Lan Inizan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: a v → a v using AWB
Linenn 21: Linenn 21:
| lec'hienn =
| lec'hienn =
}}
}}
'''Lan Inizan'''<ref>E deroù doare ''Toull al Lakez'' embannet e [[1930]] e c'heller lenn an notenn da-heul : (1). — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d'eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun ''S'' ha neket gant eur ''Z''.</ref>, ''Allain-Marie Inisan'' er marilh, ganet e [[Gwinevez]] d'an [[23 a viz Du]] 1826<ref>Marilhoù ar gumun evit 1826, diellaoueg Penn-ar-Bed</ref> ha marvet eno ivez d'ar [[5 a viz Eost]] 1891<ref>Marilhoù ar gumun evit 1891, diellaoueg Penn-ar-Bed</ref>, zo ur beleg ha skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c'hentañ romant brezhonek embannet.
'''Lan Inizan'''<ref>E deroù doare ''Toull al Lakez'' embannet e [[1930]] e c'heller lenn an notenn da-heul : (1). — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d'eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun ''S'' ha neket gant eur ''Z''.</ref>, ''Allain-Marie Inisan'' er marilh, ganet e [[Gwinevez]] d'an [[23 a viz Du]] 1826<ref>Marilhoù ar gumun evit 1826, diellaoueg Penn-ar-Bed</ref> ha marvet eno ivez d'ar [[5 a viz Eost]] 1891<ref>Marilhoù ar gumun evit 1891, diellaoueg Penn-ar-Bed</ref>, zo ur beleg ha skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c'hentañ romant brezhonek embannet.


==E vuhez==
==E vuhez==

Stumm eus an 8 Gen 2019 da 15:44

Lan Inizan
Lan Inizan
Anv ofisiel Allain-Marie Inisan
Anv pluenn Lan Inizan
Obererezh Beleg, romantour
Ganedigezh e 1826
e Gwinevez, Breizh Breizh
Marv e 1891
e Gwinevez, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Buhez Sant Fransez Asiz
Emgann Kergidu
Toull al Lakez

Lan Inizan[1], Allain-Marie Inisan er marilh, ganet e Gwinevez d'an 23 a viz Du 1826[2] ha marvet eno ivez d'ar 5 a viz Eost 1891[3], zo ur beleg ha skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c'hentañ romant brezhonek embannet.

E vuhez

Genidik e oa eus Gwinevez e Bro-Leon. Beleget e voe d'ar 14 a viz Mezheven 1851 hag anvet da gure Gwikourvest d'an 28 a viz Mezheven da-heul. Mont a reas da berson e-pad 10 vloaz a-raok distreiñ da di e dud ma chomas 4 bloaz. E 1865 ez eas da Normandi da gelenner, ur vicher a reas 4 bloaz a-raok bezañ anvet da berson eno e 1869. E 1871 e welas ar Brusianed o tegouezhout. E 1874 e oa o kelenn e Gwengamp. E 1874 ez eas da berson da Winevez ma varvas e 1891. Butuner bras, teod-lemm hep aon gant sevel cheu d'an dud ha gant soñjoù roueelour don, kement-mañ a harzas outañ da vont pelloc'h war ar vicher ha chomet e oa tri bloavezh, a 1871 da 1874, hep parrez ebet. D'ar c'houlz-hont eo e krogas e penn e bluenn evit skrivañ e-pad e amzer vak. Ar brezhoneg a zeu gantañ en e skridoù a zo ur brezhoneg bev-buhezek met aes da lenn anezhañ. Nebeut a oberennoù a zo bet sevenet gant Lan Inizan met e bennoberenn Emgann Kergidu hag a oa bet gwerzhet mat pa oa bev an aozour c'hoazh a chom hiziv an deiz ur romant a bouez el lennegezh vrezhonek.

Embannadur kentañ Emgann Kergidu e 1878

Oberennoù

  • Toull al Lakez, un danevell varzhus embannet e 1874.
  • Emgann Kergidu, ur romant embannet e div levrenn e 1877 ha 1878, pennoberenn Lan Inizan, ar romant kentañ embannet en istor al lennegezh vrezhonek ha berzh a reas e-touesk an dud. Skrivet eo en ur brezhoneg pinvidik-mor. Ennañ e kaver istor an emgannoù a enebas ar Chouaned ouzh ar Republikaned e-pad an Dispac'h Bras, e Gorre-Leon.
  • Buhez Sant Frañsez Asiz, un danevell eus buhez ar sant, embannet war-lerc'h marv Lan Inizan, e 1898. Levezoniñ a reas Buhez ar Sent Yann-Vari Perrot. Adembannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1942, reizhet ha kresket gant an Tad Eujen a Wengad.

Ereoù diavaez

Notennoù ha daveoù

  1. E deroù doare Toull al Lakez embannet e 1930 e c'heller lenn an notenn da-heul : (1). — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d'eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun S ha neket gant eur Z.
  2. Marilhoù ar gumun evit 1826, diellaoueg Penn-ar-Bed
  3. Marilhoù ar gumun evit 1891, diellaoueg Penn-ar-Bed
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Lan Inizan.