Nils Dacke : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: d h → d h (3) using AWB
Linenn 3: Linenn 3:

==Kendestenn==
==Kendestenn==
E [[1532]] e tapas Gustav Vasa ar galloud. E penn un arme peizanted e oa. Dont a reas a-benn da gadarnaat dizalc'hidigezh Sveden diouzh [[Danmark]], ha lakaat a reas ar brotestantiezh da relijion vroadel. War an harzoù etre Sveden ha Danmark e oa Småland ha gwall dizhet e voe pa zivizas ar roue e vefe berzet ar c'henwerzh a-dreuz an harzoù. An doare ma voe cheñchet an iliz ha kresk an tailhoù a lakaas ivez ar beizanted da sevel a-enep dezhañ. E [[1536]] e voe aozet ur prosez a-enep Nils Dacke peogwir en doa lazhet ur pennboliser hag ur c'hastiz dek ejen da baeañ a bakas.

==Brezel Dacke ==
==Brezel Dacke ==
[[Skeudenn:Gustav Vasa triumphs 4.jpg|thumb|right|200px|Ar roue Gustav I hag e arme o vont da vrezeliñ a-enep ar beizanted kaset gant Dacke]]
[[Skeudenn:Gustav Vasa triumphs 4.jpg|thumb|right|200px|Ar roue Gustav I hag e arme o vont da vrezeliñ a-enep ar beizanted kaset gant Dacke]]
E miz Even [[1542]] e krogas an emsavadeg pa voe lazhet pennboliserien ha dastumerien tailhoù. Gustav Vasa a soñjas dezhañ ne oa ket ar beizanted stourmerien galet hag e voe kaset soudarded diwar c'hopr da vougañ an emsavadeg. Met ne zeuas ket a-benn al [[lanskan]]ed alaman da vezañ trec'h e koadeier Sveden ha lakz a nezho a varvas. [[Arbalastr]]où eo a veze implijet gant ar beizanted ha da-heul trec'h Dacke en em ledas an emsavadeg e proviñsoù su Sveden. Ken start e oa an traoù ken e rankas ar roue goulenn un arsav-brezel a voe sinet d'an [[8 a viz Du]]. E-pad an arsav-brezel en em gavas Dacke e penn su Sveden. Broioù alla ginnigas skoazell, nac'het e voe gantañ. Aotreet e voe ar c'henwerzh etre an daou du eus an harzoù en-dro, ha diazezet en-dro ivez an Iliz katolik.

E miz Genver [[1543]] e voe kaset muioc'h a soudarded gant ar roue. Gant propaganda ar roue e krogas ivez ar boblañs da gaout disfiz diouzh Dacke. Un emgann taer a voe e miz Meurzh 1543. Trec'het e voe lu ar beizanted, mouget an emsavadeg ha gloazet Dacke da vat.

Stumm eus an 10 Gen 2019 da 22:43

Delwenn da Nils Dacke e Virserum

Nils Dacke (marvet e 1543) a voe e penn un emsavadeg peizanted a c'hoarvezas er XVIvet kantved e Småland, e su Sveden. Anavezet eo an emsavadeg-se gant an anv Brezel Dacke (svedeg: Dackefejden). Stourm a reas ar beizanted a-enep ar roue Gustav Iañ Vasa. Brezel diabarzh pouezusañ Sveden e voe ha gallout a raje ar roue bezañ bet skarzhet ma vije bet trec'h ar beizanted.

Kendestenn

E 1532 e tapas Gustav Vasa ar galloud. E penn un arme peizanted e oa. Dont a reas a-benn da gadarnaat dizalc'hidigezh Sveden diouzh Danmark, ha lakaat a reas ar brotestantiezh da relijion vroadel. War an harzoù etre Sveden ha Danmark e oa Småland ha gwall dizhet e voe pa zivizas ar roue e vefe berzet ar c'henwerzh a-dreuz an harzoù. An doare ma voe cheñchet an iliz ha kresk an tailhoù a lakaas ivez ar beizanted da sevel a-enep dezhañ. E 1536 e voe aozet ur prosez a-enep Nils Dacke peogwir en doa lazhet ur pennboliser hag ur c'hastiz dek ejen da baeañ a bakas.

Brezel Dacke

Ar roue Gustav I hag e arme o vont da vrezeliñ a-enep ar beizanted kaset gant Dacke

E miz Even 1542 e krogas an emsavadeg pa voe lazhet pennboliserien ha dastumerien tailhoù. Gustav Vasa a soñjas dezhañ ne oa ket ar beizanted stourmerien galet hag e voe kaset soudarded diwar c'hopr da vougañ an emsavadeg. Met ne zeuas ket a-benn al lanskaned alaman da vezañ trec'h e koadeier Sveden ha lakz a nezho a varvas. Arbalastroù eo a veze implijet gant ar beizanted ha da-heul trec'h Dacke en em ledas an emsavadeg e proviñsoù su Sveden. Ken start e oa an traoù ken e rankas ar roue goulenn un arsav-brezel a voe sinet d'an 8 a viz Du. E-pad an arsav-brezel en em gavas Dacke e penn su Sveden. Broioù alla ginnigas skoazell, nac'het e voe gantañ. Aotreet e voe ar c'henwerzh etre an daou du eus an harzoù en-dro, ha diazezet en-dro ivez an Iliz katolik. E miz Genver 1543 e voe kaset muioc'h a soudarded gant ar roue. Gant propaganda ar roue e krogas ivez ar boblañs da gaout disfiz diouzh Dacke. Un emgann taer a voe e miz Meurzh 1543. Trec'het e voe lu ar beizanted, mouget an emsavadeg ha gloazet Dacke da vat.

Marv Dacke

En hañv 1543 e voe lazhet Dacke er c'hoadeier a oa d'ar mare-se e-kichen harzoù Sveden ha Danmark (proviñsoù Småland ha Blekinge hiziv an deiz). Diframmet e voe e gorf ha lakaet war ziskouez el lec'hioù ma oa savet a-du an dud gantañ. Da-heul an emsavadeg e cheñchas emzalc'h ar roue e-kenver e sujidi, ha nebeutoc'h a soudarded estren diwar c'hopr a voe degemeret en arme.

Gwelout ivez