Jorj Robin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:L'Heure Bretonne - 8 novembre 1941 - Jorj Robin.jpg|thumb|Jorj Robin en [[L'Heure Bretonne]] - 8 a viz Du 1941]]
'''Jorj Robin''' (''Georges Robin'' en ti-kêr) a oa skultour hag engravour-koad ; patromoù broderezh a ginnigas ivez evit ''Nadoziou'' e Naoned. Ganet e Naoned e 1904, marvet e 1928, falc'het gant an droug-skevent. Ezel e oa eus [[Unvaniez ar Seiz Breur]]<ref>E 1931, [[Reun Kreston]], gant [[Paul Ladmirault]], a embannas ul levrig diwar e benn : René-Yves Creston, ''Jorj Robin, skulter vrezon, e vuhez, e ober'' (brezhoneg ha galleg), Unvaniez ar Seiz Breur, Keltia.</ref>. A-hend-all, sikour a zegasas da sevel Kelc'h Keltiek Naoned.

Stumm eus an 20 Kzu 2018 da 20:10

Jorj Robin en L'Heure Bretonne - 8 a viz Du 1941

Jorj Robin (Georges Robin en ti-kêr) a oa skultour hag engravour-koad ; patromoù broderezh a ginnigas ivez evit Nadoziou e Naoned. Ganet e Naoned e 1904, marvet e 1928, falc'het gant an droug-skevent. Ezel e oa eus Unvaniez ar Seiz Breur[1]. A-hend-all, sikour a zegasas da sevel Kelc'h Keltiek Naoned.

Krouiñ a reas, e-touez traoù all, an engravioù embannet gant Gwalarn e deroù ar bloavezh 1928 da heul an droidigezh eus Prometheus Ereet gant Aesc'hulos savet gant Youenn Drezen[2].

Pa varvas Jorj Robin e fin ar memes bloavezh 1928, Jakez Riou a embannas e Gwalarn (niv. 15) un danevellig dindan an titl Prometheus Ereet. Keñveriañ a ra ar c'hlañvour war e wele ha Prometheus stag ouzh ar roc'h gant ur c'hemm dister : ur gup eo amañ a zeu bemdez da grignat skevent ar paotr (arabat ankouaat e oa tapet Jakez Riou gant ar memes kleñved). Jakez Riou a zegas da soñj an tri engrav pennañ bet embannet er gelaouenn un nebeud mizioù araok hag ar souezh a oa bet d'an dud gwelet Prometheus skeudennet e-giz ur paotr ken yaouank hag an arzour ha neket ur ramz evel boas.[3]

Notennoù ha daveennoù

  1. E 1931, Reun Kreston, gant Paul Ladmirault, a embannas ul levrig diwar e benn : René-Yves Creston, Jorj Robin, skulter vrezon, e vuhez, e ober (brezhoneg ha galleg), Unvaniez ar Seiz Breur, Keltia.
  2. Adembannet eo bet "pajenn ha pajenn" an droidigezh hag engravioù Jorj Robin gant Mouladurioù Hor Yezh e 2000 ; er memes levrenn e kaver ivez Ar Bersed (gant Aesc'hulos, troet gant Youenn Drezen) ha da heul engravioù gant Reun Kreston.
  3. Ar skrid-se, evel ar re all gant Jakez Riou, a c'hell bezañ lennet e Wikimammenn : http://br.wikisource.org/w/index.php?title=Prometheus_Ereet&oldid=34870.