Normandi : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Restr:MSM sunset 02.JPG|vignette|396x396px|Normandi]] |
[[Restr:MSM sunset 02.JPG|vignette|396x396px|Menez Mikael ar Mor, Normandi|alt=]] |
||
{{pennad zo |Normandi (rannvro)}} |
{{pennad zo |Normandi (rannvro)}} |
||
'''Normandi''' pe '''Normandia''' <ref>Normandia eo an anv hervez [[Geriadur Hemon-Huon]], Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.</ref> (''Nouormandie'' e [[normaneg]], ''Normandie'' e [[galleg]] ha ''Normandy'' e [[saozneg]]) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober [[Bro-C'hall]], war-bouez an inizi [[Aldernez]], [[Gwernenez]], [[Jerzenez]], [[Sark]] hag a zo perc’hennet gant kurunenn [[Breizh-Veur]], hep bezañ un darn eus ar [[Rouantelezh-Unanet]], dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez. |

Stumm eus an 4 Gwe 2018 da 16:06
Normandi pe Normandia [1] (Nouormandie e normaneg, Normandie e galleg ha Normandy e saozneg) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober Bro-C'hall, war-bouez an inizi Aldernez, Gwernenez, Jerzenez, Sark hag a zo perc’hennet gant kurunenn Breizh-Veur, hep bezañ un darn eus ar Rouantelezh-Unanet, dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez.
Dizalc'h eo bet e-pad meur a gantved, a-raok kouezhañ etre krabanoù Bro-C'hall. Etre 1956 ha 2015 e oa rannet etre div rannvro velestradurel, Normandi-Izel ha Normandi-Uhel. E 2016 eo bet anvet kentañ prezidant rannvro Normandi unvanet, Hervé Morin [2].
Orin an anv
Normandi a zeu eus al latin Normandia , savet diwar ar ger Northmen, paotred an Norzh.
Istor
Gwelit ar pennad Istor Normandi.
Pennadoù da welout ivez : Duged Normandi, Gwilherm an Alouber. Eil Brezel Bed : Oberiadenn Overlord.
Yezh
Normaneg a vez lavaret eus yezh Normandi.
Kêrioù pennañ
- Rouen (410 000 annezad)
- An Havr-Nevez (250 000 annezad)
- Caen (200 000 annezad)
- Cherbourg (90 000 annezad)
- Évreux (51 200 annezad)
- Dieppe (35 700 annezad)
- Sant-Heler (29 400 annezad), e Jerzenez
- Alençon (28 900 annezad)
Boued Normandi
Boued mod Normandi zo diazezet war pevar produi : an avaloù, al laezh, ar c'hig hag ar boued-mor. Gounezet vez avaloù evit ober chistr ha Calvados hag a zo implijet er gegin ivez. Produiñ a reer ivez formajoù, ha kregin evel istr, meskl ha kregin Sant-Jakez.
Dave ha notennoù
- ↑ Normandia eo an anv hervez Geriadur Hemon-Huon, Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.
- ↑ http://lepeuplebreton.bzh/2016/01/06/herve-morin-etre-fier-detre-normand-comme-on-est-fier-detre-breton/