Hans Christian Andersen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D fazioù ereadurezh ha reizhskrivañ.
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26: Linenn 26:

Goap a voe graet outañ e-pad pell amzer en e vro ken e voe brudet e Bro-Saoz hag en Alamagn, a-raok bezañ anavezet evel skrivagner meur e Danmark. E Bro-Saoz e tarempredas [[Charles Dickens]], en Alamagn e reas anaoudegezh gant [[Chamisso]], hag e Bro-C'hall gant [[Heinrich Heine]], [[Honoré de Balzac]], [[Alphonse de Lamartine]] e ti Virginie Ancelot.

3381 destenn a zo bet skrivet gant Andersen ha troet ez eus bet kalz anezho e 125 yezh. Deuet eo e vojennoù da vezañ lodenn eus sevenadur hollek Europa hag ar broioù saozneger, aezet da gompren gant ar vugale met gant kentelioù buhez hag ur spered stourm a-enep da walleurioù ar bed enno, ar pezh a c'hell bezañ boued preder evit an dud-vras ivez.

{{clr|left}}
{{clr|left}}

Stumm eus an 12 Gwe 2018 da 06:45

Hans Christian Andersen
Hans Christian Andersen
Obererezh barzhonegoù, romantoù, kontadennoù
Ganedigezh 2 a viz Ebrel 1805
en Odense, Danmark
Marv 4 a viz Eost 1875
e Kopenhagen
Yezh skrivañ daneg

Sinadur

Hans Christian Andersen (distaget [ˈhanˀs ˈkʰʁæʂd̥jan ˈɑnɐsn̩] e daneg) (2 a viz Ebrel 1805 en Odense, Danmark - 4 a viz Eost 1875 e Rolighed, Frederiksberg) zo ur skrivagner danat, barzh ha romantour, brudet dre ar bed-holl gant ar c'hontadennoù en deus skrivet.

Hans Christian Andersen e 1869.

Goap a voe graet outañ e-pad pell amzer en e vro ken e voe brudet e Bro-Saoz hag en Alamagn, a-raok bezañ anavezet evel skrivagner meur e Danmark. E Bro-Saoz e tarempredas Charles Dickens, en Alamagn e reas anaoudegezh gant Chamisso, hag e Bro-C'hall gant Heinrich Heine, Honoré de Balzac, Alphonse de Lamartine e ti Virginie Ancelot.

3381 destenn a zo bet skrivet gant Andersen ha troet ez eus bet kalz anezho e 125 yezh. Deuet eo e vojennoù da vezañ lodenn eus sevenadur hollek Europa hag ar broioù saozneger, aezet da gompren gant ar vugale met gant kentelioù buhez hag ur spered stourm a-enep da walleurioù ar bed enno, ar pezh a c'hell bezañ boued preder evit an dud-vras ivez.

Un darnig eus kontadennoù Andersen

  • Keiserens nye Klæder - 'Dilhad nevez an Impalaer'
  • Grantræet - 'Ar Saprenn'
  • Den Lille Pige med Svovlstikkerne - 'Plac'hig an Alumetez'
  • Den lille Havfrue - 'Ar Vorganezig Vihan' (troet gant Roparz Hemon, Plac’hig vihan ar mor, Gwalarn 12, 1928, skeudennaouet gant Loik)
  • Nattergalen - 'An Eostig'
  • Prindsessen paa Ærten - 'Ar Briñsez hag ar Bizenn'
  • Sneedronningen - 'Rouanez an Erc'h'
  • Den Standhaftige Tinsoldat - 'Ar Soudard plom feal'
  • Tommelise - 'Bodlen'
  • Den grimme Ælling - 'An Houadig Divalav'
  • De vilde Svaner - 'An Elerc'h Gouez'
An Houadig Divalav, hervez Vilhelm Pedersen.

Gwelet ivez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.