Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 43: Linenn 43:


====== Mennozhioù all ======
====== Mennozhioù all ======
<blockquote>Diwar-benn ar brezhoneg :
<blockquote>Diwar-benn ar brezhoneg :</blockquote><blockquote><small>Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" : "Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha Sant-Ke. Bommoù ‘zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù ‘zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar."</small></blockquote>
"Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg ‘zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leonieg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg,‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh !


<small>Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" : "Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha Sant-Ke. Bommoù ‘zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù ‘zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar."</small></blockquote>Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg ‘zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leonieg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg,‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh ! Abalamour da se em eus skrivet ar gerioù e peurunvan, ma c’hello darn eus ar gerioù ha troioù-lavar a zo amañ mont da binvikaat an holl vrezhonegoù. An distagadur evelkent a zo lakaet a zo distagadur ar ger evel ma ‘m eus e glevet pe hervez reolennoù an distagañ, pouez-mouezh ha taol-mouezh, ar yezh e-kostez Perroz.
'''Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :'''

Ne blij ket din ar re a baoura ar yezh gant o gerioù gallekaet diwar re kennebeut : teatr, mersi bras, poubelenn, ‒ ma klevfe an aotrou Poubelle ac’hanon ! ‒ ha me ‘oar-me... Souezhet e vefemp ma klevfemp war un enrolladenn bennak brezhonegerien gozh penn-kentañ an ugentvet kantved o komz. Gallekadurioù a zo bet a-viskoazh met a gementadoù dister a-walc’h, sur. Ur ger evel ''garantisañ'' n’eo ket ur ger brezhoneg evidon-me. ''Gwarantiñ'' avat a zo kalz brezhonekoc’h. Gouzout a reer bepred ez eo ''garantir'' an orin met tremenet eo dre vilin ar yezh, kement ma ankouaer an orin.

Ne blij ket din kennebeut ar re a nac’h klask pinvikaat o yezh, o nac’h ar gerioù pervezh, resis da glotañ gant ezhommoù hon bed. Petra faot deoc’h gerioù nevez evel ouzhpennañ, ebarzhañ, pellgomz, pellgomzer-hezoug, pellwelerez (-h)... a zo ezhomm anezhe en deiz a hirie. Mat eo kaout un toullad geriennoù a seurt-se en hon fanerad nevez-c’herioù. Ne vint ket kavet er geriadur-mañ met n’int ket da vezañ skarzhet kennebeut. Ur “varlennad” anezhe am bo da ginnig deoc’h ur wech all en un embannadur all.

Ne blij ket din brezhoneg ar re a sav ur yezh chimik diazezet war tra vev ebet, ken diwar froudennoù spered, galianeg, hengeltieg ha me ‘oar-me."
<blockquote></blockquote>'''Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :'''


• ''Tro ma C’hanton'', Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004
• ''Tro ma C’hanton'', Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004

Stumm eus an 25 Her 2018 da 03:43

Gireg Konan a zo ganet e Lannuon, e Bro-Dreger, d'an 21 a viz Here 1951. Mab Jakez Konan hag Anna-Vari Klou eo. Pemp bugel zo bet er familh : Ivona (), Ewan, Herve, Annaig (), ha Gireg. Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh kuit da vevañ da vMontréal e Rannvro Gebek er C’hanada. Eno e talc’has ar yezh da vezañ komzet er familh. Setu penaos en deus desket brezhoneg.

Savet eo bet er C'hanada, e Bro-Gebek, e-lec'h ma oa aet e dud da vevañ e 1952. Diaes e oa bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad broadelouriezh c'hall taer a oa neuze. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz e tistroas da Vreizh e 1976.

