Maastricht : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Liammoù diavaez: rummad, patrom
Linenn 20: Linenn 20:
* [http://www.unimaas.nl/ Universiteit Maastricht] (e nederlandeg hag e saozneg)
* [http://www.unimaas.nl/ Universiteit Maastricht] (e nederlandeg hag e saozneg)
* [http://www.wikimaas.org Wikimaas] Wiki diwar-benn Maastricht
* [http://www.wikimaas.org Wikimaas] Wiki diwar-benn Maastricht

{{Proviñs Limburg (Izelvroioù)}}


[[Rummad:Kêrioù an Izelvroioù]]
[[Rummad:Kêrioù an Izelvroioù]]
[[Rummad:Limburg (Izelvroioù)]]
[[Rummad:Kumunioù Limburg (Izelvroioù)]]

Stumm eus an 28 Gwe 2018 da 16:46

Kêr gozh Maastricht war vord ar stêr Maas

Maastricht (skrivet Maestricht gwechall, Mestreech e limbourgeg) zo kêr-benn proviñs Limburg, en Izelvroioù. Emañ war ribl kleiz ar stêr Meuse (Maas e nederlandeg), ha kêr vrasañ su an Izelvroioù eo. E 2011 e oa 121 050 a dud o chom enni.

Istor

Dont a ra an anv eus al latin : e Mosae Traiectum, pe Traiectum ad Mosam (tremen war ar Meuse), e oa bet savet ur pont gant ar Romaned da vare an impalaer Aogust. Daoust d’ar roudoù roman splann-se ez eus tabut etre Maastricht ha Nijmegen da c’houzout pehini eo « ar gêr goshañ en Izelvroioù ». Tud Nijmegen a lavar e voe anavezet gwirioù d’o c’hêr gant ar Romaned, tra ma ne voe anavezet gwirioù Maastricht evel kêr nemet er Grennamzer. Sur eur koulskoude e oa annezet Maastricht, a-raok donedigezh ar Romaned, gant Kelted (Eburones).

Er Grennamzer, e oa renet Maastricht war un dro gant dug Brabant ha gant Priñs-Eskob Liège. Chom a reas an traoù e-giz-se betek aloubidigezh ar C’hallaoued e 1794. Goude-se, Maastricht a voe pennlec’h departamant ar Meuse-Inférieure, betek 1814. War-lerc’h faezhidigezh Napoleon, en em gavas Maastricht e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù e 1815. Goude an disparti etre Belgia hag an Izelvroioù e voe resisaet an harzoù etre an div vro e 1839 gant Emglev Londrez : Maastricht ha reter Limbourg, daoust dezho bezañ tostoc’h da Velgia e pep keñver, a voe lakaet en Izelvroioù. Abalamour m’emañ pell diouzh kreiz an Izelvroioù, en ur vroig paket etre Belgia hag Alamagn, eo chomet distag a-walc’h Maastricht diouzh ar peurrest eus an Izelvroioù, a-fet spered ha sevenadur.

Maastricht he deus roet hec’h anv d’ar feur-emglev war Unaniezh Europa, a voe sinet eno d’ar 7 a viz C'hwevrer 1992.

Kêrioù gevellet

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.