Aotegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 46: Linenn 46:
An Aotism krenn a zeu da eil. Tud o deus bet kudennoù evit deskiñ ar pezh a zesk an holl vugale reizh e-pad o bugaleaj. Met gellet o deus deskiñ traoù memestra evel ar c’homz, en em wiskañ …, met gant dale. Diaesterioù o deus memestra d’ober an traoù, met sikouret int da-se gant da skouer un AVS (Auxiliaire de Vie Scolaire) e-barzh ar skol, pe goude labourat el lec’hioù krouet evit an dud nammet.
An Aotism krenn a zeu da eil. Tud o deus bet kudennoù evit deskiñ ar pezh a zesk an holl vugale reizh e-pad o bugaleaj. Met gellet o deus deskiñ traoù memestra evel ar c’homz, en em wiskañ …, met gant dale. Diaesterioù o deus memestra d’ober an traoù, met sikouret int da-se gant da skouer un AVS (Auxiliaire de Vie Scolaire) e-barzh ar skol, pe goude labourat el lec’hioù krouet evit an dud nammet.


Erfin emañ an Aotism Asperger. An dud tapet gant an Aotism Asperger a zo speredek evel un den reizh, pe speredekoc’h. N’o deus ket bet a dale komz, hag o deus ur varregezh e-lec'h int barrek-tre (alies troet war-du ar jedoniezh, met e c’hell bezañ un den o komz kalz a yezhoù, pe zibunañ un destenn goude bezañ bet lennet ur wech nemetken …). Met evito ez eo un dra a zo aes evidomp evel lakaat botoù ur gwir kalvar.
Erfin emañ an Aotism Asperger. An dud tapet gant an Aotism Asperger a zo speredek evel un den reizh, pe speredekoc’h. N’o deus ket bet a dale komz, hag o deus ur varregezh e-lec'h int barrek-tre (alies troet war-du ar jedoniezh, met e c’hell bezañ un den o komz kalz a yezhoù, pe zibunañ un destenn goude bezañ bet lennet ur wech nemetken …). Met evito, un dra a zo aes evidomp evel lakaat botoù zo ur gwir groaz da zougen.


“Ar sindrom Asperger a zo an Aotism a live uhel”
“Ar sindrom Asperger a zo an Aotism a live uhel”

Stumm eus an 19 Eos 2018 da 18:38

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Ar seizenn arouezius eus ar stourm evit anaoudegezh an aotism


An aotism zo ur c'hleñved eus diorroadur an neuronoù. An dud tizhet gant ar c'hleñved-se o devez bec'h o taremprediñ hag o kehentiñ gant ar re all. Strishaet eo o emzalc'h hag ober a reont ar memes traoù en-dro atav. Dont a ra an arouezioù-se war wel a-raok ma vefe ar vugale en o zri bloaz[1]. Un orin genetek en deus an aotism daoust ma n'eo ket sklaer penaos e c'hoarvez.

Peurliesañ e vez merzet gant tud ar vugale e-pad o zri bloavezh kentañ[2]. Diorren a ra an arouezioù tamm-ha-tamm met bugale zo a gresk en un doare reizh a-raok mont war-gil[3] Ur skoazell abred gant sikour ar vezeien a c'hall sikour ar vugale glañv da wellaat daoust ma n'hallont ket pareañ penn-da-benn[4]. Anv zo bet eus un nebeud bugale a oa tost da vezañ pareet[5]. Nebeut a vugale skoet gant an aotism zo gouest da vevañ en o unan en oad gour, daoust ma teu lod a-benn d'en ober[6] . Diorroet ez eus ur "sevenadur" eus an aotism gant lod a glask un doare da bareañ ar c'hleñved e-skoaz lod all a soñj dezhe e tlefe an aotism bezañ degemeret evel un disheñvelder ha neket evel ur c'hleñved[7][8].


"An Aotism a zo un heol eilpennet : e skinoù a zo kaset en diabarzh" La lumière du monde

Petra eo an Aotism ?

Hervez Renkadur Etrebroadel ar C'hleñvedoù (CIM 10), an aotism, anvet ivez aotism Kanner, ha kendoareoù-all par d'an aotism (sindrom Asperger, sindrom an X bresk, sindrom Rett) zo ur seurt TAD (Trubuilh Aloubus an Diorroadur).

