Roentgeniom : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 41: Linenn 41:
| align="center" colspan="8" | '''Aozadur elektronek'''
| align="center" colspan="8" | '''Aozadur elektronek'''

| align="center" colspan="8" | '''[[Aozadur elektronek an atomoù|[Rn] 5f14 6d107s1]]<ref>[http://www.rsc.org/periodic-table/element/111/roentgenium ''Royal Society of Chemistry'']</ref>'''''
Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
'''2, 8, 18, 32, 32, 17, 2''' (diouganet)
| align="center" colspan="8" | '''[[Aozadur elektronek an atomoù|[Rn] 5f14 6d107s1]]<ref>[http://www.rsc.org/periodic-table/element/111/roentgenium ''Royal Society of Chemistry'']</ref>'''
Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
'''2, 8, 18, 32, 32, 17, 2''' (diouganet)

| align="center" colspan="8" | [[Restr:Electron shell 111 Roentgenium - no label.svg|center|200px]]
| align="center" colspan="8" | [[Restr:Electron shell 111 Roentgenium - no label.svg|center|200px]]

Stumm eus an 6 Kzu 2018 da 16:38

R O E N T G E N I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
DarmstadtiomRoentgeniomKopernikiom
Au
Rg
taolenn beriodek, roentgeniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 111
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 11, 7, d
Tolz atomek 273,154 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d107s1[1]
Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 32, 17, 2 (diouganet)
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet)
Gremmoù ionadur (stlenn ebet)
Skin atomek 114 pm (diouganet)
Skin kenamsav 121 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (20 °C) 28,7 g/cm3 (diouganet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

(Metalek, war a greder)

Un elfenn gimiek eo ar roentgeniom ; Rg eo e arouez kimiek, 111 e niver atomek ha 273,154 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo ar roentgeniom.

Istor

Roentgenium, GSI

D'an 8 a viz Kerzu 1994 e voe kevanaozet an elfenn 111 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (Alamagn), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg. Dre vombezenniñ bismut-209 gant nikel-64 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 272 an elfenn ; e 2002 e teujont a-benn da gaout 3 atom all.
Er bloavezh 2003 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 111. [3]
An anv roentgenium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikour alaman Wilhelm Conrad Röntgen, a zizoloas ar skinoù X e 1895 ; e 2004 e voe degemeret an anv gant an IUPAC.[4]

Perzhioù

A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije ar roentgeniom ivez neuze.
Gortozet eo perzhioù 111Rg evel par da re elfennoù all ar strollad 11 (29Cu, 47Ag hag 79Au), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[5] e vije ar roentgeniom war a hañval.

Izotopoù

N'eus izotop stabil ebet eus Rg, en natur pe gevanaozet. Daouzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù an darmstadtiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
272Rg kevanaozet 3,8 ms
273Rg kevanaozet 5 ms
274Rg kevanaozet 6,4 ms
275Rg kevanaozet 10 ms
276Rg kevanaozet 100 ms
277Rg kevanaozet 1 s
278Rg kevanaozet 4,2 ms
279Rg kevanaozet 0,17 s
280Rg kevanaozet 3,6 s
281Rg kevanaozet 26 s
282Rg kevanaozet 0,5 s
283Rg kevanaozet 10 mn

Arver

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù

1. Royal Society of Chemistry
2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 16 KZU 12
3. IUPAC (en) Liamm oberiant 22 KZU 12
4. IUPAC (en) Liammoù oberiant 22 KZU 12
5. Ar metaloù nobl : 44Ru, 45Rh, 46Pd, 47Ag, 76Os, 77Ir, 78Pt hag 79Au

Daveennoù

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok