Ourgouilh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →Krennlavar: kempenn, replaced: [[rummad: → [[Rummad: (2) using AWB |
|||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
[[Image:YoshiOldwoman.jpg|thumb|right|220px|Ar [[barzh|varzhez]] [[Ono no Komachi]] o prederiañ diwar-benn an ourgouilh hag ar rogoni he devoa ouzh hec'h amourouzien pa oa yaouank ha koant. ([[Ukiyo-e]] "''Cem aspectos da Lua''", número 7 de [[Tsukioka Yoshitoshi]] - [[1886]])]] |
[[Image:YoshiOldwoman.jpg|thumb|right|220px|Ar [[barzh|varzhez]] [[Ono no Komachi]] o prederiañ diwar-benn an ourgouilh hag ar rogoni he devoa ouzh hec'h amourouzien pa oa yaouank ha koant. ([[Ukiyo-e]] "''Cem aspectos da Lua''", número 7 de [[Tsukioka Yoshitoshi]] - [[1886]])]] |
||
[[Image:France Chartres Cathedral Pride.jpg|thumb|right|200px|Skeudenn al lorc'h ouzh |
[[Image:France Chartres Cathedral Pride.jpg|thumb|right|200px|Skeudenn al lorc'h ouzh porched ar c'hreisteiz en iliz-veur [[Chartres]], e [[Bro-C'hall]].]] |
||
An '''ourgouilh''', pe al ''' lorc'h''', unan eus ar [[seizh pec'hed kapital]] hervez an [[Iliz katolik]], eo |
An '''ourgouilh''', pe al ''' lorc'h''', unan eus ar [[seizh pec'hed kapital]] hervez an [[Iliz katolik]], eo soñj an den a gav dezhañ eo uheloc'h e dalvoudegezh eget hini ar re all. |
||
An dud lorc'hus ne vezont ket karet dre ma vezont faeus ouzh ar re all. |
An dud lorc'hus ne vezont ket karet dre ma vezont faeus ouzh ar re all. |
Stumm eus an 10 Gen 2019 da 12:05
An ourgouilh, pe al lorc'h, unan eus ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo soñj an den a gav dezhañ eo uheloc'h e dalvoudegezh eget hini ar re all.
An dud lorc'hus ne vezont ket karet dre ma vezont faeus ouzh ar re all.
Gerioù niverus
Niverus a-walc'h eo ar gerioù a denn d'an ourgouilh, marteze dre ma n'eo ket ur si peurdianav d'ar vrezhonegerien.
Ouzhpenn ar gerioù ourgouilh ha lorc'h (pe lorc'hentez) e kaver :
- ar balc'hder
- ar bosac'h
- ar rogoni,
- an uhelegezh.
Vertuz enebet
Ouzh an ourgouilh ec'h eneber an uvelded, pe an izelegezh, vertuzioù priziet er gatoligiezh.
Troioù-lavar
Eus un den leun a ourgouilh e larer alies
- e vramm uheloc'h eget e revr
- ez eo uhel ar c'haoc'h en e revr
- ez eo uhel an tamm gantañ
Troet eo an den lorc'hus da vrabañsal, pe da fougeal, da fogasiñ, ha neuze e lavarer diwar e benn
- e kan re uhel e gilhog
- ez eus un ton ennañ
- ez eo ur sac'h-c'hwezh pe ur sac'h-kaoc'h
- ez eo c’hwezet evel un touseg
Krennlavar
- Lorc'hig voan, Muioc'h a voged evit a dan.