezhioù e kavan an traoù mat a-wezhioù e kavan anezhe fall hag amañ e kaven null a-walc'h bezañ lammet pep tra, respet dit. Met dre ma n'eo ket kollet ar pezh am eus skrivet a-hervez ez on prest da lavaret ne oa ket null.--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 14:24 (UTC)[respont]

Hebraeg

Salud dit ! Ma'peus barregezh war an hebraeg, na'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad Deiziadur hebraek. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon, --Llydawr 24 Meu 2007 da 18:01 (UTC)[respont]



Korn

7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2007 da 19:48 (UTC)[respont]

ne gomprenan ket e pelec'h emañ ar gudenn. Eus peseurt pennad out o komz - hini Korn (strollad)? E pelec'h e welez an niverenn 1? Ha staliet ez eus ur pakad lizherennoù unicode war da urzhiataer? Renket e vo (pe klasket ober) ur wezh p'am bo komprenet e pelec'h emañ an dalc'h resis.Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 07:40 (UTC)[respont]
Korn (digejañ): ur sklabez. 7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus.
Netra da welet ganin ar pennad-se. Goulenn a rez ouzhin e renkañ evel merour neuze?Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)[respont]
Ne c'houlennan netra. Sachañ evezh, netra ken. Evel a gari e ri. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:26 (UTC)[respont]

Prometheüs

Prometeus. Ankouaet em boa ne raen ket war-dro ar pennadoù-se ken. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)[respont]
Ne ra forzh din hag-eñ e labourez war an dachen-se pe get, seul wezh ma heuliez ar reolennoù bet votet gant ar gumuniezh.Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)[respont]



Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)

English Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)[respont]

Thank you for your remarks. This was done intentionally to avoid articles with apparently similiar titles and to facilitate usage for people without Unicode (as so often happens). Be that as it may, in the future you are politely requested to refrain from such immdiate deltions yourself on the Breton language project, as it would have been enough for you to have alerted a moderator regarding the error and to request rectification. In this case, renaming rather than deletion would have been suficient.

Neal (Kaozeal) 29 Ebr 2007 da 13:08 (UTC)[respont]


Sikour !!!

Demat dit Neal, Setu, labour a ran alies war ar sonerezh met ar pezh 'zo, ne zeuan ket a-benn da lakaat patromoù "Infobox Album" war-well. Neuze ma oa tu dit displeg din ar penaos hag ar perak... Trugarez ! Malo 1 Mae 2007 da 14:12 (UTC)[respont]

hm, klasket am eus renkañ an traoù un tammig. Evit gallout implijout patromoù a seurt-se e rankont gallout bezañ implijet evot meur a bennad war un dro. Setu, evit e implijout war ur pennad resis e ranker skrivañ, da skouer {{Infobox Album}} e krec'h ar pennad ha neuze, ur wezh deuet war-wel ennañ e c'helli skrivañ an titour resis bewech ma weler {{{un dra bennak}}} war ar patrom-se. Gallout a reer ivez kemmañ ar patromoù evel ma reer gant ar penandoù all, n'eus nemet klask, da skouer Patrom: Infobox Album. Diwall memstra da sellet mat ouzh ar formatoù hag ar c'hodoù bet implijet evit e sevel - ma n'out ket sur pouez kentoc'h war "rakwelet" a-raok kadarnaat ar c'hemmoù kaset da-benn ganit da vat. N'eus forzh penaos, zokn ma rez ur mell sklabez n'eus nemet mont da glask war istor ar pennad evit resteurel ar pezha a oa bet graet a-raok. Tan de'i ha degemer mat eus ma feurzh war ar raktres.Neal (Kaozeal) 1 Mae 2007 da 14:47 (UTC)[respont]

Va digarez met ne zeuan ket a-benn... n'eus ket tu kaout Infoboxoù evel war Wikipedia e saozneg ? Infoboxoù brav a vefe mat...--Malo 3 Mae 2007 da 07:27 (UTC)[respont]

