Breizh 5/5 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Penaos diskouez eo tomm ho kalon ouzh Breizh he femp departamant ? Pep hini a c’hall diskouez e soñj en ur lakaat ur pegsun ouzh e garr, e voest-lizhiri. Gallout a reer..."
 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13: Linenn 13:
Meur a zoare all a zo da lakaat Breizh 5/ 5 war wel : chupennoù, disglavierioù, gitonioù, bannieligoù, bannieloù, panelloù-hent.
Meur a zoare all a zo da lakaat Breizh 5/ 5 war wel : chupennoù, disglavierioù, gitonioù, bannieligoù, bannieloù, panelloù-hent.
Staliet ez eus bet ouzhpenn kant panell e-barzh un tregont kumun bennak dasparzhet dre Vreizh a-bezh abaoe an taol lañs, d’an 30 a viz Even 2015, deiziad staliadur ar panelloù-hent Breizh 5/ 5 kentañ, d’ar memes koulz en antreoù 5 kumun, unan e pep departamant.
Staliet ez eus bet ouzhpenn kant panell e-barzh un tregont kumun bennak dasparzhet dre Vreizh a-bezh abaoe an taol lañs, d’an 30 a viz Even 2015, deiziad staliadur ar panelloù-hent Breizh 5/ 5 kentañ, d’ar memes koulz en antreoù 5 kumun, unan e pep departamant.
Kreskiñ a ra dalc’hmat niver an dud a lak war-wel Breizh 5/ 5 hag heñvel eo e-keñver ar c’henlabour etre kevredigezh Bzh 5/ 5 hag an obererien ekonomikel pe sevenadurel.

Stumm eus an 25 Her 2018 da 09:47

Penaos diskouez eo tomm ho kalon ouzh Breizh he femp departamant ?

Pep hini a c’hall diskouez e soñj en ur lakaat ur pegsun ouzh e garr, e voest-lizhiri. Gallout a reer ivez lakaat ur blakenn ouzh dor e di, pe gwiskañ an T-shirt pe c’hoazh kaout un sac’h lien arouez Breizh 5 / 5 warnañ. Un oberour ekonomikel (marc’hadourien, artisaned, frankvicherourien, embregerezhioù bihan-pe-grenn, embregerezhioù etrevroadel) a c’hall ober ar memes tra en ur lakaat plakennoù ouzh dorioù ar savadurioù pe en ur lakaat pegsunioù ouzh kirri-tan an embregerezh, hag all. An arouez a c’hall bezañ lakaet ivez evit kehentiñ , da lavaret eo, paper lizhiri, follennoù pleg-dibleg, bruderezh, lec’hiennoù gwiad hag all. Profañ T-sheurtoù pe seier-lien arouez Breizh 5/5 warno a c’haller ober e-kerzh e obererezhioù kehentiñ. Un oberour sevenadurel ( kevredigezh, kelc’h keltieg, sal arvestoù hag all), a c’hall ober ar memes mod gant plakennoù ha pegsunioù. An arouez a c’hall ivez bezañ implijet a-fed kehentiñ , da lavaret eo paper lizhiri ... Ar strollegezhioù foran, kumunioù, tolpadoù kêrioù, kuzulioù departamant, ar c’huzul Rannvro hag all, a c’hall lakaat panelloù e pep lec’h. Gallout a reont ivez lakaat plakennoù ouzh dorioù pep savadur foran. Diskouezhit oc’h a-du gant Breizh unvan Pal kevredigezh Breizh 5/ 5 a zo lakaat war-wel youl an darn vrasañ eus ar Vretoned evit Breizh unvan. Meur a zoare all a zo da lakaat Breizh 5/ 5 war wel : chupennoù, disglavierioù, gitonioù, bannieligoù, bannieloù, panelloù-hent. Staliet ez eus bet ouzhpenn kant panell e-barzh un tregont kumun bennak dasparzhet dre Vreizh a-bezh abaoe an taol lañs, d’an 30 a viz Even 2015, deiziad staliadur ar panelloù-hent Breizh 5/ 5 kentañ, d’ar memes koulz en antreoù 5 kumun, unan e pep departamant.