Galileo Galilei : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8: Linenn 8:

Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.
Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.

[[Restr:Pisa.Duomo.dome.Riminaldi01.jpg|thumb|220px|left|Orolaj [[Iliz-veur Pisa]] (Duomo)]]
[[Restr:Pisa.Duomo.dome.Riminaldi01.jpg|thumb|220px|left|Orolaj [[Iliz-veur Pisa]] (Duomo)]]
== E anv ==
Al lesanv Galilei a zo deuet a-ziwar anv unan eus e hendadoù, Galileo Bonaiuti, ur medisin, kelenner skol-veur ha politikour en devoa bevet e [[Firenze]] etre 1370 ha 1450. An diskenidi o devoa cheñchet o anv familh Bonaiuti (pe Buonaiuti) da Galilei evit enoriñ anezhañ e fin ar {{XIVvet kantved}}.

== Dizoloadenn e c'halvedigezh: ==
== Dizoloadenn e c'halvedigezh: ==
E 1583 e krogas Galileo da vezañ kelennet war ar matematik gant [[Ostilio Ricci]]. N'eo ket anavezet mat an den-se, met gouzout a rae liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek, ar pezh a oa ral er mare-se.

Stumm eus an 5 Du 2018 da 11:39

Galileo Galilei

Galileo Galilei (15 a viz C'hwevrer 15648 a viz Genver 1642) a oa ur fizikour hag ur steredoniour italian en XVIIvet kantved a c'hoarias ur perzh bras en Dispac'h skiantel. Krouet gantañ diazezoù ar skiantoù mekanikel. Dizoloet en doa peder loarenn vrasañ ar blanedenn Yaou ha brudet en doa teoriennoù Nicolaus Copernicus. Sevel a reas an Ofis santel a-enep dezhañ ha rediet e voe da zilezel e dezenn. Tremen a reas fin e vuhez bac'het en e di.

Bugaleaj

Galileo a oa bet ganet e Pisa d'ar 15 a viz C'hwevrer 1564, mab da Vincenzo Galilei ha Giulia Ammannati, hini henañ ar seizh bugel.

Abaoe ma oa bihan en doa ur c'houestoni labour-dorn bras hag ur skiant evezhierezh eus ar c'hentañ. Bugel e c'hoarie sevel maketennoù ar mekanikoù en doa bet gwelet.

Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.

Orolaj Iliz-veur Pisa (Duomo)

E anv

Al lesanv Galilei a zo deuet a-ziwar anv unan eus e hendadoù, Galileo Bonaiuti, ur medisin, kelenner skol-veur ha politikour en devoa bevet e Firenze etre 1370 ha 1450. An diskenidi o devoa cheñchet o anv familh Bonaiuti (pe Buonaiuti) da Galilei evit enoriñ anezhañ e fin ar XIVvet kantved.

Dizoloadenn e c'halvedigezh:

E 1583 e krogas Galileo da vezañ kelennet war ar matematik gant Ostilio Ricci. N'eo ket anavezet mat an den-se, met gouzout a rae liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek, ar pezh a oa ral er mare-se.

Da 19 vloaz, en iliz-veur Pisa, e verz ul lamp hag a oa o vrañsigellat, en deus bet ar menoz da lakaat an horolaj evit muzuliañ an amzer. Hogen n'eo nemet e fin e vuhez, e 1638, e embannas ul levr e lec'h ma tisplegas e zizoloadenn.

Dedennet gant ar pezh en deus graet Euklides, Galileo a chom a-sav gant ar medisinerezh evit mont war ar matematik. Pa oa c'hoazh studier e tizoloas lezenn an izokronism hag an horolajoù, prantad kentañ eus ar pezh a vo dizoloadenn ur skiant nevez : ar mekanikerezh. E-pad e vuhez a-bezh e nac'has Galileo en em welet evel ur c'helenner e-giz ar re all, setu perak en do a-hed e vuhez ur bern enebourien.

Galileo Galilei gant Domenico Robusti e 1605.

Liammoù diavaez