Diforc'hioù etre adstummoù "Mennonidi"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D
→‎top : replaced: s S → s S (3), , → , using AWB
D (→‎top : replaced: s S → s S (3), , → , using AWB)
Graet e vez '''Mennonidi''' eus strolladoù kristen ezel eus kumuniezh an ilizoù [[Advadezour]] hag anvet diwar anv [[Menno Simons]] ([[1496]]–[[1561]]) eus Bro-Friz a oa , d'ar mare-se, ul lodenn eus an [[Impalaeriezh Roman Santel]]. Dre e skridoù e roas Simons o stumm da gelennadurezhioù an diazezourien suis kentañ.
 
Kelennadurezhioù kentañ ar vennonidi a oa diazezet war ur gredenn e kefridi ha ministrerezh Jezus a dalc'he an advadezourien gentañ start outi gant kalz a c'hred daoust d'an heskinerezh kement a-berzh stadoù katolik ha protestant. Kentoc'h eget emgannañ e oa gwelloc'h d'ar gredourien-se divroañ da broioù ma oa digoroc'h an tiegezhioù a rene d'o c'hredenn diazez er vadeziant emskiant. A-hed ar bloavezhioù e teuas ar vennonidi da vezañ gwelet evel an ilizoù peoc'hgarour istorel abalamour d'o emouestl e-keñver ar beoc'hgarouriezh<ref>{{en}}{{cite web|url=http://www.gameo.org/encyclopedia/contents/H59ME.html|title=Historic Peace Churches|publisher=Global Anabaptist Mennonite Encyclopedia Online|accessdate=12 a viz Genver 2013}}</ref>.
Un iliz mennonat vihan a gaver bepred en [[Izelvroioù]] ma oa bet ganet [[Menno Simons]].
 
Ar [[Mennonite Disaster Service]],<ref>{{cite web|url=http://www.mds.mennonite.net/|title=Mennonite Disaster Service|accessdate=May 30, 2007}}</ref> lec'hiet en Amerika an Norzh, a zegas sikour trumm ha war hir dermen pa vez korventennoù, dour-beuz ha gwallreuzioù all. Ar [[Mennonite Central Committee]] a zegas ivez sikour trumm er bed a-bezh pa vez gwallreuzioù ha ren a ra raktresoù diorroadur e meur a vro.
 
Abaoe lodenn ziwezhañ an XXvet kantved en toullad strolladoù Mennonat a vez engouestlet e stourmoù evit ar peoc'h hag ar justis sokial.D+Sikouret o deus da ziaezañ [[Christian Peacemaker Teams]] hag ar Mennonite Conciliation Service.<ref>{{cite web|url=http://conciliationserv.mennonite.net/|title=Mennonite Conciliation Service|accessdate=May 30, 2007}}</ref>
 
===Daveoù===
12 657

modifications

Lañser merdeiñ