Lâr e pesurt pennad out o klask lakaat an infobox-se hag ec'h in da lakaat ur sell. Ma teuan a-benn d renkañ an afer-se n'az po nemet mont da sellet ouzh istor ar pajnn hag e weli penaos em bo graet. A-hend-all, ma n'eus ket ur patrom war ar wikipedia e brezhoneg e ranker e sevel dres evel ar pennadoù all. N'eus nemet lakaat da titl ar pennad "Patrom:Titl" (lakaat anv ar pennad e-lec'h "titl" evel-just). Ar pep aezetañ eo eilañ ur patrom diwar ur wikipedia all hag e dreiñ pe c'haozh eilañ diwar ur patrom damheñvel all bet sabvet e brezhoneg dija. --Neal (Kaozeal) 3 Mae 2007 da 07:35 (UTC)[respont]

Pennadoù a ra diouer

War a-seblant e ya implijerien nevez da glask awen amañ: Wikipedia:Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ. N'ez eus den o labourat evit neveshaat ar bajenn avat pe zoken o reizhañ ar fazioù a zo warni. Mat vije deomp en ober tamm-ha-tamm evit neveshaat ar bajenn.Benoni 1 Mae 2007 da 19:51 (UTC)[respont]

Ilias

Respontet am eus--Kadwalan 3 Mae 2007 da 09:16 (UTC)[respont]

Bureviad meur

Evit implij da oustilhoù nevez evit ar wech gentañ, daoust hag-eñ e c'hellfes reiñ ar statud bot da Implijer:Robbot? Labourat a ra kalzig. Trugarez, Benoni 5 Mae 2007 da 22:19 (UTC)[respont]

Graet Neal (Kaozeal) 6 Mae 2007 da 19:09 (UTC)[respont]

goulenn termenadurezh

Salud dit. Hep bezañ klasket e rafen kentoc'h gant kensonenn gweuz (s.o. Geriadur R. Hemon hag hini an Here, pe diweuz mar kerez met forzh penaos n'hon eus ken div weuz. Na teir nag unan hepken.), kensonenn dent, kensonenn staon.

trugarez vras dit ur wezh all
ober rin 'vel-hen (hep kemmadur neuze). gant diweuz e vo ret ober en un doare reizh rak ur gensonenn gweuz eo ur gensonenn gweuz-dent evel-just (ma ne vez implijet nemet unan eus an daou).

--Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)[respont]

Gwelloc'h eo da'm soñj ober gant gerioù zo fraez o ster kentoc'h evit stagañ dibennoù-ger evit degas arlivioù dispis d'al lennerien.

me ivez. --Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)[respont]

E brezhoneg ne reer ket kement-se gant an anvioù-gwan forzh penaos en degouezhioù-se ha giz an anvioù-wan e -ek pe -el zo degaset dindan levezon kreñv ar gallek.

ya, goût a ran, met en degouezh-mañ ne oan ket re sur.--Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)[respont]

Leuskel un tamm amzer din da glask ha lârin dit ar pezh am eus kavet e brezhonek. Me'gav din e c'haller kavout daveoù sirius e levr Alan Heusaff db Brezhoneg Sant-Ivi, e levr Arzel Even db ar yezhoù keltiek hag e geriadur an Here. Evit a sell an distagadur e ran gant "kensonenn tarzh" evel Geriadur an Here (kensonenn tarzh a lâran-me. kavout a ran ivez kensonenn darzh en unan eus ar pennadoù. Direizh eo. Un "dreistreizhadenn" n'eo ken).

mont a rin da sellet evit lemel kuit ar c'hemmadurioù direizh-se. N'eus forzh penaos e vo savet ur pennad evit doiskwel perak n'eo ket heñvelster ur gensonenn dre darzhañ hag ur gensonenn dre serriñ... kavout a ran gwll ober gant an hevelep stumm atav, d.s. dre + anv-verb. saevel a rin un adkas eus ar stumm kensonenn tarzh > dre darzhañ--Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)[respont]

Kavout a ran ivez "vogalenn serr" ha "vogalenn digor"

kemmet 'vo. Ne ran ket ggant ar c'hemmadur d>z gwezh ebet ha graet em boa gantañ ar wezh--mañ dre fazi evit ober plijadur da lod. reizhet e ranko bezañ.--Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)[respont]

