Fañch Morvannou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: t k → t k using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 49: Linenn 49:
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Saverien hentennoù-deskiñ brezhonek]]
[[Rummad:Saverien hentennoù-deskiñ brezhonek]]
[[Troourien vrezhonek]]
[[Troourien c'hallek]]
[[Rummad:Skolveuridi Breizh]]
[[Rummad:Skolveuridi Breizh]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1931]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1931]]

Stumm eus an 26 Gen 2019 da 15:04

Fañch Morvannoù (ganet er C'hloastr-Pleiben e 1931) zo bet kelenner war ar brezhoneg, troour, kazetenner ha buruteller lennegezh brezhonek a-raok mont war e leve. Klask a reas gant e vignoned adkempenn skritur ar brezhoneg e-kerzh ar bloavezhioù 1970.

E vuhez

Ganet eo Fañch Morvannou (e anv ofisiel François Morvannou), pe Yann Glevareg (anv skrivagner) er C’hloastr-Pleiben e 1931. Tremenet e vugaleaj eno, divizet en deus e dad mont da Rouan da chom. Marv eo e dad eno, setu aze perak ez eo distroet d'ar vro, da Goloreg. Evel holl baotred ur familh baour ha kristen, e reas e studioù er c’hloerdi.

Skolaer ha kelenner eo deuet da vezañ da c’houde e Skol-veur Breizh-Izel e Brest, ha kroget eo da skrivañ pennadoù kazetennerezh evit ar gelaouenn “Skol Vreizh“. Komzet e vez brezhoneg mat-tre gantañ, lavaret e vez anezhañ ez eo ur skouer war al lennegezh hag ar c'homz. Evit pezh a sell ouzh e vuhez skrivagner, ez eo bet rener Pobl Vreizh, met goude, ez eo aet ar gazetenn da get tamm-ha-tamm. E barr e vrud e oa etre 1972 ha 1982. Ober a rae prezegennoù ha studiadennoù war sevenadur Breizh hag war ar speredelezh. Komzet en deus war ar skinwel hag er radio war e ouizhiegezhioù relijiel. Bet eo rener ar gelaouenn Planedenn adalek nevezamzer 1986[1].

Kelenner eo bet e Skol-Veur Brest betek 1998, pa ‘z eas war e leve. E Brest emañ o chom.

E vennozhioù

Ar c’hoant da skrivañ a zo deuet dezhañ a-fed ar stourm evit hor yezh. Estreget ur stourm evit ar yezh eo, met evit ur brezhoneg unvan e pep korn eus ar vro en deus labouret, hag evit se ez eus bet tabutoù a bep seurt en-dro dezhañ. Klasket en deus skrivañ ar brezhoneg e doare da c'hellout mirout ar rannyezhoù war un dro. Difenn a rae un doare-skrivañ, an etrerannyezheg, ha krediñ a rae dezhañ unvaniñ an holl gwitibunan en-dro d'ar reizhskrivadur-se, an dud a skrive e peurunvan, e gwenedeg hag e skolveurieg. Disoc'hañ a reas an emvodoù-se war ur c'hwitadenn war vete nebeud hag aet eo pep hini diouzh e du en-dro. A-hervez e vije bet c'hwitet war an emglev abalamour ma oa embannet an hentenn Assimil en doare skrivañ nevez-se a-raok ma oa roet o asant da vat gant lod eus ar re a gemere perzh en divizoù. Ne van ken nemet un nebeud a dud feal d'an etrerannyezheg (penngerioù geriadur kentañ Frañsez Favereau, da skouer a zo e tri doare-skrivañ), rak emañ ar peurunvan o tont da vezañ skritur ar brasañ niver.

Oberennoù

Ur renabl bihan war ar c'helaouennoù pe al levrioù.

Al levrioù

  • Le breton sans peine, Assimil, 1975
  • Initiation au breton sans peine, Assimil, 1980
  • Le Breton, la jeunesse d’une vieille langue, Presses Populaires de Bretagne, 1980, (e galleg)
  • Mikêl An Nobletz (gant J. an Irien ha YP Castel), Minihi Levenez, 2002
  • Saint Guénaël, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK), Brest, 1997
  • Kanennoù ar feiz, Bretagne, Les chants de la foi, Editions du Layeur/Notre histoire (Levr ha pladenn), 2000
  • O klask roudoù Armand Robin, ti-embann Armorica, 2001 (embannet da gentañ e Plandedenn 9-10, e 1982)
  • Julien Maunoir : Missionnaire en Bretagne, La Grange aux Livres, 2010
  • Traduire en breton. Treiñ e brezhoneg, Skol Vreizh, 2011.

An troidigezhioù

  • An Utopia, Tomaz Mor (diwar al latin), embannet e Planedenn Nnn 31-32-33, nevezamzer 1991
  • Ar Roc’h Toull, Jakez Kerrien (rakskrid ha troidigezh e galleg), Armorica, 2000

Pennadoù kelaouennoù

Liammoù

Notennoù

  1. Planedenn 28-29, hañv-diskar-amzer 1986

Troourien vrezhonek Troourien c'hallek