Añjeluz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 60: Linenn 60:


===Añjeluz amzer Fask===
===Añjeluz amzer Fask===
Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer [[Pask|Fask]], a lavared eus [[Sul Fask]] da Gouel [[Pantekost]], e-lech pedenn ar [[Regina Coeli]]. <br />Daou [[Ton (sonerezh)|ton]] a zo : an ton Kerne, hag an ton savet gant [[Tad Barnabe]], [[kapusin]] [[Rosko]] (ganet e [[Plogoneg]] e [[1873]], marvet e [[1950]]) <ref>[https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2359/an-anjeluz-amzer-fask-ton-kerne An Añjeluz - Amzer Fask (Ton kerne)], hag [https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2360/an-anjeluz-amzer-fask-tad-barnabe An Añjeluz - Amzer Fask (Tad Barnabé)] (''id''.)</ref> :
Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer [[Pask|Fask]], a lavared eus [[Sul Fask]] da Gouel [[Pantekost]], e-lech pedenn ar [[Regina Coeli]].
'''En [[eskopti Kemper ha Leon]]''', daou [[Ton (sonerezh)|ton]] a zo : an ton Kerne, hag an ton savet gant [[Tad Barnabe]], [[kapusin]] [[Rosko]] (ganet e [[Plogoneg]] e [[1873]], marvet e [[1950]]) <ref>[https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2359/an-anjeluz-amzer-fask-ton-kerne An Añjeluz - Amzer Fask (Ton kerne)], hag [https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2360/an-anjeluz-amzer-fask-tad-barnabe An Añjeluz - Amzer Fask (Tad Barnabé)] (''id''.)</ref> :


:''Bezit laouen evit atav,''
:''Bezit laouen evit atav,''
Linenn 89: Linenn 91:
:Grit, dre Vari, e vamm dener,
:Grit, dre Vari, e vamm dener,
:Ma'z aimp d'ar vuhez padus.
:Ma'z aimp d'ar vuhez padus.

En '''[[Eskopti Sant-Brieg ha Landreger]]''' (evit Bro-Dreger ha gorre Kerne), bez eus ur c'hantik all, war don ''[[O Filii et Filiae]]'' <ref>Ur c’hantik galleg a zo bremañ war an ton-se : ''"Chrétiens, chantons le Dieu vainqueur"'' (I 36), hag ur c'hantik brezhoneg savet gant [[Visant Seite]] ha [[Job an Irien]] : "Galvet da bréd" (''[[Muzikou Kantikou Brezoneg]]'', [[Minihi levenez]], 2011, p. 79).</ref> :

:Mari, Rouanez an Nenvou,
:Stankit breman ouz ho taerou,
:Ha selaouit hon c’hantigou, Alleluia !
:''Alleluia, alleluia, alleluia !''

:Ar Mab hoc’h eus gwechall douget,
:War ar maro en deus trec’het,
:Evel m’en doa hel lavaret, Alleluia !
:''Alleluia, alleluia, alleluia !''

:Mamm Jezus, leun a drugare(z),
:Ho pet sonj eus ho pugale,
:Hag evidomp pedit Doue, Alleluia !
:''Alleluia, alleluia, alleluia !'' <ref> ''Kantigou Brezonek Eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant an toniou war gan'', [[Sant-Brieg]], éd. Prud'homme, 1934, n°28, p. 34 : "Anjeluz amzer Bask". Rik evel m'eo bet moullet eo ar skrid kinniget amañ.</ref>


==Notennoù==
==Notennoù==

Stumm eus an 19 Eos 2018 da 18:03

An Añjeluz pe Pedenn an Ael (Gabriel) zo ur bedenn gristen, a lavarer d'ar Werc'hez Vari.

