Gouennelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:MURAN.gif|thumb|right|300px|Ar pezh a c'hall degas ar ouennelouriezh. Rwanda, Murambi : kelanoù balzamet eus gouennlazh 1994.]]
[[Skeudenn:Mummified victims of the Rwandan genocide (1994) at Murambi Technical School.gif|thumb|right|300px|Ar pezh a c'hall degas ar ouennelouriezh. Rwanda, Murambi : kelanoù balzamet eus gouennlazh 1994.]]

Ar '''ouennelouriezh''' a zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e [[pennaenn|bennaenn]] embann ma vije un [[urzhaz]] etre ar rummadoù tud hervez o "[[gouenn]]" pe o [[pobl|fobl]] orin. Meur a [[abeg]] a c'hell bezañ roet evel ar perzhioù ar c'horf, pe ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez gant an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war [[skeudenn skouer|skeudennoù skouer]] gouennel.

Stumm eus an 15 Du 2018 da 10:12

Ar pezh a c'hall degas ar ouennelouriezh. Rwanda, Murambi : kelanoù balzamet eus gouennlazh 1994.

Ar ouennelouriezh a zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e bennaenn embann ma vije un urzhaz etre ar rummadoù tud hervez o "gouenn" pe o fobl orin. Meur a abeg a c'hell bezañ roet evel ar perzhioù ar c'horf, pe ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez gant an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war skeudennoù skouer gouennel.

Diwar spered ar ouennelouriezh ez eus bet savet reolennoù kevredigezhel a-wezhioù, diforc'hidigezh dre ar ouenn, betek mont da feulsterioù evel ar pogromoù, ar gouennlazhoù hag an naetadur etnikel. An diforc'hidigezh dre ar ouenn a zo berzet gant al lezennoù e meur a riez, met n'eo ket aes herzel outi e meur a lec'h. Koulskoude ez eus bet er XXvet kantved riezoù ma oa ar ouennelouriezh diazez ur sistem diforc'hidigezh : an Trede Reich savet gant an Nazied, Unaniezh Suafrika hag un nebeut riezoù stag ouzh an naziegezh e mare an Eil Brezel Bed (Bro-C'hall e 1941-1944, Hungaria, Roumania...).

Goude an Eil Brezel-bed, p'eo bet anavezet Gouennlazh ar Yuzevien renet gant an Nazied eo bet sellet ouzh ar ouennelouriezh evel un ideologiezh eus ar re fallakrañ ha berzet eo bet gant al lezenn e Bro-C'hall (lezenn Gayssot), met n'eus ket tu kaout un c'henasant evit termeniñ ez-ofisiel ha gouennelour eo den pe den, strollad pe strollad.

Ar ouennelouriezh a c'hell bezañ mammenn d'ur brezel diabarzh.