Bez' ez eus teir zachenn o termeniñ an trubuilhoù a gaver en Aotism :

  • Distresadenn al liammoù sokial
  • Distresadenn al lavariantiz
  • Doareenn strizhik, un emzalc'h skoueriet boutin

Ret eo kaout c'hwec'h arouez disklêriet en teir zachenn-mañ, gant div arouez d'an nebeutañ e tachenn an distresadenn e-keñver al liammoù kevredigezhel hag unan o respont da bep muzul eus an distresadenn e-keñver al lavariantiz evit disklêriañ aotism ar bugel. Bezañs un dale o kregiñ a-raok tri bloaz en unan eus an teir zachenn amañ dindan :

  1. Al liammoù kevredigezhel
  2. Ar c'homz ret d'al lavariantiz sokial
  3. Ar c'hoari aroueziek pe faltaziek

An dud tizhet gant an aotism o devez dudioù berr-speredet : da skouer e lennont bepred an hevelep levr, pe sellet a reont ouzh ar memes film, pe c'hoazh e c'hoariont gant an hevelep tra bepred.

Arouezioù an Aotism

An orin

Restr:Medisin.png
Ar medisin Kanner

E 1944 e kavas ar mezeg Kanner sinoù an aotism : dizarempred lagad, un emzalc’h direizh abaoe penn kentañ ar vuhez, erez ouzh tud all, ur mank a geveskemm fromidik, ar c’hoant aotrounius eus un endro ideet. Met brasañ sin a zo ar stereotip, p'emañ unan bennak bepred oc'h ober an hevelep tra, o hej e benn e-pad eurvezhioù a-bezh, pe c’hoazh o c’hoari gant ar memes pod bepred, pe o frizañ e fri. Bez' ez eus stereotipoù komz ivez. An hevelep frazenn a adlavar ur bugel bepred, ha n'heller ket lakaat da lavarout ur frazenn all.

Ar seurtoù Aotism disheñvel

An hini kentañ ha grevusañ a zo an Aotism pounner. An dud tizhet gant an Aotism-se ne zeuont ket a-benn da zeskiñ ar pezh int rediet da zeskiñ (debriñ o-unan, mont d'ar privezioù, en em wiskañ, komz …) Kudennoù bras o deus da gomz : pe ne gomzont ket, pe un nebeut a c'herioù evel ur babig. Diaes eo da vevañ, evito hag evit o zud. Kalz a feulster a vez alies ganto. N’eo ket bepred feulster ouzh ar re all (skeiñ gant an dud, reiñ ur flac’had...) met o-unan (skeiñ o fenn ouzh ur voger, en em reiñ flac'hadoù …). Un den gant un Aotism pounner a ra bepred an hevelep tra. Ne c’hell ket mont d'ar skol da neuze, chom a ra bepred er gêr.

An Aotism krenn a zeu da eil. Tud o deus bet kudennoù evit deskiñ ar pezh a zesk an holl vugale reizh e-pad o bugaleaj. Met gellet o deus deskiñ traoù memestra evel ar c’homz, en em wiskañ …, met gant dale. Diaesterioù o deus memestra d’ober an traoù, met sikouret int da-se gant da skouer un AVS (Auxiliaire de Vie Scolaire) e-barzh ar skol, pe goude labourat el lec’hioù krouet evit an dud nammet.

Erfin emañ an Aotism Asperger. An dud tapet gant an Aotism Asperger a zo speredek evel un den reizh, pe speredekoc’h. N’o deus ket bet a dale komz, hag o deus ur varregezh e-lec'h int barrek-tre (alies troet war-du ar jedoniezh, met e c’hell bezañ un den o komz kalz a yezhoù, pe zibunañ un destenn goude bezañ bet lennet ur wech nemetken …). Met evito, un dra a zo aes evidomp evel lakaat botoù zo ur gwir groaz da zougen.

“Ar sindrom Asperger a zo an Aotism a live uhel”

Tony Attwood

An Aotism e sifroù

Er bloavezhioù 1990 e oa pemp bugel Aotist evit 10 000 ganedigezh. Hiziv an deiz ez eus 60 bugel Aotist war 10 000 ganedigezh. Met n'eo ket gwir penn-da-benn ar sifroù-se rak Aotist eo kalz a dud hep gouzout dezho. Resis a-walc’h int memestra. Pezh a zo souezhus eo ar fed ez eus tri pe bevar faotr o deus ar c’hleñved-se evit ur plac’h, met taget ez eus muioc'h a verc'hed gant an Aotism pounner.

