Arthur Wellesley : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:

==Brezel ouzh Napoleon==
==Brezel ouzh Napoleon==
P'edo Napoleon o ren war an darn vrasañ eus Europa e klaske Bro-Saoz enebiñ ouzh e arme.
Goude un droiad da Vro-[[Danmark]] e voe anvet Wellesley da letanant-jeneral ha kaset da Bortugal. Eno e klaske Portugaliz stourm ouzh ar C'hallaoued. Trec'h e voe Wellesley war ar C'hallaoued en [[Emgann Roliça]] hag en [[Emgann Vimeiro]] en [[1808]].

Linenn 21: Linenn 22:
[[Image:Arthur Wellesley, 1st Duke of Wellington by John Jackson.jpg|thumb|left|200px|Poltred dug Wellington gant [[John Jackson (livour)|John Jackson]], [[1830]]-[[1831|31]].]]
[[Image:Arthur Wellesley, 1st Duke of Wellington by John Jackson.jpg|thumb|left|200px|Poltred dug Wellington gant [[John Jackson (livour)|John Jackson]], [[1830]]-[[1831|31]].]]

Hag eñ neuze da gas kuit an arme c'hall eus Portugal. Goude, gant un arme spagnol, e voe trec'h war arme ar roue gall lakaet e Spagn gant e vreur Napoleon, en [[emgann Talavera]].
Hag eñ neuze da gas kuit an arme c'hall eus Portugal. Goude, gant un arme spagnol, e voe trec'h war arme ar roue gall lakaet e Spagn gant e vreur Napoleon, en [[emgann Talavera]].

==Levrlennadur==
==Levrlennadur==

Stumm eus an 7 Kzu 2018 da 07:24

Arthur Wellesley, Dug Wellington, e 1814. Poltred gant Thomas Lawrence.

Arthur Wellesley (1769–1852), kentañ dug Wellington, a oa un ofiser ha politiker saoz, a orin iwerzhonat, pennjeneral an arme a voe trec'h war an impalaer gall Napoleon Bonaparte e Waterloo e 1815, Kentañ Ministr Breizh-Veur etre 1828 ha 1830, hag adarre e-pad miz e 1834.

Alies e vez tostaet ouzh John Churchill, dug Marlborough, rak o-daou a voe jeneraled veur a-raok bezañ politikerien a bouez bras.

E vuhez

Kastell Dangan. Gant H. Griffiths, diwar tresadenn Bartlett, W. H., 1842

Ganet e oa Arthur Wesley d'an 30 a viz Ebrel 1769, pe e kastell Dangan, e kontelezh Meath, pe e ti e dud e Dulenn, en ur metoù protestant. Trede mab e dud e oa. E dad e oa Garret Wesley, kont Mornington, hag e vamm e oa Anne Hill, kontez Mornington, merc'h henañ beskont Dungannon. Kontet he deus bet e vamm e oa ganet en ti niverenn 24 en Upper Merrion Street, hiriv "The Merrion Hotel".

E 1778 e troas e anv da Wellesley.

Kaset e voe d'ober e studi da Eton eus 1781 da 1785, ha goude da Vrusel.

En arme

Brezel ouzh Napoleon

P'edo Napoleon o ren war an darn vrasañ eus Europa e klaske Bro-Saoz enebiñ ouzh e arme. Goude un droiad da Vro-Danmark e voe anvet Wellesley da letanant-jeneral ha kaset da Bortugal. Eno e klaske Portugaliz stourm ouzh ar C'hallaoued. Trec'h e voe Wellesley war ar C'hallaoued en Emgann Roliça hag en Emgann Vimeiro en 1808.

E miz Ebrel 1809 e voe lakaet e penn arme Portugal gant ar roue João VI. Setu eñ neuze e penn an div arme, saoz ha portugalat.

Poltred dug Wellington gant John Jackson, 1830-31.

Hag eñ neuze da gas kuit an arme c'hall eus Portugal. Goude, gant un arme spagnol, e voe trec'h war arme ar roue gall lakaet e Spagn gant e vreur Napoleon, en emgann Talavera.

Levrlennadur

  • Richard Holmes: Wellington. The Iron Duke. Taschenbuchausg. HarperCollins, London 2003, ISBN 0-00-713750-8.