"vogalenn fri", "vogalenn genoù" (reishoc'h evit vogalenn "c'henoù" rak un dro-c'henel an hini eo amañ), "kensonenn genoù" (sic)(distaget o virout ouzh an aer da dremen dre ar fri > orale), "kensonenn mouezhiet", kensonenn linkus (termen a reer gantañ evit dezverkañ l ha r, anezho soniadoù heñvel a-walc'h ouzh ar vogalennoù/2 A-Wezhioù Termen a reer gantañ evit dezverkañ ar c'hensonenoù sonek l,m,r,n), kensonenn c'hwez (spirantal?), kensonenn ruz (k. a zistager en ur lakaat an aer da ruzañ dre ar genoù), kensonenn tarzh. --Kadwalan 9 Mae 2007 da 08:11 (UTC)[respont]

Ouzhpenn ur wech em eus klevet ober gant kensonenn darzh. Ouzhpenn un ali zo eta. Bianchi-Bihan 9 Mae 2007 da 08:21 (UTC)[respont]
evit épiglotte e kavan ankoue e levr korfadurezh TES. "Luette" eo e ster kentañ met gerioù all zo, gwir eo...

Evit post-... e c'haller implijout drek- evel er ger dreklakaet (yezhoniezh : a lakaer da-heul un termen all / termen a reer gantañ evit dezverkañ furmoù displeget eus an araogenn a, pa vezont implijet da raganvioù gour renet--Kadwalan 9 Mae 2007 da 08:18 (UTC) Kaoz drek- aze uheloc'h a c'hallfe servijout dit evit da daolenn.--Kadwalan 9 Mae 2007 da 16:12 (UTC)[respont]

A-du arall e alian ac'hanout start chom hep ober gant dre + verb. Klasket em eus e geriadur an Here. Ne gavan roud ebet eus un hevelep implij eus dre + verb er pennad "dre" daoust dezhe da vezañ skrivet "kemmadurioù dre c'hwezhañ" zo bet implijet "ent ofisiel" gant yezhadurioù zo a gav din. dre + verb a dalvez kentoc'h da zeskrivañ an doare ma reer un dra bennak, ket un disoc'h. Ur skouer hepken din da c'hoût ha gant ur verb all : dont dre laerezh (en cachette : trésor du breton parlé I/182)--Kadwalan 9 Mae 2007 da 16:12 (UTC)[respont]
n'on ket re a-du evit an displegadenn e-keñver nann implij ar stumm verb + dre. M'eo evit abegoù o tennañ da framm yezhadurel ar brezhoneg mat eo din ober gant "kensonenn darzh" evel-just. Evit a sell ouzh ar fonetik avat e vefe reishoc'h dres evit an abegoù bet roet ganit-da met en tu-gin evel-just, ober gant ar stumm "kensonenn dre darzhañ" peogwir e talvez an elfenn-se da deskrivañ ar mod pe an doare ma vez produet (manner of articulation) kentoc'h evit an disoc'h, rak an disoc'h a denn d'ar son hag an deskrivadennoù teirelfennek (lec'h, mod hag an doare fonadur) a denn, justamant, d'an doare ma vez savet ar son... Kregiñ a rin da sevel ar pennadoù dindan ar stumm "dre + anv-verb" da c'hortoz hep sevel tamm adkas ebet evel-se e vo aesoc'h ur wezh achu eilpennañ an dibab mar bez ret ha sevel an adkasoù ret da heul, da lâret eo eo aesoc'h eilpennañ dibbaoù dre adenvel pennadoù evit eilpennañ adkasoù ha titloù pennadoù dre ma ranker diverkañ ouzhpenn adenvel.--Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 18:07 (UTC)[respont]

Request for bot status (Breton wiki)

As the newly appointed burocrat for the Breton-langauge Wikipedia you can apply directly to me when requsting bot status. Thank you. Neal

Hi, I have made a request here for my bot account User:Le Pied-bot. Cordialy, Le Pied-bot 17 Mae 2007 da 08:02 (UTC)[respont]

