Gian Maria Visconti : diforc'h etre ar stummoù
D Bot: Migrating 14 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q456902 (translate me) |
|||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
==E vuhez== |
==E vuhez== |
||
Trizek vloaz ne oa ken pa varvas an dug, e dad, e 1402, ha pa voe anvet da zug. E vamm a renas en e lec'h. Bec'h a savas kenkent en douaroù a oa bet aloubet gant an tad er bloavezhioù a-raok. Kemeret e voe ar galloud |
Trizek vloaz ne oa ken pa varvas an dug, e dad, e 1402, ha pa voe anvet da zug. E vamm a renas en e lec'h. Bec'h a savas kenkent en douaroù a oa bet aloubet gant an tad er bloavezhioù a-raok. Kemeret e voe ar galloud gant [[Facino Cane]] [[condottiero]] brudet. Gouzout a reas c'hoari war grizded Gian Maria, a roas urzh da vac'hañ e vamm e [[Monza]], er c'hastell a oa bet profet dezhi 24 bloaz a-raok, da zeiz hec'h eured, gant an dug he fried. Eno e varvas-hi goude daou viz, d'ar 17 a viz Here 1404, diwar gontamm moarvat. |
||
Dimeziñ a reas Gian Maria e 1408 da [[Antonia Malatesta]], merc'h da [[Carlo Iañ Malatesta|Carlo Iañ]], aotrou [[Rimini]]. |
Dimeziñ a reas Gian Maria e 1408 da [[Antonia Malatesta]], merc'h da [[Carlo Iañ Malatesta|Carlo Iañ]], aotrou [[Rimini]]. |
||
Brudet e oa chas an dug, savet da lazhañ tud. Kement-se ne viras ket outañ a vezañ lazhet e 1412, dirak iliz [[San Gottardo, Milano|San Gottardo]], gant [[Gibelined]], tra ma oa klañv |
Brudet e oa chas an dug, savet da lazhañ tud. Kement-se ne viras ket outañ a vezañ lazhet e 1412, dirak iliz [[San Gottardo, Milano|San Gottardo]], gant [[Gibelined]], tra ma oa klañv Facino Cane e [[Pavia]]. |
||
E vreur [[Filippo Maria Visconti]] a voe dug war e lerc'h. Facino Cane en doa lakaet e ofiserien da douiñ reiñ dezhañ o skoazell. |
E vreur [[Filippo Maria Visconti]] a voe dug war e lerc'h. Facino Cane en doa lakaet e ofiserien da douiñ reiñ dezhañ o skoazell. |
Stumm eus an 10 Gen 2019 da 16:53
Gian Maria Visconti pe Giovanni Maria Visconti (7 a viz Gwengolo 1388 – 16 a viz Mae 1412) a oa eil dug Milano er XVvet kantved. Mab e oa d'an dug Gian Galeazzo Visconti (1351-1402) ha da Caterina Visconti (1360-1404) .
E vuhez
Trizek vloaz ne oa ken pa varvas an dug, e dad, e 1402, ha pa voe anvet da zug. E vamm a renas en e lec'h. Bec'h a savas kenkent en douaroù a oa bet aloubet gant an tad er bloavezhioù a-raok. Kemeret e voe ar galloud gant Facino Cane condottiero brudet. Gouzout a reas c'hoari war grizded Gian Maria, a roas urzh da vac'hañ e vamm e Monza, er c'hastell a oa bet profet dezhi 24 bloaz a-raok, da zeiz hec'h eured, gant an dug he fried. Eno e varvas-hi goude daou viz, d'ar 17 a viz Here 1404, diwar gontamm moarvat.
Dimeziñ a reas Gian Maria e 1408 da Antonia Malatesta, merc'h da Carlo Iañ, aotrou Rimini.
Brudet e oa chas an dug, savet da lazhañ tud. Kement-se ne viras ket outañ a vezañ lazhet e 1412, dirak iliz San Gottardo, gant Gibelined, tra ma oa klañv Facino Cane e Pavia.
E vreur Filippo Maria Visconti a voe dug war e lerc'h. Facino Cane en doa lakaet e ofiserien da douiñ reiñ dezhañ o skoazell.
En e raok Gian Galeazzo Visconti |
Gian Maria Visconti Dug Milano 1402-1412 |
War e lerc'h Filippo Maria Visconti |