Kerne : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Tachenn: replaced: n d → n d using AWB
Linenn 5: Linenn 5:

==Tachenn==
==Tachenn==
En em astenn a ra en div drederenn eus Su [[Penn-ar-Bed]], met un nebeud [[kumun|kumunioù]] eus ar [[Mor-Bihan]] (tro-dro da [[Gourin|C'hourin]]) hag un toullad brav a gumunioù eus [[mervent]] [[Aodoù-an-Arvor]] (adalek [[Mur]] betek [[Menez Are]]) zo e Kerne ivez. [[Kêr-benn]] ar [[Kontelezh|gontelezh kozh]] hag an eskopti eo [[Kemper]]. Sellet e vez ouzh [[Brezhoneg Kerne|brezhoneg Kerne]] evel ouzh unan eus an teir [[rannyezh]] a ya d'ober ar c'h[[KLT]] (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).

[[Image:Flag-Pays-Cornouaille.png|thumb|180px|right|[[Banniel Bro Gerne]]]]
[[Image:Flag-Pays-Cornouaille.png|thumb|180px|right|[[Banniel Bro Gerne]]]]

Stumm eus an 10 Gen 2019 da 19:42

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bro-WenedBro-WenedBro-GernevBro-LeonBro-DregerBro-Sant-BriegBro-Sant-MaloùBro-NaonedBro-ZolBro-RoazhonMeurvor Atlantel
  • ██ Lec'hiadur Bro-Gernev e Breizh
  • Kerne (pe Kernev), Bro-Gerne (pe Bro-Gernev) a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. Kerneviz a vez graet eus an dud.

    Tachenn

    En em astenn a ra en div drederenn eus Su Penn-ar-Bed, met un nebeud kumunioù eus ar Mor-Bihan (tro-dro da C'hourin) hag un toullad brav a gumunioù eus mervent Aodoù-an-Arvor (adalek Mur betek Menez Are) zo e Kerne ivez. Kêr-benn ar gontelezh kozh hag an eskopti eo Kemper. Sellet e vez ouzh brezhoneg Kerne evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'hKLT (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).

    Banniel Bro Gerne

    Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini Kernev-Veur : "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e Galia (Domnonea, da skouer, Devon). E latin e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".

    Istor

    Brezhoneg

    E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 2 126 skoliad (6,00 % eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)

    Kerne-Izel, Kerne-Uhel

    Dre vras e vez graet Kerne-Izel eus an arvor, gant ar Vro-C'hlazig, ha Kerne-Uhel eus an argoad.

    Kerne hiziv

    218 kumun a zo e Bro-Gerne an deiz hiziv (Niveradeg 2007 : 477 308 a annezidi[1]. Gorread : 5 975 km²).

    Liammoù

    Notennoù ha daveennoù

    1. Lec'hienn Geobreizh (br)
    Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.