Kensonennoù

Graet Gant tout ar pennadoù a savez diwar kensonennoù, ne vije ket gwelloc'h sevel ur rummad "kensonennoù", hag a vije, da skouer, un is-rummad eus yezhoniezh? Ha tennañ ar meneg Rummad:Yezhoniezh (ur supra-rummad) eus an holl pennadoù-se? Tu 'zo dit ober kement-se o lakaat ar Rummad:kensonennoù war eeun er patrom; evel-se ne vo ket ezhomm e skrivañ bewech...A galon, Benoni 17 Mae 2007 da 11:58 (UTC)[respont]

ya, ma soñj e oa hen ober met ur wezh achuet an holl lec'hioù ha doareoù distagañ ganin. Ur mennozh mat eo enbarzhiañ ar rumamd er patrom, n'em bije ket sooñjet e se. Gwell d'am soñj o derc'hel er rummad uheloc'h "yezhoniezh" ivez evit aesaat ar c'hlask hant ar menger alfabetek evel ma c'hoarvezh gant ar yezhoù... ret e vo din ober ar memstra ivez gant ar vogalennoù evel-just. Neal (Kaozeal) 17 Mae 2007 da 12:20 (UTC)[respont]
Met gwelloc'h eo d'ar mare-se krouiñ ur rummad:meneger yezhoniezh ma fell dit (evel n'eus graet Fulub evit Henegipt), ha sklaeraat ar muiañ posubl ar rummad yezhoniezh dre is-rummadoù. Dre vras war wikipedia (en holl yezhoù) e vez kuzuilhet sklaer nompas lakaat ur pennad e barzh un us-rummad hag un is-rummad (sellet ar wikipedia e saosneg da skouer). Un us-rummad n'eus ket da gaout holl pennadoù e is-rummadoù...Benoni 17 Mae 2007 da 12:42 (UTC)[respont]
ya, goût mat a ran met evit a sell ouzh ar yezhoù eo talvoudus-tre gallout gwelet an holl yezhoù a-stroll a-benn implijout atav ar memes stumm hag evit diwall da sevel pennadoù doubl.Neal (Kaozeal) 17 Mae 2007 da 13:19 (UTC)[respont]


Botoù

Graet Moarvat e c'hellfes reiñ ar banniel bot da : Implijer:Le Pied-bot ha Implijer:VolkovBot. Oberiant mat int ar mareoù-mañ, ar pezh a pounera pajenn ar C'hemmoù diwezhañ. Trugarez, Benoni 19 Mae 2007 da 23:42 (UTC)[respont]

minotaor

Graet Mat e vefe kemm ar pennad MinotaUros e MinotaOros, hervez reolennoù an diskrivañ gerioù boas e brezhoneg. Na'z teus ket roet da soñj avat pe e talc'hes da au, n'ouzon ket?--Kadwalan 20 Mae 2007 da 00:37 (UTC)[respont]

Pajenn goulennet ar muiañ

Ar bajenn goulennet ar muiañ bremañ a zo : Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin. Kavet e vez al liamm-se war ur patrom savet ganit, setu marteze e vi dedennet sevel ar bajenn-se. Pajennoù goulennet stank a c'hellfe dedennañ ac'hanout a zo ivez : Ѷ (lizherenn), Palestina, ぜ (lizherenn). A wir galon, Benoni 21 Mae 2007 da 10:58 (UTC)[respont]

Graet Ѷ (lizherenn) (ne oa nemet un adkas d'ober)

Graet ぜ (lizherenn) (ne oa nemet reizhañ titl ar pennad bet savet c'hoazh d'ober)

NANN Gwelloc'h eo din chom hep sevel ar pennad diwar-benn Palestina rak ne vefen ket evit chom neptu war an dachenn-se

Neal (Kaozeal) 21 Mae 2007 da 18:11 (UTC)[respont]

resisadenn

Labouret am eus dre gopiañ-pegañ hag en em rentet on kont war-lerc'h ne oa ket ar memes arouezenn hag an hini kavet da gustum er wikipedia. Abalamour da se em eus reizhet an anv. Setu tout. Mar gallez diverkañ ar bajenn gozh. Ne vo chalet den da'm soñj--Kadwalan 22 Mae 2007 da 19:41 (UTC)[respont]

