Beuzeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Vvet kantved: replaced: a e → a e using AWB
Linenn 4: Linenn 4:

==Vvet kantved==
==Vvet kantved==
Beuzeg a oa ur manac'h deuet eus [[Kembre]] da Vreizh e dibenn ar {{Vvet kantved}}, da-heul [[Maodez]]. En em staliet e oant en [[enezeg Briad]]. Maodez a oa en [[Enez Maodez]], ha Beuzeg en devoa savet ur manati nepell, en enez [[Lavred]], ar manati kentañ e Breizh Izel, hervez Buhez ar Sent.

E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sent [[Fragan]] ha [[Gwenole]], a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.
E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sent [[Fragan]] ha [[Gwenole]], a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.

Stumm eus an 10 Gen 2019 da 22:47

Budog (stumm kozh), pe Beuzeg, a zo anv daou sant brezhon.

Vvet kantved

Beuzeg a oa ur manac'h deuet eus Kembre da Vreizh e dibenn ar Vvet kantved, da-heul Maodez. En em staliet e oant en enezeg Briad. Maodez a oa en Enez Maodez, ha Beuzeg en devoa savet ur manati nepell, en enez Lavred, ar manati kentañ e Breizh Izel, hervez Buhez ar Sent.

E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sent Fragan ha Gwenole, a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.

Anavet eo dre ziv zanevell buhez (pe Vita) :

Hervez Kronikenn Dol, e dibenn an XIvet kantved, e oa bet lakaet da eskob Dol e-lec'h Maglor, a oa bet anvet war-lerc'h Samzun. Met n'hall ket bezañ ha meskaj zo moarvat gant ur Beuzeg all.

Sant paeron

Sant paeron meur a barrez eo:

Gourdisten, a skrive kement-man diwar e benn : "Beuzeg a oa ur servijer heñvel ouzh un ael, pinvidik-meurbet a skiant, eeun-dispar, kemeret gant an holl evit un hent meur war-du ar feiz hag unan eus pileroù galloudusañ an Iliz".

Buhez ar Sent

Lidet eo Beuzeg d'an 9 viz Kerzu. hervez Buhez ar Sent eo daou sant Beuzeg a zo:

  • hini ar Vvet kantved, diskibl Maodez
  • hini ar VIvet kantved, eskob Dol war-lerc'h Magloar, adalek 570 betek 600.