Erwan Hupel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Erwan Hupel''' (*[[1975]]) zo kelenner ha skrivagner brezhonek.
'''Erwan Hupel''' (*[[1975]]) zo kelenner ha skrivagner brezhonek.


Ganet eo Erwan Hupel e [[1975]]. Bet eo o kelenn e [[Stumdi]], a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner brezhoneg en eil derez hag e [[Skol-Veur Roazhon 2]] pelloc'h. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus [[Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek|Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt]] Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn [[Strollad ar Vro Bagan]], ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.
Ganet eo Erwan Hupel e [[1975]]. Bet eo o kelenn e [[Stumdi]], a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner war ar brezhoneg en eil derez hag e [[Skol-Veur Roazhon 2]]. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus [[Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek|Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt]] Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn [[Strollad ar Vro Bagan]], ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.
Savet en deus ivez un dezenn e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.
Savet en deus ivez un dezenn e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.

Stumm eus an 11 Kzu 2018 da 08:54

Erwan Hupel (*1975) zo kelenner ha skrivagner brezhonek.

Ganet eo Erwan Hupel e 1975. Bet eo o kelenn e Stumdi, a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner war ar brezhoneg en eil derez hag e Skol-Veur Roazhon 2. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn Strollad ar Vro Bagan, ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.

Savet en deus ivez un dezenn e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek Gwalarn ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.

Bet eo ivez e penn Radio Kerne. Perzh en deus kemeret e-pad meur a vloaz e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan.

Oberennoù

Lennegezh

Levrioù bugale

Yezh

  • Parler breton comme un Breton, Ixelles éditions, 2013 : ouzhpenn 2 000 tro-lavar a vremañ (ISBN 978-2875151865)
  • Le breton pour les nuls, First edition, 2014 (ISBN 2754064133)

Troidigezhioù

Lennegezh

  • Kêr al loened (troet diwar "Animal farm" gant George Orwell), Skrid, 2011 ;
  • An estren (troet diwar "L'étranger" gant Albert Camus), Skrid, 2016.

Bannoù treset

  • Ar vBidochoned o veajiñ a-stroll (troet diwar "Les Bidochons en voyage organisé" gant Christian Binet), An Dalar, 2002

Liammoù diavaez