Diverket az teus ar bajenn oa ret mirout. En eben n'eus ken un adkas.--Kadwalan 22 Mae 2007 da 19:56 (UTC)[respont]
Ne gemm nemet ar skrabig (hag endalc'had ar bajenn). Setu e ve mat diverkañ Aesc’hulos (ar bajenn adkas) ha mirout ar pennad anvet Aesc'hulos e-giz m'emañ. Ha sklaeroc'h eo? --Kadwalan 22 Mae 2007 da 22:57 (UTC)[respont]
Ya. Trugarez. Ne gomprenan ket re afer an daou skabig-se: ganin-me eo c'hoarzvezhet ar memes tra dija. Ar wezh kentañ ne gomprener mann ebet peogwir eo hañval-poch an daous stumm...--Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 06:00 (UTC)[respont]

Skeudennoù

Salut dit Neal. Me 'zo nevez erruet war wikipedia brezhoneg hag e seblantez bezañ ampart war ar sujed. Penaos e vez lakaet skeudennoù (pe skoedoù...) war pennad-mañ-pennad? Ha pelec'h c'heller kaout skeudennoù a zere (war internet?, ar wiki?)? Spi 'meus e responti din ar buhanañ ar gwellañ. --Gwendal 23 Mae 2007 da 12:45 (UTC)[respont]

Username change please

Graet User:Cool Cat -> User:White Cat --Cool Cat 24 Mae 2007 da 09:17 (UTC)[respont]

Petra ober eus ar bajenn a-us savet gant da mignon B-B? Benoni (Kaozeadenn) 24 Mae 2007 da 10:27 (UTC)[respont]

Da gentañ-penn e vefe ret kempenn ar pennad, rak e gwirionez n'eus tamm pennad ebet anezhañ, nemet un tamm skrid o klask lakaat da reizh e emdalc'h personel, anat d'an holl.
Petra ober? Iskisat goulenn a-berzh ur merour: evel gant hollbennadoù wikipedia: gwellaat anezhañ.
N'eo ket bet savet ganin: kavet em eus reolennoù wikipedia ha ne oant ket bet brezhonekaet c'hoazh. Kit da c'hout perak. +}

Gwir eo e c'heller lammat dreist d'ar reolennoù, hogozik an holl met n'eo ket an holl anezhe gwitibunan, rak n'ahller ket, da skouer, implijout danvez gantañ gwirioù aozer. Evel m'emañ displeget er pennad kevatal da hemañ war ar Wikipedia e saozneg, p'am bez soñk mat, e c'heller lammat dreist d'ar reolennoù seul wezh ma santer e vir d'un implijer/ez bennak sevel penandoù en un doare reizh. Neuze n'hallfer ket lammat, da skouer, dreist da reolennoù envel o tennañ d'an doare ma rank bezañ savet titloù ar pennadoù (lakaomp ar c'hendivizoù bet kemeret diwar-benn an doare da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat an anvioù divoutin gresainek) rak n'eus ket anezhe ur skoilh evit sevel penandoù en un doare dereat. Diouzh un tu all n'hallfer ket lammat dreist d'ar reolennoù ma vefe plantet dre se freuz er gumuniezh, da skouer mont a-enep da reolennoù bet votet nevez 'zo etre an holl (pe are re bet kemeret ar boan da gemer perzh er votadeg).

Setu, evion-me e vefe trawalc'h kempenn ar pennad evit sklaeraat ne dalv ket kement ha "pep hini a c'hell ober diouzh e soñj". Ha fellout a ra dit ober war-dro pe kavout a rez gwelloc'h leuskel ac'hanon d'ober (en ur c'hoût ez eus mouezhiadegoù amañ bremañ ha n'am eus ket kalz a amzer)?

N'am o ket amzer kennebeut (mouezhiadegoù zo amañ ivez Taol lagad): pennadoù all emaon o treiñ, hag evel-just a labouran kalzig evit lakaat urzh er wikipedia-mañ keñver rummadoù, liammoù etrewiki, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 24 Mae 2007 da 11:00 (UTC)[respont]
'rez ket bil. lakaet am eus ur gemennadenn war ar bajenn mui un tamm displegadenn da heul war ar bajenn gaozeal stag outi. Amzer vo da labourat war ar pennad war-lerc'h. N'eus forzh penaos, daoust d'ar bennaenn-se, n'hall implijer/ez ebet klask plantañ ruz pe kunujenniñ implijerion/ezed all, lakaomp, war digarez o deus ar "gwir" da lammat dreist d'ar reolennoù. Ne gemm ket kalz a dra e gwirionez ar fed ma c'heller lammat dreist d'ar reolennoù peurvuiañ, rak n'haller ket lammat dreist dezhe e gwirionez nemet pa vez ezhomm bras hen ober.
Merour (Neal) (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 11:08 (UTC)[respont]