Deskadurezh

Desket e voe lenn ha skrivañ ar yezh dezhañ er gêr gant e vamm hag e c’hoar a-raok ma ‘z eas d’ar skol. E skoliadur a voe graet eno ha dont a reas a-benn da dapout un aotreegezh war ar c’heologïezh (Loyola College eus Skol-Veur Montréal) ha da heul un testeni kelenn (McGill University). Tri bloaz eo bet kelenner du-hont er C’hebek. En holl ez eo bet tost da bemp bloaz warn-ugent e Kebek. Distreiñ d’ar vro

Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona e miz d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret ma oant bet o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot ma ne sente ket e berc’henn ouzh ar stur. Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, dezhañ ha da Jakez Konan o zad, da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e Perroz e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978. Dimezet hag euredet e voe e wreg, Marivon ar Gwilhouz, hag eñ e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet. Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan hepken komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ. Liorzhañ a reas e-pad un daouzek vloaz bennak. Er bloavezh 1990 ez eas da skolaer Diwan da Lannuon hag ar bloaz war-lerc’h da gelenner da Skolaj Diwan ar Releg e-kichen Brest. Ret e voe dezhañ distreiñ d’ar skol-veur a-benn tapout un aotreegezh war ar brezhoneg. Goude-se e 1996 e voe anvet da gelenner war ar brezhoneg hag ar saozneg e Skolaj Diwan Bro-Dreger e-lec’h ma kelennas e-pad 17 vloaz a-raok mont war e leve-kozhni. E-pad an amzer-se e kendalc’has Marivon gant an embregerezh liorzhañ betek fin 2013. War e leve-kozhni emañ bremañ. Setu ma tremen e amzer etre e liorzh ha skrivañ brezhoneg.

Ar Skolioù

En diavaez e krede e ranked ober labour ivez evit ar yezh ma vefe un heuliad etre ar bed hag ar skol. Ret e oa dezhañ evel kelenner ober traoù da skoazellañ ar yezh er skolioù. Krediñ a ra e tremen amzer dazont ar brezhoneg dre ar c’helenn er skolioù evel-just met ivez dre grouiñ ur vuhez sevenadurel tro-zro dezho. Setu perak en deus kemeret perzh en ur bern kevredigezhioù e diavaez ar skol. Sikouret en deus krouiñ kalzik a gevredigezhioù ivez en-dro d’ar yezh. Sikouret en deus krouiñ teir skol vihan : skol Diwan Lannuon e 1978, ur c’hlas divyezhek e skol bublik Tregastell e 1989 hag ur skol Diwan e Louaneg e 2006. Stag eo c’hoazh ouzh Skol Diwan Louaneg ha mont a ra bep sizhun da zeskiñ kanañ d’ar vugale. Krouet en deus e 1978 Kan ar Bobl Treger evit ar wech kentañ e Tregastell ha goude er Roc’h-Derrien, an Trevoù, Pempoull, Bear. Bez’ e vez c’hoazh eus ar gouel-se e Kawan bep bloaz dindan renerezh Ti ar Vro, e-lec’h e vez bodet ur seizh kant bugel bennak, holl o kanañ en hon yezh. Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh. Gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro ha kenderc’hel a ra c’hoazh gant Ofis ar Brezhoneg. Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « Al Levrig » e 1995, ez eo bet eo prezidant ar gevredigezh-se ha Ti ar Vro Bro-Dreger ha Bro-Oueloù goude e-pad dek vloaz e Kawan. Kentelioù brezhoneg d’an dud-deuet en deus sikouret krouiñ e Bro-Dreger e Ti ar Vro e-lec’h ma zo bremañ pevar c’helenner a-vicher. Kelenn a ra c’hoazh bep pemzektez un tamm lennegezh vrezhonek d’an dud-deuet e-kerzh kentelioù a vez anvet « Lennomp ha Komzomp ». Ezel eo eus Kreizenn Sevenadurel Nevez-Amzer e Tregastell ha kenbrezidant eo bremañ gant ma merc’h, Enora Konan. E penn “Son ha Kan” on, ur gevredigezh a glask brudañ ar c’hanañ e brezhoneg.

Kan-ha-diskan

Kanet en deus er festoù-noz dre Vreizh adalek 1977 gant e vreur ha goude gant Fañch Perioù betek marv hemañ e 1998. Aozañ festoù-noz en deus graet e-leizh asambles gant Marivon hag o bugale, bep bloaz un teir pe beder. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz o deus graet war-dro Gouel an Hañv e Tregastell, unan eus koshañ ha brudetañ festoù-noz e Breizh.

