Armañs ar C'halvez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: r b → r b using AWB
Linenn 22: Linenn 22:
}}
}}

'''Armañs ar C'halvez''' (''Armand Le Calvez'' hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e [[Kemper-Gwezhenneg]] d'an [[29 a viz Eost]] [[1921]] ha marvet e [[Lannuon]] d'ar [[4 a viz C'hwevrer]] [[1972]], a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].

Stumm eus an 8 Gen 2019 da 17:16

Armañs ar C'halvez
Armañs ar C'halvez
Armañ ar C'halvez, rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.
Ganedigezh d'an 29 a viz Eost 1921
e Kemper-Gwezhenneg
Marv d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972
e Lannuon
Yezh skrivañ brezhoneg ha galleg

Armañs ar C'halvez (Armand Le Calvez hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e Kemper-Gwezhenneg d'an 29 a viz Eost 1921 ha marvet e Lannuon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972, a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e Ploueg-ar-Mor, e Goueloù, Skol Sant Erwan, eus 1958 da 1961.

Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel Kembre, ar Friz pe ar Schleswig-Holstein. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor. Embannet eo bet e dezenn e stumm ul levr galleg, gant e di-emban, Skol, e 1970, hag anvet e oa "Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles".

Krouiñ a reas Wanig ha Wenig, ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel Skol, ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan hag an hentenn-deskiñ Herve ha Nora.

Kamarad e oa da Glerg, hag eveltañ en devoa desket kembraeg. Anvet e oa bet da aluzener e skolaj Bossuet e Lannuon.

Beziet eo e Kemper-Gwezhenneg e-lec'h ma oa bet ganet ha bet kure.

Oberennoù

  • Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles. Histoire, littérature, enseignement, Lannuon 1970.
  • Herve ha Nora, hentenn da zeskiñ brezhoneg. Skol, 1972. 4 levrig. Embannet dre offset da gentañ, moulet goude;
  • Skol, kelaouenn krouet gantañ.
  • Gwir Vretoned, un teskad kanaouennoù.