Majorian : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 15: Linenn 15:
[[Restr:Roman Empire 460 AD.png|thumb|Kartenn impalaeriezh Roma e 460]]
[[Restr:Roman Empire 460 AD.png|thumb|Kartenn impalaeriezh Roma e 460]]


Goude bezañ chomet en[[Arelate]], e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en [[Hispania]], Majorian a zivodas e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen [[Tortona]] (tal-kichen [[Piacenza]], lec'h ma oa bet muntret [[Avitus]]). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.
Goude bezañ chomet en [[Arelate]], e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en [[Hispania]], Majorian a zivodas e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen [[Tortona]] (tal-kichen [[Piacenza]], lec'h ma oa bet muntret [[Avitus]]). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.


An impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.
An impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.

== Un impalaer re kempenn ==
== Un impalaer re kempenn ==
E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se [[Ricimer]] a oa dipitet o welet e teue e kañfard a-benn war goust e brud dezhañ.
E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se [[Ricimer]] a oa dipitet o welet e teue e kañfard a-benn war goust e brud dezhañ.

Stumm eus an 30 Her 2018 da 09:23

Pezhioù en anv Maiorianus

Flavius Iulius Valerius Maiorianus, pe Majorian (420 - 7 a viz Eost 461) a oa impalaer roman ar C'hornôg eus 457 da 461. Eñ en an impalaer diwezhañ a vrezelas c'hoazh er pezh a chome eus an impalaeriezh da neuze (Italia, kreisteiz Gallia, aod kreizdouarel Hispania).


Brudet e voe evel jeneral ha trec'her war ar Franked hag an Alemanni. C'hwec'h miz goude ma oa bet kaset Avitus kuit eus ar galloud e voe embannet da impalaer gant Ricimer, ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter Leon Iañ a wele anezhañ evel ur skraper.

E-pad 4 bloaz e renas Maiorianus, hag adkemer a reas un darn eus Hispania hag eus su Galia, talañ ouzh ar Vizigoted, Burgonded ha Suevi.

Goude bezañ diarbennet un argad gant ar Vandaled e Campania e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ Afrika. Faezhañ a reas Teodorig II, roue ar Vizigoted ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ Spagn avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.

Hervez an istorour saoz Edward Gibbon, "[Majorian] presents the welcome discovery of a great and heroic character, such as sometimes arise, in a degenerate age, to vindicate the honour of the human species".

Kouezhadenn ha marv

Distroadet e voe gant emsavadeg e soudarded d'ar 7 a viz Eost 461 e Lombardia. Un irienn a oa bet kaset da benn gant Ricimer. Hennezh, barbar patricius ha magister militum, o profitañ e oa pell an impalaer diouzh Italia, en doa strollet tro-dro dezhañ enebourien an aristokratelezh roman. Lezennoù Maiorianus o devoa diskouezet dezho e oa un impalaer gwirion prest da adsevel un impalaeriezh kreñv met a save neuze a-enep o interestoù.

Kartenn impalaeriezh Roma e 460

Goude bezañ chomet en Arelate, e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en Hispania, Majorian a zivodas e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen Tortona (tal-kichen Piacenza, lec'h ma oa bet muntret Avitus). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.

An impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.

Un impalaer re kempenn

E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se Ricimer a oa dipitet o welet e teue e kañfard a-benn war goust e brud dezhañ.

Al leon ziwezhañ, distro Majorian da Roma e 460
  An Impalaerien roman  
Impalaeriezh roman ar C'hornôg
En e raok :
Avitus
Majorian
(457) - (461)
War e lerc'h :
Libius Severus
Heuliad Henroma