Komprenus

Ma kavez komprenus an dra-se, chapǒ: Er yezhoniezh e vez implijet an termen apoherezenn, apherezenn pe aferezenn (diwar ar henc'hresianeg: apo "digant", hairein "lemel; kemer"; saoz: aphesis pe aphaeresis ) evit komz eus ar fed ma vez argaset ur sonenn diwar deroù ur ger, dreist-holl ur vogalenn hep taol-mouezh warni. Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:44 (UTC)[respont]

ret e vo adwelet ar pennad. Graet e vo. Aesoc'h e vefe reizhañ traoù mar c'hellfer lâret e pelec'h reis emañ an dalc'h, rak pa ne gomprener ket traoù e c'hell bezañ peogwir ne deuer ket a-benn da gompren ar c'heal e-unan pe cp'hoazh peogwir eo luziet an displegadenn hag ar yezh.--Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 06:44 (UTC)[respont]

Tre ha tre. Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 09:05 (UTC)[respont]

Setu ur pnand na gomprenan na penn na lost diwar e benn: entropiezh. ret eo anzav, avat, e c'hell bezañ bet savet mat, rak n'on ket ur mailh war an danvez-se ha n'on ket evit barn hag-eñ e c'hellfe e gompren tud all gouiziekoc'h war an dachenn-se. --Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 19:08 (UTC)[respont]

Merc'hed

Sell amañ: An davarn. A-du e vi sikour ac'hanon evit lakaat un tamm urzh er reuz savet gant B-B? Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 12:52 (UTC) Nevez Neal (Kaozeal) 28 Mae 2007 da 15:20 (UTC)[respont]

Graet Demat! Tu vefe dit reiñ ar statud bot d'am bot marplij? Trugarez! Benoni (Kaozeadenn) 30 Mae 2007 da 15:33 (UTC)[respont]

Graet Mat eo din, met un tamm draen a zo, ne gav ket dit?Bianchi-Bihan 31 Mae 2007 da 19:26 (UTC)[respont]

Renket. Gweloc'h e vefe sevel ur bajenn digejañ. Renket eo bet en un doare da c'hortoz. --Neal (Kaozeal) 1 Mez 2007 da 10:53 (UTC)[respont]

Demat. Ranket em eus stankañ Bianchi-Bihan e pad an noz. Kroget e oa da gunujenniñ ac'hanon en davarn en un doare taer-tre: sellet amañ. Evel-just, dre ma 'z on me an hini taget ne dalv ar stankadenn-mañ nemet betek ma teuje ur merour all d'ober war-dro evit distankañ pe kadarnaat ar stankadenn (ur stankadenn 24h am eus lakaet evit ar mare). Ar wech gentañ eo din stankañ un implijer all... A galon, Benoni (Kaozeadenn) 4 Mez 2007 da 00:22 (UTC)[respont]

Kudenn ebet. A-du on. --Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 05:26 (UTC)[respont]

Bot

Kerzh da welet amañ pa teus amzer: [3]. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 6 Mez 2007 da 16:48 (UTC)[respont]

B-B adarre

Demat, ranket 'm eus stankañ e pad ur sizun Implijer:Kergidu hag Implijer:Bernez Bernioù, frioù faos da Implijer:Bianchi-Bihan. Kenderc'hel a rae da embann daoust bezañ bet stanket e pad ur sizun. Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 12:01 (UTC)[respont]

ober mat ac'h eus graet, difennet eo margodenniñ. Neal (Kaozeal) 7 Mez 2007 da 17:47 (UTC)[respont]
Hag Implijer:Shelley Konk evit echuiñ Grr...... Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 17:54 (UTC)[respont]
Hag Implijer:87.90.221.65Triste!!!!! Ha krouet gantañ ur bajenn dimezell nann-holloueziadurel!!! Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 21:22 (UTC)[respont]
Ya, gwelet am boa. Gwelet 'vo evit ar pennad-se - ra ma vo astennet ha kemmet evit e lakaat da vezañ ur penand holloueziadurel pe a-hend-all e vo diverket goude bezañ bet embannet war ar penand-se n'eo ket ar wikipedia ur geriadur. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 05:03 (UTC)[respont]

