Diforc'hioù etre adstummoù "Rouantelezh Yehouda"

Aller à la navigation Aller à la recherche
D
replaced: a h → a h (2), , → , using AWB
(yezh ha kempennig)
D (replaced: a h → a h (2), , → , using AWB)
 
[[File:Kingdoms_of_Israel_and_Judah_map_830.svg | thumb| Rouantelezhioù Yehouda hag Israel.]]
 
'''Rouantelezh Juda''', pe Yehouda, zo ur rouantelezh vihan er [[Reter Nesañ]], savet gant an [[Hebreed]] en [[Oadvezh an Houarn]]. Hervez ar Bibl, e padas eus 931 da 586 a-raok JK.
 
==Istor==
Da vare [[David]] ha [[Salomon]] e voe unanet [[rouantelezh Israel]] ha hini Yehouda (diwar anv [[Yehouda]], unan eus mibien [[Jakob|Yaakov]]) en ur rouantelezh, hervez ar Bibl (2S '''5''', 1-3). Chom a rae div lodenn disheñvel unanet dre ar roue. Goude marv Salomon e yeas meuriadoù an norzh diouzh o zu hag e voe div rouantelezh e-pad daou gantved ha kevezerezh alies etre an div. Arkeologourien zo, evel Israël Finkelstein ha Neil Asher Silberman, a laka arvar war ar pezh a gont ar Bibl. Hervezo n'eus ket bet rouantelezh unvan ebet morse hag an darn vrasañ eus an testennoù "istorel" a zo bet savet a-raok pe e-kerzh ren [[Yoshia]] e Yehouda er VIIvet kantved kent JK. <ref>{fr} La Bible dévoilée ''Les nouvelles révélations de l'archéologie'' gant Istraël Finkelstein ha Neil Asher Silberman, troet gant Patrice Ghirardi, 432 bajenn, embannet gant Bayard e 2002, ISBN 2-227-139-51-X</ref>
 
Chom a reas Yehouda feal da "diegezh David".
 
E 701 kent JK e voe freuzet ar vro gant [[Sennacherib]] , roue [[Asiria]], darbet e voe da Jeruzalem bezañ distrujet (2Dn '''32''', 1-8). Pa voe diskaret an impalaeriezh Asirian ha dindan ren [[Jozias]] (640-609 ken JK) e seblantas mont gwelloc'h an traoù met diskaret e voe ar rouantelezh er {{VIvet kantved}}, paket ma oa etre [[Egipt]] ha [[Babilon]].
 
Kaset e voe ar bobl en harlu da Vabilon (587 kent JK).
12 680

modifications

Lañser merdeiñ