Skingomz, kleweled…

A-hend-all ez on bet unan eus ar re o deus krouet Arvorig FM e Kommana gwechall, bremañ e Landerne. Eno ez eus 4 den o labourat e brezhoneg e-pad an deiz. Sikouret am eus ober div lec’hienn vrudet : “Kaouenn”, ur seurt You Tube e brezhoneg, hag “Hor Bed”, ul lec’hienn gelaouennerezh. Raktresoù all a zo war ar stern war an dachenn-se.

Traoù all

Aozadurioù All

Unan eus krouerien gentañ ar sindikad SLB (Sindikad Labourerien Breizh) on bet.

Ezel on eus ar gevredigezh Breizh 5 diwar 5 a c’houlenn e vefe adstaget Bro Naoned eus Breizh.

Mennozhioù all

Diwar-benn ar brezhoneg : Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" : "Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha Sant-Ke. Bommoù ‘zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù ‘zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar."

Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg ‘zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leonieg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg,‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh ! Abalamour da se em eus skrivet ar gerioù e peurunvan, ma c’hello darn eus ar gerioù ha troioù-lavar a zo amañ mont da binvikaat an holl vrezhonegoù. An distagadur evelkent a zo lakaet a zo distagadur ar ger evel ma ‘m eus e glevet pe hervez reolennoù an distagañ, pouez-mouezh ha taol-mouezh, ar yezh e-kostez Perroz.

Ne blij ket din ar re a baoura ar yezh gant o gerioù gallekaet diwar re kennebeut : teatr, mersi bras, poubelenn, ‒ ma klevfe an aotrou Poubelle ac’hanon ! ‒ ha me ‘oar-me... Souezhet e vefemp ma klevfemp war un enrolladenn bennak brezhonegerien gozh penn-kentañ an ugentvet kantved o komz. Gallekadurioù a zo bet a-viskoazh met a gementadoù dister a-walc’h, sur. Ur ger evel garantisañ n’eo ket ur ger brezhoneg evidon-me. Gwarantiñ avat a zo kalz brezhonekoc’h. Gouzout a reer bepred ez eo garantir an orin met tremenet eo dre vilin ar yezh, kement ma ankouaer an orin.

Ne blij ket din kennebeut ar re a nac’h klask pinvikaat o yezh, o nac’h ar gerioù pervezh, resis da glotañ gant ezhommoù hon bed. Petra faot deoc’h gerioù nevez evel ouzhpennañ, ebarzhañ, pellgomz, pellgomzer-hezoug, pellwelerez (-h)... a zo ezhomm anezhe en deiz a hirie. Mat eo kaout un toullad geriennoù a seurt-se en hon fanerad nevez-c’herioù. Ne vint ket kavet er geriadur-mañ met n’int ket da vezañ skarzhet kennebeut. Ur “varlennad” anezhe am bo da ginnig deoc’h ur wech all en un embannadur all.

Ne blij ket din brezhoneg ar re a sav ur yezh chimik diazezet war tra vev ebet, ken diwar froudennoù spered, galianeg, hengeltieg ha me ‘oar-me."

Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :

Tro ma C’hanton, Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004

Teñzoriad : gerioù, troioù-lavar eus Perroz-Gireg ha Treger dre-vras, Embannadurioù an Alarc’h, miz Du, 2016

• Bep an amzer e skrivan ur pennad en Trégor, e bro Lannuon. A-benn bremañ e tlean bezañ skrivet ur c’hant hanter-kant pennad bennak.

A-hend-all en deus troet un toullad bloavezhioù 'zo daou levr all graet evit ar vugale :

Ma bloavezh tigr e Japan, gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Anne Daniel, embannet gant Chapitre 12 e Pariz e 2010.

Ma bloavezh konikl e Korea, gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Lilas Yong, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e Lannuon e 2011.

• Emañ o vont da embann un dro bennak un « Teñzoriad » all, un droiad-c’heriaouiñ e-lec’h ma vo kavet gerioù ha troioù-lavar e-leizh eus Bro-Dreger, met ivez ur bern notennoù yezh gant Jakez Konan.

• Ul levr all a zo war ar stern : emañ o sevel ur geriadur skiantoù an Douar e teir yezh, brezhoneg, galleg, saozneg.

• Loreet eo bet gant Priz Langleiz e 2018,d'ar Sadorn 27 a viz Here, e Karaez.