Sutor, ne supra crepidam : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[File:Casa_vasari_FI,_salone,_storie_di_apelle_02.JPG | thumb| Mojenn [[Apelles Kos]] hag ar c'here. ''Casa Vasari'', [[Firenze]]. ]]
[[File:Casa_vasari_FI,_salone,_storie_di_apelle_02.JPG | thumb| Mojenn [[Apelles Kos]] hag ar c'here. ''Casa Vasari'', [[Firenze]]. ]]
'''Sutor, ne supra crepidam'''<ref>Meneget e pajennoù roz an "Nouveau Petit Larousse", Librairie Larousse, 1968, pajenn XIV, </ref> zo ul lavar latin hag a dalv ''Kereour, arabat mont uheloc'h eget ar votez'', hag a vez lavaret da un den pa gomz eus pezh n'anavez ket hag e vefe gwelloc'h dezhañ tevel neuze.
'''Sutor, ne supra crepidam'''<ref>Meneget e pajennoù roz an "Nouveau Petit Larousse", Librairie Larousse, 1968, pajenn XIV</ref> zo ul lavar latin hag a dalv « ''D'ar c'here d'ober war-do e votoù'', pe da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez.&nbsp;» <ref>Troidigezh gant [[Youenn Drezen]], ''Itron Varia Garmez'', Al Liamm, 1972, p. 37.</ref>, hag a vez lavaret da un den pa gomz eus pezh n'anavez ket hag e vefe gwelloc'h dezhañ tevel neuze.



==Orin==
==Orin==

Stumm eus an 16 Gen 2019 da 21:15

Mojenn Apelles Kos hag ar c'here. Casa Vasari, Firenze.

Sutor, ne supra crepidam[1] zo ul lavar latin hag a dalv « D'ar c'here d'ober war-do e votoù, pe da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez. » [2], hag a vez lavaret da un den pa gomz eus pezh n'anavez ket hag e vefe gwelloc'h dezhañ tevel neuze.

Orin

Dont a ra eus ur vojenn a-zivout al livour hellazat Apelles Kos, a veve en amzer Alesant Veur, hag en devoa goulennet ali ur c'hereour diwar-benn ur votez e oa o paouez livañ en un daolenn. Pa grogas ar c'hereour da reiñ e guzulioù diwar-benn lodennoù all eus ar poltred e lavaras, a-hervez: Sutor, ne supra crepidam.

Ma vije bet lavaret kement-se gant Apelles e vije en gregach evel-just. Ne oa ket brudet al livour da gomz latin.

Istor Naturel

Anv zo bet eus ar vojenn gant ar skrivagner roman Plinius an Henañ en e Naturalis Historia, levrenn XXXV, rannbennad 85, ma lenner e gwirionez : « ne supra crepidam sutor iudicaret, ... . » [3], Kemmet eo bet gerioù Plinius er geriadur gallek eta, ha troet e vez ar gerioù orin peurvuiañ evel-hen : Arabat d'ar c'here barn a-us d'ar votez, ...

Dianav eo ar c'hrennlavar e brezhoneg, met anavezet e oa troidigezh c'hallek ar bomm latin, meneget er geriadur gallek, evel pa vije bet ur c'hrennlavar gallek, en amzer ma veze kelennet al latin kenañ er skolioù. A-hend-all eo tost-kar ar c'hrennlavar saoznek : Let the cobbler stick to his last. [4][5]

Ar skrivagner saoznek, a orin iwerzhonat, William Hazlitt, a c'hovelias un deiz ar ger "Ultracrepidarian" en ul lizher da William Gifford, rener ar gelaouenn The Quarterly Review, ma skrivas e 1819 :

  • 1819 HAZLITT Letter to W. Gifford Wks. 1902 I. 368 You have been well called an Ultra-Crepidarian critic. (Oxford English Dictionary 2nd ed.)

Pennad kar

Notennoù

  1. Meneget e pajennoù roz an "Nouveau Petit Larousse", Librairie Larousse, 1968, pajenn XIV
  2. Troidigezh gant Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, Al Liamm, 1972, p. 37.
  3. (la) Wikisource
  4. (en) FLAVELL, Linda & Roger : Dictionary of Proverbs and their origins, London, Kyle Books, 1993, 2006 (ISBN 978-0-85783-403-4)
  5. Meneget amañ : [1]