East India Company : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
D Dishual en deus kaset ar bajenn British East India Company da East India Company
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 22 Gwe 2018 da 22:21

Banniel ar British East India Company e 1801.
Skoed ardamez an East India Company

An East India Company (EIC), anvet ivez Honourable East India Company (HEIC) pe British East India Company ha lesanvet John Company, a oa un embregerezh kenwerzh eus Bro-Saoz ha goude-se eus ar Rouantelezh-Unanet. Savet e oa bet evit ober kenwerzh gant an "East Indies" (Indez ar Reter, gevred Azia a-vremañ). E gwirionez an darn vrasañ eus an eskemmoù marc'hadourezh a veze graet gant iskevandir Indez ha gant Sina an dierniezh Qing.

Hervez karta diazezañ an embregerezh e oa hini ar "Gouarnour ha kompagnunezh ar varc'hadourien eus Londrez oc'h ober kenwerzh gant Indez ar Reter". An embregerezh en he barr a oa o labourat evit an hanter eus ar marc'hadourezhioù eskemmet dre ar bed. Marc'hadourezhioù a bep seurt a oa evel kotoñs, seiz, liv indigo, holen, salpestr, te hag opiom. An embregerezh a oa mestr war penn-kentañ an impalaeriezh trevadennel breizhveuriat en India.

Gant ma oa bet roet lañs ha mestroniet an trevadenniñ en India gant ar British East India Company, kevezerezh a voe savet etre an embregerezh hag ar Stad Saoz. En desped d'an arc'hantaouiñ a-berzh ar gouarnamant saoz, e oa lies ar c'hudennoù arc'hant gant ar gompagnounezh. Divodet e voe e 1874 dre abeg an East India Stock Dividend Redemption Act tremenet ar bloavezh a-raok. Gouarnamant India a oa deuet a-benn da reiñ lamm d'an embregerezh. Skourrioù ar gouarnamant saoz en India a oa deuet a-benn da adpakañ kefridioù an embregerezh ha da gendeuziñ e armeoù en e re goude un hir a stourm.

Bannieloù