Respont

Respontet 'm eus da Ch. Rogel:

Goude bezañ sellet eus tout ar pezh 'm eus bet graet dibaoe ur sizun, ne welan netra liammet gant Roma war bouez ar fed treuzfurmiñ ar rummad "Impalaer roman" e "Impalaerien roman" (ar pezh a zo disheñvel eus Impalaeriezh roman!), evit lakaat e pleustr ur vot bot bet graet un nebeut mizioù 'zo. Moarvat eo se a tisplij kalz da Ch. Rogel, pa z'eo a-enep da lakaat ar rummadoù el liester. N'eo ket brav treuzfurmiñ ar fedoù evit lakaat brud fall war ur c'henlabourer! Benoni (Kaozeadenn) 8 Mez 2007 da 10:13 (UTC)[respont]

Setu ur bajenn kavet ganin war ar wiki galleg a c'hellfe dedennañ ac'hanout. Ma 't eus amzer sikour ac'hanon da lakaat anezhi e brezhoneg... Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 11:21 (UTC)[respont]

Diezhomm

N'em eus ket ezhomm eus an traoù-mañ war ma fajenn. Hag ober a rin gant ar gerioù a garin. labourat a rin war ar pennadoù a garin, pa zeuio c'hoant en-dro, pa baouezo ar bibien da aozañ autos de fe gant pennadoù zo.Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 12:27 (UTC)[respont]
Eus petra out o kaozeal? N'em eus ket lâret e neplec'h n'ahller ket ober gant an termen "prizoniad" geo? Souzeht an tamm ac'hanon nemetken gant ar fed ma rez gant ar (sic.) atav bewech ma implij un bennak an termen "stankañ" evit komz eus ar fed ma vez stanket kont un implijer/ez bennak dre ma ne blij ket dit implij an termen-se ha koulskoude ne lârez mann ebet pa vez graet "prizioniad" ac'hanout. N'on ket chalet na tamm ebet na gant an eil ger na gant egile. Chaletoc'h on, avat, gant ar fed ma c'hellfer klask implijout lieskontoù evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Chalet on ivez o welet an niver bras a bennadoù chomet war da lerc'h damachu hag o leuskel kemendall a c'halleg war da lerc'h dre se. Trawalc'h - re wir mac'hat!--Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:57 (UTC)[respont]
Hm, n'eo ket reizh, hervezout, lâret eo bet "stanket" un implijer (o kompren eo bet stanket e gont) met gallout a reer lâret eo "prizoniad" unan bennak m'eo bet serret e gont outañ (gant piv eo bet skrivet "Diskleriadur ar prizoniad"? Ha n'eo ket te ar wezh-se ivez? te an hini)! Hag e peseurt prizon out? Prizioniad politikel ac'hanout sur ha n'eo ket marteze. Mat e vefe skrivañ da Amnesty International diouzhtu evit sevel klemm a-enep da riezed spontus ar verourion gabalourion. Ur prizon isispisial e rank bezañ avat ma c'heller dont er-maez ken aes all anezhañ dindan un lesanv pe c'hoazh dianv penn-da-benn evit labourat kas da-benn oberoù war ar raktres-mañ. Enfin, spi am eus en deus talvezet dit ar sizhunvezh en toull, evel ma talvez da prizonidi bolitikel dre vras, evit deskiñ un tamm - da skouer deskiñ penaos eilañ skeudennoù war ar servijer evit gallout o implijout war-lerc'h er pennadoù savet ganit, implijout patromoù evit embann out labourat war ur pennad c'hoazh pe c'hoazh evit klask an holl pennadoù bet boulc'het ganit abaoe kemendall evit gallout o feurachuiñ (ha n'eo ket te an hini en doa skrivet en un tu bennak ne blije ket dezhañ gwelet kemendall a c'halleg hag a saozneg war ar raktres-mañ?). Ha dit da c'hoût - difennet eo implijout kontoù all evit klask reuz dre hañvalout bezañ implijerion/ezed disheñvel ha stanket e vo da ont diouzhtu ma krogez da vont war an hent-se, ha stanket an holl IPoù dianv implijet ganit da heul. oût mat a ran e kavez spontus-tre ar verourion war ar raktres-mañ (me da gentañ ha Benoni da heul), met goût mat a rez ivez e vije bet stanket da gontoù personel da vat ha da viken pell 'zo abalamour d'az emdalc'h (pe emzalc'h ma kavez gwell) war an holl wikipediaoù all. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Mez 2007 da 09:30 (UTC)[respont]
Eus petra out o kaozeal? N'em eus ket lâret e neplec'h n'ahller ket ober gant an termen "prizoniad" geo? Souzeht an tamm ac'hanon nemetken gant ar fed ma rez gant ar (sic.) atav bewech ma implij un bennak an termen "stankañ" evit komz eus ar fed ma vez stanket kont un implijer/ez bennak dre ma ne blij ket dit implij an termen-se ha koulskoude ne lârez mann ebet pa vez graet "prizioniad" ac'hanout. N'on ket chalet na tamm ebet na gant an eil ger na gant egile. Chaletoc'h on, avat, gant ar fed ma c'hellfer klask implijout lieskontoù evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Chalet on ivez o welet an niver bras a bennadoù chomet war da lerc'h damachu hag o leuskel kemendall a c'halleg war da lerc'h dre se. Trawalc'h - re wir mac'hat!--Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