“Pouezusder un diouganadenn abred eus ar vugale-se a zo ken diaes da ziouganañ”

Dr Philippe Compagnon

Pareañ an Aotism

Ne c’heller ket pareañ an Aotism, un namm eo. Met tu zo da sikour an dud Aotist evit ma vevint gwelloc’h, hag evit ma erruint da gomz (gant an ortofonist), da ziorroen ar c’hlefluskadur (gant ur psikomotrisien)... Abaoe muioc’h eget 40 vloaz e ra ar Stadoù-Unanet enklaskoù evit pareañ gwelloc’h an Aotism. Kavet ez eus bet daou zoare evit poent : - A.B.A (Applied Behavioral Analysis) - 3i (interractif, intensif, individuel)

“Ar gwashañ gwalldretiñ e c'hellomp ober d'un den Aotist a zo chom hep en skoliatañ ha leuskel anezhañ chagañ en e Aotism" Stanislas Tomkiewicz

  • A.B.A

Krouet gant Ivar Lovaas er Stadoù-Unanet e penn kentañ ar bloavezioù 1960, pal an doare-se a zo ober plijadur d’ar bugel p’en deus respontet mat d’ur goulenn, d’un dra goulennet digantañ… un tammig evel ma vefe drouktuniañ : ma responti mat d’am goulenn ez po ur madig, pe ur c’hoari, pe ur bouch… Adkroget e vez bepred ar memes tra gant ar bugel betek ma c'hallo-eñ adober e-unan, hep sikour unan all. 42% eus ar vugale hag o deus implijet an doare-se a zo deuet a-benn da adtapout an dale a oa ganto.

  • 3i

An doare-se a zo implijet kalz gant an dud. Ret eo d’ar familhoù krouiñ ur sal gant c’hoarioù, levrioù… Ar sal-se a zo miret evit ar bugel-se. Bemdez e-pad 6 eurvezh (etre 9 eur ha kreisteiz, ha goude merenn etre 2 eur ha 5 eur) e chom ar bugel er sal-mañ, gant tud mennet da sikour anezhañ da c’hoari, lenn, kannañ… An dud a chom un eurvezh hanter gantañ, neuze ez eus 4 den dre zevezh. Bemdeiz, ar Sadorn hag ar Sul zoken, e vez graet se. Anvet eo 3i peogwir e chom ar bugel nemet gant un den bep eurvezh hanter, bemdez eo, ha ne baouez ket d’ober un dra. Difennet eo d’an den a zo er sal gantañ chom hep ober netra. Ret e vez ober un dra bennak bepred.

Disoc’hoù bet gant an doare 3i :

Tiegezhioù 'zo a implij ar PECS (Pictures Exchange Communication System), ar pezh a dalv komz etrezo diwar-bouez luc'hskeudennoù. Evit goulenn d'ar bugel hag-eñ e fell dezhañ bara e vez diskouezet dezhañ ur skeudenn eus un tamm bara da skouer, ha memestra m'en deus c'hoant ar bugel goulenn un dra bennak ouzh un den. Un ostilh mat hag efedus eo. Reiñ a ra d'ar bugel un doare da vezañ komprenet, hag evel-se en-deus nebeutoc'h a zizonidigezh eget p'en-deus kudennoù da vezañ komprenet.


Notennoù

  1. American Psychiatric Association, Diagnostic and Statistical Manual of Mental Disorders, 2000, rannbennad : Diagnostic criteria for 299.00 Autistic Disorder
  2. Pediatrics, 2007, levrenn 120, Nnn 5, pp 1162–82, "Management of children with autism spectrum disorders" gant Myers SM, Johnson CP, Council on Children with Disabilities
  3. Stefanatos GA. Regression in autistic spectrum disorders. Neuropsychol Rev. 2008
  4. Pediatrics, 2007
  5. Helt M, Kelley E, Kinsbourne M et al. "Can children with autism recover? if so, how?", Neuropsychol Revue, levrenn 18, Nnn 4, pp 339–66, 2008
  6. Howlin P, Magiati I, Charman T, "Systematic review of early intensive behavioral interventions for children with autism", Am J Intellect Dev Disabil, levrenn 114, Nnn 1, pp 23–41, 2009
  7. Biosocieties, 2008, levrenn 3, Nnn 3, pp 325–41, "Fieldwork on another planet: social science perspectives on the autism spectrum" gant C Silverman
  8. Harmon A, "How about not 'curing' us, some autistics are pleading", 2004-12-20, New York Times