Fyodor Dostoyevskiy : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Brezhoneg e-lec'h saozneg
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5: Linenn 5:
Mab ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag ec'h echuas isletanant.

Mab ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag ec'h echuas isletanant.

Klañv e oa gant [[Drougsant|droug Sant-Yann]] abaoe e 26 vloaz. Adalek [[1842]] e labouras evit ministrerezh an Difenn evel tresour. E [[1844]] e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, ''An dud paour'', hag ec'h embannas romant [[Honoré de Balzac|Balzac]] ''Eugénie Grandet''.

Klañv e oa gant [[Drougsant|droug Sant-Yann]] abaoe e 26 vloaz. Adalek [[1842]] e labouras evit ministrerezh an Difenn evel tresour. E [[1844]] e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, ''An dud paour'', hag ec'h embannas romant [[Honoré de Balzac|Balzac]] ''Eugénie Grandet''.

E [[1849]] e voe arrestet ha [[kastiz ar marv|kondaonet d'ar marv]] abalamour ma oa ezel eus ur strollad [[frankizouriezh[frankizour]] - ar [[Kelc'h Petrachevsky|C'helc'h Petrachevsky]]. D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an [[Tsar]] hag harluet da [[Omsk]] en ur prizon [[Siberia|siberian]], e-doug pevar bloavezh. Echuiñ a reas e gastiz e [[1854]], hag anvet e voe da ofiser en ur rejimant eus Siberia.

E [[1849]] e voe arrestet ha [[kastiz ar marv|kondaonet d'ar marv]] abalamour ma oa ezel eus ur strollad [[frankizouriezh|frankizour]] - ar [[Kelc'h Petrachevsky|C'helc'h Petrachevsky]]. D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an [[Tsar]] hag harluet da [[Omsk]] en ur prizon [[Siberia|siberian]], e-doug pevar bloavezh. Echuiñ a reas e gastiz e [[1854]], hag anvet e voe da ofiser en ur rejimant eus Siberia.

E [[1857]] e timezas eno gant Maria Dmitrievna Isaieva. E [[1859]] hepken e voe adroet e ditloù noblañs dezhañ, hag aotreet e voe da embann. E [[1860]] e roas e zilez eus an arme hag e tistroas da Sant-Petersbourg.

E [[1857]] e timezas eno gant Maria Dmitrievna Isaieva. E [[1859]] hepken e voe adroet e ditloù noblañs dezhañ, hag aotreet e voe da embann. E [[1860]] e roas e zilez eus an arme hag e tistroas da Sant-Petersbourg.

E-pad meur a vloavezh e veajas dre [[Europa]]. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arc'hant dre c'hoari met berniañ a reas dle war e chouk. Un temz-spered teñval en doa.

E-pad meur a vloavezh e veajas dre [[Europa]]. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arc'hant dre c'hoari met berniañ a reas dle war e chouk. Un temz-spered teñval en doa.

Stumm eus an 2 Gen 2019 da 08:06

Fyodor Dostoyevskiy

Fyodor Mic'haylovitch Dostoyevskiy (ruseg Фёдор Миха́йлович Достое́вский, treuzskrivet ivez Fedor Dostoievski) a oa ur skrivagner rusian bet ganet e Moskov d'an 30 a viz Here (hervez an deiziadur juluan/11 a viz Du) 1821 ha marvet e Sant-Petersbourg d'an 28 a viz Genver (pe 9 a viz C'hwevrer) 1881. Sellet e vez outañ evel unan eus ar romantourien veurañ eus e amzer. Levezonet en deus kalz skrivagnerien ha prederourien.

Mab ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag ec'h echuas isletanant.
Klañv e oa gant droug Sant-Yann abaoe e 26 vloaz. Adalek 1842 e labouras evit ministrerezh an Difenn evel tresour. E 1844 e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, An dud paour, hag ec'h embannas romant Balzac Eugénie Grandet.
E 1849 e voe arrestet ha kondaonet d'ar marv abalamour ma oa ezel eus ur strollad frankizour - ar C'helc'h Petrachevsky. D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an Tsar hag harluet da Omsk en ur prizon siberian, e-doug pevar bloavezh. Echuiñ a reas e gastiz e 1854, hag anvet e voe da ofiser en ur rejimant eus Siberia.
E 1857 e timezas eno gant Maria Dmitrievna Isaieva. E 1859 hepken e voe adroet e ditloù noblañs dezhañ, hag aotreet e voe da embann. E 1860 e roas e zilez eus an arme hag e tistroas da Sant-Petersbourg.
E-pad meur a vloavezh e veajas dre Europa. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arc'hant dre c'hoari met berniañ a reas dle war e chouk. Un temz-spered teñval en doa.
E-pad e veajoù e teuas da vezañ ur frankizour entanet evit e vro ha dreist-holl ur brogarour. Dont a reas da vezañ brudet pa zistroas da Rusia e 1871 goude embannadur e oberenn Torfedoù ha kastizoù e 1866, ha hini An Diod e 1868 a zigoras e brantad meurded ma skrivas e oberennoù gwellañ : Ar pried peubadus (1870), An drouksperedoù (1871) hag Ar vreudeur Karamazov (1880).

