Bernez Tangi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: n s → n s (2) using AWB
Linenn 65: Linenn 65:


====Pladennoù====
====Pladennoù====
* Meur a ganaouenn savet gantañ er bladenn [[Storlok]] e 1972.
* Meur a ganaouenn savet gantañ er bladenn [[Storlok]] e 1972.
* ''Kest al lec'h'' (kasedig), (1990) e gasedig kentañ.
* ''Kest al lec'h'' (kasedig), (1990) e gasedig kentañ.


Linenn 84: Linenn 84:


====Liammoù diavaez====
====Liammoù diavaez====
*[http://www.bernez-tangi.com www.bernez-tangi.com]
*[http://www.bernez-tangi.com www.bernez-tangi.com]
*[http://www.dailymotion.com/video/xo0wlm_bernez-tangi-ha-yon-gouez-gwerz-ar-skinwell-e-breizh_news Gwerz ar skinwel e Breizh (25/01/2012)]
*[http://www.dailymotion.com/video/xo0wlm_bernez-tangi-ha-yon-gouez-gwerz-ar-skinwell-e-breizh_news Gwerz ar skinwel e Breizh (25/01/2012)]
*Atersadenn gant Bernez Tangi war gKaouenn.net [http://www.kaouenn.net/?q=br/node/32]
*Atersadenn gant Bernez Tangi war gKaouenn.net [http://www.kaouenn.net/?q=br/node/32]

Stumm eus an 8 Gen 2019 da 10:19

  • Arabat droukveskañ e anv gant hini Bernard Tanguy, klasker er CNRS. .
Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h

Bernez Tangi, ganet e Karanteg (Breizh), e 1949, zo ur barzh , kaner ha livour breizhat. Brezhoneger a-vihanik eo, ha divizet en doa mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Gant Denez Abernot hag un nebeut sonerien all en doa savet ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980). 

Embannet eo bet gant Mouladurioù Hor Yezh-Skrid

Fulennoù an Tantad er bloavezh 1987 (Priz Imram)

ha Rod an Avelioù er bloavezh 2001. 

E 1988, e sav ur film-berr evit ar skinwel : An heliko a ya kuit

da beder eur. 

Savet en doa ur c’hasedig e-unan er bloavezh 1990,

Kest al lec’h e anv hag ur bladenn-arc’hant,

Eured an diaoul (2001) e ti An Naer. 

War-lerc’h Karaez e 1999 ez eus tu da welet diskouezadeg klok

e daolennoù e Ti ar Vro e Kemper e miz Ebrel 2009. 

E varzhonegoù ’zo bet troet en un dek yezh estren bennak

ha studiet int er skolaj, lise ha skol-veur (lituaneg, alamanteg,

polskeg, saozneg, izelvroeg…). 

Pedet eo alies evit dont da lenn e destennoù er broioù estren

(Bro-Polska, 2008 ; Reykjavik, 2007 ; Berlin, 2005 ; Vilnius,

2004) 

Er bloavezh 2003 eo bet dibunet e varzhonegoù war al leurenn

e Kemperle gant Soïg Sibéril ha Nolwenn Korbell. 

E 2005 ez eus bet embannet gant kevredigezh Tarv Ruz

un dastumad eus e varzhonegoù troet e galleg

evit ar wech kentañ dindan an titl Chien de Feu. 

E 2009 e teu er-maez e bladenn ziwezhañ Lapous an tan,

e ti Tarv Ruz. 

E C'hwevrer 2016, eo bet embannet gant Skrid

e romant kentañ : 1973.

Prizioù

Nac'het en deus Bernez Tangi priz Du-mañ Du-se roet gant France 3 Ouest dezhañ abalamour d'e zastumad barzhonegoù Rod an Avelioù en 2001, rak c'hoant en devoa bet da sevel e vouezh da ziskuliañ an nebeud a blas hag a don a vez roet d'ar brezhoneg er media Stad. E 1986 ez eo deuet gantañ ar priz Imram hag a vez roet bep bloaz d'ur skrivagner brezhonek.

Oberennoù

  • Fulennoù an tantad hag a zo bet embannet gant Skrid, 1987. Un dastumad
  • Rod an Avelioù, Lezneven : Hor Yezh (2001)
  • Chien de feu, Tarv Ruz, 2005. Un dibab eus e varzhonegoù troet e galleg. Ul levr hag ur bladenn arc'hant a zo, gantañ o tibuniñ e varzhonegoù e brezhoneg.
  • Ar Saouzanenn, barzhonegoù, 2010, Skrid. Priz Langleiz 2011.
  • 1973, romant, Skrid, 2015

Pladennoù

  • Meur a ganaouenn savet gantañ er bladenn Storlok e 1972.
  • Kest al lec'h (kasedig), (1990) e gasedig kentañ.
  • Eured an diaoul, An Naer Produksion, (2002). Setu ar c'hanaouennoù e c'heller kavout war ar bladenn-mañ :
    • 1 Emgann Kergidu - 3'37
    • 2 Diwall ! Ospital ! - 3'12
    • 3 Gwerzh ar vañsonerien - 6'09
    • 4 Gavotenn ar c'hoarierien biz-meud - 6'06
    • 5 Gwennili - 3'48
    • 6 Nedeleg war Portobello Road - 6'18
    • 7 Gwerz an naon du - 6'23
    • 8 Eured an Diaoul - 5'10
    • 9 Kilhet - 6'57
    • 10 Ba'r meskach - 6'13
    • 11 Patrom sillabus – 7'36* Fulennoù an tantad, Skrid (1987)
  • Lapous an tan, Ebrel 2009 [Tarv Ruz - CD TR 02].

Liammoù diavaez