Kevredigezh ar Broadoù : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Restr:Flag of the League of Nations (1939–1941).svg|thumb|Banniel Kevredigezh ar Broadoù.]] |
[[Restr:Flag of the League of Nations (1939–1941).svg|thumb|Banniel Kevredigezh ar Broadoù.]] |
||
[[File:League_of_Nations_Anachronous_Map.PNG| Kevredigezh ar Broadoù hag ar broioù ezel anezhi.]] |
[[File:League_of_Nations_Anachronous_Map.PNG| thumb| Kevredigezh ar Broadoù hag ar broioù ezel anezhi.]] |
||
'''Kevredigezh ar Broadoù'''<ref>Kevredigezh ar broadoù, ''Istor, Trede klask'', Eil derez Diwan p 26</ref> (SDN pe SdN<ref>implijet e vez an daou : [http://www.un.org/cyberschoolbus/bookstor/kits/french/unintro/unintro3.htm SDN sur le site de l’ONU], [http://atilf.atilf.fr/dendien/scripts/tlfiv5/visusel.exe?62;s=2556914325;r=5;nat=;sol=1; SDN war lec'hienn an atilf], [http://www.droitshumains.org/GE/ch-ge-onu_06.htm SdN ha SDN war droitshumains.org], [http://www.unog.ch/80256EE60057D930/(httpPages)/8C989922E1DBC95980256EF8005048CA?OpenDocument&cntxt=02288&cookielang=fr SdN e dielloù ofis ar Broadoù-Unanet e Genève]</ref>) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul [[Feur-emglev Versailhez]] e [[1919]], savet e-unan e-pad [[Kuzuliadeg peoc'h Pariz (1919)|Kuzuliadeg peoc'h Pariz]], da wareziñ ar [[peoc'h]] en [[Europa]] goude ar [[Brezel-bed kentañ]]. |

Stumm eus an 6 Gen 2019 da 17:32
Kevredigezh ar Broadoù[1] (SDN pe SdN[2]) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul Feur-emglev Versailhez e 1919, savet e-unan e-pad Kuzuliadeg peoc'h Pariz, da wareziñ ar peoc'h en Europa goude ar Brezel-bed kentañ.
Palioù an SdN a oa an dizarmañ, mirout ouzh ar brezelioù a-drugarez da bennaenn ar surentez voutin, diskoulmañ an dizemglevioù dre zivizoù etre ar c'hostezennoù ha dre wellaat kalite ar vuhez.
Emedo e sez e Genève, er Palez Wilson ha goude e Palez ar Broadoù[3], ha kemeret e oa he lerc'h e 1945 gant Aozadur ar Broadoù Unanet.
Istor
An hini en doa atizet ar Stadoù all da sevel an SdN e oa prezidant ar Stadoù-Unanet, Woodrow Wilson, bet kelenner war skiantoù ar politikerezh e Princeton.
Hervez e ziefennadur e oa an diplomatiezhkuzh pennkaoz d'ar Brezel-bed kentañ ha ret e oa da Gevredigezh ar Broadoù stourm outi. 14vet mellad Wilson a oa eta diazez Kevredigezh ar Broadoù. Koulskoude e votas sened ar Stadoù-Unanet a-enep ma teufe o bro da vezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù abalamour ma nac'he peurwiriekaat skrid-emglev Versailhez hag ar Stadoù-Unanet ne voent ket ezel anezhi morse. Etre an daou vrezel e oa kuitaet an SDN gant an URSS , an Alamagn nazi, Impalaeriezh Bro-Japan (e 1933) hag Italia (e 1937). Paul Hymans a zeuas da vezañ he c'hentañ Prezidant e 1920.
Emzalc'h broioù zo
Setu perak e oa bet gwellet :
- Brazil o kuitaat an aozadur e 1926,
- Japan, a oa bet displijet gant ar binijenn roet dezhi goude bezañ aloubet Mandchouria, he deus kuitaet an SDN e 1932.
- Goude bezañ tremenet hebiou ar pinijennoù he doa bet abalamour da vrezel Etiopia he deus kuitaet Italia an SDN.
- Kenkent a 1933 e tilezas Alamagn Hitler an SDN.
Ne c’hellas ket an SDN mont :
- a ene pan adarmañ en Alamagn e 1934,
- nag a enep an adsoudardañ e Rheinland e 1936,
- nag a enep an Anschluss e 1938, hag a stage Aostria da Alamagn;
- a enep diskar Tchekoslovakia goude emglev München.
E 1939, ne c’hellas ket stourm ouzh enkadenn Dantzig ha gasas d’an Eil Brezel Bed. Goude-se ez a kuit Bro Spagn hag URSS eus an SDN. Da heul ar c’hwitadennoù se e voe divodet an SDN e miz Ebrel 1946.
C'hwitadenn
Sellet e vez ouzh an SdN evel ur c'hwitadenn. Ar Stadoù-Unanet n'int ezel anezhi ha n'he deus ket nerzhioù armet dezhi hec'h-unan hag abalamour da se ne zeu ket a-benn da lakaat brezel Spagn da baouez ha kresk an naziegezh a zegasas an Eil Brezel-bed.
Daoust ma he deus gallet diskoulmañ un nebeut kudennoù, he deus c’hwitet an SDN peogwir n’eo ket deuet a-benn da enebiñ ouzh ar broioù bras (Italia, Japan, Alamagn, URSS…) a zo bet pennkaoz d’an Eil Brezel Bed.
Notennoù
- ↑ Kevredigezh ar broadoù, Istor, Trede klask, Eil derez Diwan p 26
- ↑ implijet e vez an daou : SDN sur le site de l’ONU, SDN war lec'hienn an atilf, SdN ha SDN war droitshumains.org, SdN e dielloù ofis ar Broadoù-Unanet e Genève
- ↑ Palez ar Broadoù gweladenn eus Palez ar Broadoù war ar gwiad