Erwan Hupel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20: Linenn 20:
*''Parler breton comme un Breton'', Ixelles éditions, 2013 : ouzhpenn 2 000 tro-lavar a vremañ {{ISBN|978-2875151865}}
*''Parler breton comme un Breton'', Ixelles éditions, 2013 : ouzhpenn 2 000 tro-lavar a vremañ {{ISBN|978-2875151865}}
*''Le breton pour les nuls'', First edition, 2014 {{ISBN|2754064133}}
*''Le breton pour les nuls'', First edition, 2014 {{ISBN|2754064133}}
*''Ribinoù, Les degrés bretons de l'écriture'', TIR, 2018. {{ISBN|978-2-9176-8142-8}}
*''Ribinoù, Les degrés bretons de l'écriture'', TIR, 2018 {{ISBN|978-2-9176-8142-8}}


==Troidigezhioù==
==Troidigezhioù==

Stumm eus an 26 Gen 2019 da 12:39

Erwan Hupel (*1975) zo kelenner ha skrivagner brezhonek ha gallek.

Ganet eo Erwan Hupel e 1975. Bet eo o kelenn e Stumdi, a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner war ar brezhoneg en eil derez hag e Skol-Veur Roazhon 2. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn Strollad ar Vro Bagan, ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.

Savet en deus ivez un dezenn e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek Gwalarn ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.

Bet eo ivez e penn Radio Kerne. Perzh en deus kemeret e-pad meur a vloaz e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan.

Oberennoù

Lennegezh

Levrioù bugale

Yezh

Troidigezhioù

Lennegezh

  • Kêr al loened (troet diwar "Animal farm" gant George Orwell), Skrid, 2011 ;
  • An estren (troet diwar "L'étranger" gant Albert Camus), Skrid, 2016.

Bannoù treset

  • Ar vBidochoned o veajiñ a-stroll (troet diwar "Les Bidochons en voyage organisé" gant Christian Binet), An Dalar, 2002

Liammoù diavaez