Anna Maria Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: , → , using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Anna Maria Sforza.jpg|thumb|Anna Sforza]]
[[Skeudenn:Anna Maria Sforza.jpg|thumb|Anna Sforza]]
[[Anna Maria Sforza]], ganet e [[Milano]] d'an [[21 a viz Gouhere]] [[1476]], ha marvet d'an [[2 a viz Kerzu]] [[1497]], a oa [[merc'h]] da [[Galeazzo Maria Sforza]], dug [[Milano]], ha da [[Bona di Savoia]]. [[Merc'h-vihan]] e oa, a-berzh he zad, da [[Bianca Maria Visconti|Vianca Maria Visconti]], diwezhañ diskennadez eus lignez duged [[Visconti]] Milano , ha da [[Francesco Sforza]]. A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da [[Ludovico di Savoia]], dug [[Savoia]].
[[Anna Maria Sforza]], ganet e [[Milano]] d'an [[21 a viz Gouhere]] [[1476]], ha marvet d'an [[2 a viz Kerzu]] [[1497]], a oa [[merc'h]] da [[Galeazzo Maria Sforza]], dug [[Milano]], ha da [[Bona di Savoia]]. [[Merc'h-vihan]] e oa, a-berzh he zad, da [[Bianca Maria Visconti|Vianca Maria Visconti]], diwezhañ diskennadez eus lignez duged [[Visconti]] Milano, ha da [[Francesco Sforza]]. A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da [[Ludovico di Savoia]], dug [[Savoia]].


== He dimeziñ ==
== He dimeziñ ==

Stumm eus an 10 Gen 2019 da 19:07

Anna Sforza

Anna Maria Sforza, ganet e Milano d'an 21 a viz Gouhere 1476, ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1497, a oa merc'h da Galeazzo Maria Sforza, dug Milano, ha da Bona di Savoia. Merc'h-vihan e oa, a-berzh he zad, da Vianca Maria Visconti, diwezhañ diskennadez eus lignez duged Visconti Milano, ha da Francesco Sforza. A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da Ludovico di Savoia, dug Savoia.

He dimeziñ

Ne oa nemet bloaz pa voe prometet da zimeziñ da Alfonso I d'Este, mab Ercole Iañ, Dug Ferrara.[1]. Liammet e oa an tiegezhioù Sforza, eus Milano, ha d'Este, eus Ferrara : hec'h eontr, Ludovico Sforza, a oa dimezet da Veatrice d'Este, ur verc'h da Ercole Iañ. D'ar 17 a viz Genver 1491 e voe graet an eured, pa oa 15 vloaz an daou zen nevez.

He c'hoar Bianca Maria Sforza a zimezas d'an Impalaer santel Masimilian Iañ, ar paotr a oa bet kefrisa Anna Vreizh.

He marv

Dougerez e voe, ha mervel a reas he bugel kerkent ha ganet d'an 2 a viz Kerzu 1497. Mervel a reas ar vamm prestik goude, pa oa 21 bloaz.

Ne gemeras ket perzh he gwaz en obidoù e wreg dre ma oa debret e zremm gant kleñved Naplez, a oa moarvat pennkaoz da varv e wreg[2]. Beziet e voe e manati San Vito, pa oa madoberourez anezhañ.

Gant he marv e voe torret da vat an ere etre an tiegezhioù Sforza hag Este. Addimeziñ a reas Alfoñs da Lucrezia Borgia, merc'h ar pab, ha pemp mab en doe.

Notennoù

  1. Italica
  2. Sarah Bradford. Lucrezia Borgia. Milano, Mondadori, 2005. ISBN 88-04-55627-7


Buhezskrid

Liamm diavaez

Poltredoù Anna Maria Sforza