lenition

Klask a rin e levr A. Even rak sur on ez eus kaoz eus se e-barzh met n'hallan ket evit ar mare. Da'm soñj, buan ha buan e c'hallfed ober anv eus "blotadur ar c'hensonennoù"?? Daoust ma seblant din gwall heñvel ouzh danvez ar c'hemmadurioù kensonennoù--Kadwalan 11 Mez 2007 da 13:30 (UTC)[respont]

"Blotadur" ne vefe ket fall. Gortoz a rin. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 13:32 (UTC)[respont]

Un nebeut daveoù

Un nebeut pajennoù a vije tu treiñ e brezhoneg, hag a tiskriv mat tre emzalc'h hon implijer muiañ karet: meta:Don't be a dick, en:Wikipedia:Do not disrupt Wikipedia to illustrate a point... Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 23:36 (UTC)[respont]

N'hallfes ket brezhonekaat ar roazhonekadenn a vije tu treiñ? Evit gwellat live yezh an holloueziadur. Trugarez. Bianchi-Bihan 13 Mez 2007 da 10:24 (UTC)[respont]
Lakaat wikipedia e servij da ezhommoù personel (enep nep piv bennak a vije) zo diheñchañ an holloueziadur, dilezel an neptuegezh (dilezet gant lod abaoe ur pennad) ha labourat enep ar wikipedia brezhonek. Diaes "assume good faith" (troet eo?) da neuze. Bianchi-Bihan 13 Mez 2007 da 10:54 (UTC)[respont]
Daveoù all da lakaat e brezhoneg:

Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 11:32 (UTC)[respont]

Morfem/morfemenn

Ali on da skrivañ morfem evel R. Hemon (Geriadur Braz ar brezhoneg), Favereau ha kement zo. Arsoc'h a se e vo evit sevel gerioù deveret.--Kadwalan 13 Mez 2007 da 10:19 (UTC)[respont]

Mícheál Ó Coileáin

Gra ur sell ouzh Mícheál Ó Coileáin.Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 11:51 (UTC)[respont]

Graet. Ha neuze? --Neal (Kaozeal) 14 Mez 2007 da 13:37 (UTC)[respont]

Klotaat?

Ar ger klotaat a vije anezhañ

  • ma vije meneget en ur geriadur
  • ma vije un anv-gwan klot, evel sot a ra sotaat

Ma kavez, lavar din. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 20:02 (UTC)[respont]

The word "cripple" in English

Greetings, Neal! I've written a reply to your previous comment elsewhere on this topic, if you'd like to read it. -- Cheers, Deborahjay 14 Mez 2007 da 23:00 (UTC)[respont]