Frañsez Le Livec : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kempennig
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Fransez al Livec''' (''François Le Livec'' e galleg), ganet e [[Kemper]] er bloavezh [[1726]], ha marvet drouklazhet e [[Pariz]] d'ar 4 a viz [[Gwengolo]] [[1792]], a oa ur [[beleg]] jezuist hag ur [[merzher]]. Unan eus [[Merzherien Gwengolo 1792]] eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar [[Pab]] [[Pi XI]], d'ar 17 a viz Here [[1926]].
'''Fransez al Livec''' (''François Le Livec'' e galleg), ganet e [[Kemper]] d'ar 5 a viz Mae [[1726]], ha marvet drouklazhet e [[Pariz]] d'ar 4 a viz [[Gwengolo]] [[1792]], a oa ur [[beleg]] jezuist hag ur [[merzher]]. Unan eus [[Merzherien Gwengolo 1792]] eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar [[Pab]] [[Pi XI]], d'ar 17 a viz Here [[1926]].


Frañsez Le Livec a oa kelenner e [[skolaj]] [[Gwened]] pa voe dismantret e Bro-C'hall [[Kompagnunezh Jezuz]] (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Goude-se e voe kofesour e ti ar Briñsez de Lamballe, hag [[aluzener]] e Kalvar ar Wern (''Calvaire du Marais'') e Pariz.
Frañsez Le Livec a oa kelenner e [[skolaj]] [[Gwened]] pa voe dismantret e Bro-C'hall [[Kompagnunezh Jezuz]] (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Goude-se e voe kofesour e ti ar Briñsez de Lamballe, hag [[aluzener]] e Kalvar ar Wern (''Calvaire du Marais'') e Pariz.

Stumm eus an 25 Du 2018 da 18:24

Fransez al Livec (François Le Livec e galleg), ganet e Kemper d'ar 5 a viz Mae 1726, ha marvet drouklazhet e Pariz d'ar 4 a viz Gwengolo 1792, a oa ur beleg jezuist hag ur merzher. Unan eus Merzherien Gwengolo 1792 eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar Pab Pi XI, d'ar 17 a viz Here 1926.

Frañsez Le Livec a oa kelenner e skolaj Gwened pa voe dismantret e Bro-C'hall Kompagnunezh Jezuz (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Goude-se e voe kofesour e ti ar Briñsez de Lamballe, hag aluzener e Kalvar ar Wern (Calvaire du Marais) e Pariz.

Nac’h a reas touiñ sentidigezh d'al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (Constitution civile du Clergé). Kaset e voe da brizon an Nerzh-Bras (Grande Force) e Pariz, ha lakaet d’ar marv d'ar 4 a viz Gwengolo 1792 (e-pad Lazhadegoù Gwengolo).

Eveltañ e oa lakaet ivez d’ar marv Glaoda Laporte, Visant Rousseau, ha Nikolas Verron, bet jezuisted eus eskoptioù Kemper ha Leon. Meneg zo eus gouel ar sant en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.

Gwelet ivez