En dienez e varvas, met obidoù broadel a voe graet dezhañ.

E oberennoù

Fiodor Dostoyevskiy, poltredet gant Vassilij Grigorovič Perov e 1872

N'eus bet embannet nemet ur gontadenn diwar bluenn Dostoyevskiy e brezhoneg : Сон смешного человека Son smeshnogo cheloveka "Hunvre un den lu" [1]

Romantoù

• (1846) Bednye lyudi (Бедные люди) "Tud paour"
• (1846) Dvojnik (Двойник. Петербургская поэма) "An Doubl: Ur varzhoneg eus Petersbourg"
• (1849) Netochka Nezvanova (Неточка Незванова) "Netochka Nezvanova" (diechu)
• (1859) Dyadyushkin son (Дядюшкин сон) "Hunvre an eontr"
• (1859) Selo Stepanchikovo i ego obitateli (Село Степанчиково и его обитатели) "Kêriadenn Stepanchikovo"
• (1861) Unizhennye i oskorblennye (Униженные и оскорбленные) "Ar re izelaet ha kunujennet"
• (1862) Zapiski iz mertvogo doma (Записки из мертвого дома) "Ti ar re varv"
• (1864) Zapiski iz podpolya (Записки из подполья) "Notennoù eus danzouar"
• (1866) Prestuplenie i nakazanie (Преступление и наказание) "Torfed ha kastiz"
• (1867) Igrok (Игрок) "Ar C'hoarier"
• (1869) Idiot (Идиот) "An diod"
• (1870) Vechnyj muzh (Вечный муж) "Ar Gwaz peurbadel"
• (1872) Besy (Бесы) "Ar re zaonet"
• (1875) Podrostok (Подросток) "Ar c'hrennard"
• (1881) Brat'ya Karamazovy (Братья Карамазовы) "Ar vreudeur Karamazov"

Kontadennoù

• (1846) Gospodin Prokharchin (Господин Прохарчин) "An aotrou Prokharchin"
• (1847) Roman v devyati pis'mah (Роман в девяти письмах) "Romant e nav lizher"
• (1847) Hozyajka (Хозяйка) "Ar Berc'hennez"
• (1848) Polzunkov (Ползунков) "Polzunkov"
• (1848) Slaboe serdze (Слабое сердце) "Ur galon wan"
• (1848) Chestnyj vor (Честный вор) "Ul laer onest"
• (1848) Elka i svad'ba (Елка и свадьба) "Ur wezenn Nedeleg hag un eured"
• (1848) Chuzhaya zhena i muzh pod krovat'yu (Чужая җена и муҗ под кроватю) "Ar pried gwarizius"
• (1848) Belye nochi (Белые ночи) "Nozvezhioù gwenn"
• (1849) Malen'kij geroj (Маленький герой) "Un haroz bihan"
• (1862) Skvernyj anekdot (Скверный анекдот) "Un istor divalav"
• (1865) Krokodil (Крокодил) Ar c'hrokodil"
• (1873) Bobok (Бобок) "Bobok"
• (1876) Krotkaja (Кроткая) "Ur c'hrouadur jentil"
• (1876) Muzhik Marej (Мужик Марей) "Ar c'houer Marey"
• (1876) Mal'chik u Hrista na elke (Мальчик у Христа на елке) "Ar wezenn Nedeleg neñvel"
• (1877) Son smeshnogo cheloveka (Сон смешного человека); Hunvre un den lu

Ar pemp danevell diwezhañ (1873-1877) a zo lakaet el levr Дневник писателя "Deizlevr ur skrivagner" (1873–1881).

Skridoù all

• "notennoù goañv war fromoù hañv" (1863)
• Lizheroù

Liammoù diavaez

Lec'hienn a-zivout Fedor Dostoïevski

Notennoù

1. Troet diwar ar rusianeg gant André Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel, An Treizher, 2006, ISBN 978-2-9137-1203-4.