Dizale : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[http://www.dizale.bzh/br/ Dizale] a zo ur gevredigezh (lezenn 1901) a-vicher war an advouzhiañ e brezhoneg abaoe 1998.
[http://www.dizale.bzh/br/ Dizale] a zo ur gevredigezh (lezenn 1901) a-vicher war an advouezhiañ e brezhoneg abaoe 1998.


Sikouret eo Dizale gant ar [http://www.bretagne.bzh/jcms/TFE080514_12310/br/accueil-breton C’huzul rannvro Breizh] evit goprañ tud a-vicher, hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n’eus forzh peseurt doare oberenn.
Sikouret eo Dizale gant ar [http://www.bretagne.bzh/jcms/TFE080514_12310/br/accueil-breton C’huzul rannvro Breizh] evit goprañ tud a-vicher, hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n’eus forzh peseurt doare oberenn.

Stumm eus an 28 Eos 2018 da 19:50

Dizale a zo ur gevredigezh (lezenn 1901) a-vicher war an advouezhiañ e brezhoneg abaoe 1998.

Sikouret eo Dizale gant ar C’huzul rannvro Breizh evit goprañ tud a-vicher, hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n’eus forzh peseurt doare oberenn.

Ezel eo Dizale deus Films en Bretagne ha Kuzul Sevenadurel Breizh.

Tamm-ha-tamm e klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006 eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg gant ar grevredigezh. Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all : tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.

Barrek eo Dizale da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe an istitlañ. Hag ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell d’ar grevredigezh krouiñ ivez.

Gant Dizale eo krouet BreizhVOD e 2012, ar servij en-linenn nemetañ hag a ginnig filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù hag heuliadoù e brezhoneg.

Abaoe 2016 eo diazezet Dizale e Kemper (1, Straed ar Baradoz / 29000 Kemper).

Liammoù diavaez