Anvet eo ar bedenn-se diwar ger kentañ ar frazenn latin : « Angelus Domini nuntiavit Mariæ » (An Ael gand Doue a lavaras da Vari). Diouzh ar mintin, da greisteiz, ha diouzh an noz, e ve laret an Añjeluz, pe teir Ave Maria, evit trugarekaat Doue teir gwech an deiz a enkorfadur Jezuz Krist, hag evit enoriñ ar Werc'hez Vari.

Testenn latin

V/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ,
R/. Et concepit de Spiritu Sancto.

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. « Ecce Ancilla Domini. »
R/. « Fiat mihi secundum Verbum tuum. »

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. Et Verbum caro factum est.
R/. Et habitavit in nobis.

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. Ora pro nobis, Sancta Dei Genetrix.
R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Oremus: Gratiam tuam quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde; ut qui, angelo nuntiante, Christi Filii tui Incarnationem cognovimus, per passionem eius et crucem, ad resurrectionis gloriam perducamur.
Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.

Añjeluz e brezhoneg

Añjeluz amzer Nedeleg

Pedenn an Añjeluz eo evit an Azvent hag evit amzer Nedeleg, bet skrivet gant Charlez ar Brizh [1] :

Un arc'hael a-berzh an Aotrou Da Vari zigasas keloù
E oa gant Doue dibabet Da vezañ mamm Salver ar bed. – Da vezañ mamm Salver ar bed.

Ave Maria, gratia plena... (pe : Me ho salud Mari...)

Mari a respontas neuze : Servijerez on da Zoue !
Ra vo graet din, ael benniget, Hervez m'ho peus din lavaret. – Hervez m'ho peus din lavaret.

Ave Maria...

Hag e koñsevas ur bugel Dre c'halloud ar Spered-Santel.
Ha Verb Doue 'n em inkarnet E-touez an dud en deus bevet. – E-touez an dud en deus bevet.

Ave Maria...

Pedit, Mamm santel da Zoue, Evidomp holl ho pugale
Ma vezimp din eus ar grasoù A bromet Jezuz, hon Aotrou. – A bromet Jezuz, hon Aotrou.

Gloria Patri... (3 gw.)

Añjeluz amzer ordinal

Ni ho salud gant karantez, Rouanez ar Sent hag an Aelez.
C'hwi a zo benniget, ô pia ! Hag a c'hrasoù karget, Ave Maria !

Ave Maria, gratia plena... (pe : Me ho salud Mari...)

Ra vezo benniget Jezuz, Ar frouezh eus ho korf eürus.
Kanomp gant an aelez, ô pia ! E veuleudi bemdez, Ave Maria !

Ave Maria...

Ni ho ped, Mari, gwerc'hez c'hlan, Pa vezimp war hon tremenvan,
Da c'houlenn ouzh Jezuz, ô pia ! Deomp ur marv eürus, Ave Maria ! [2]

Ave Maria...

Añjeluz amzer Fask

Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer Fask, a lavared eus Sul Fask da Gouel Pantekost, e-lech pedenn ar Regina Coeli.

En eskopti Kemper ha Leon, daou ton a zo : an ton Kerne, hag an ton savet gant Tad Barnabe, kapusin Rosko (ganet e Plogoneg e 1873, marvet e 1950) [3] :

Bezit laouen evit atav,
Rouanez bro an Neñvoù !
Lavarit buan kenavo
D'an drubuilh ha d'an daeloù :
Jezuz, ho mab, n'eo mui marv,
Kanomp e veuleudioù !
Alleluia ! Pebezh joa,
Deoc'h-c'hwi, Mamm a garantez,
Deomp-ni ivez, Alleluia !
Pebezh laouenidigezh
E welet goude hor prenañ,
Adarre leun a vuhez !
Ya, Gwerc'hez sakr, bezit joaius,
Rak Jezuz, ho mab karet,
Zo savet bev hag eürus,
Evel m'en doa lavaret.
Grit, ni ho ped, Mamm druezus,
Ma vimp gantañ selaouet.
O va Doue, dre ho Mab kêr,
Da viken bev ha skedus,
Ho peus karget ar bed pec'her
A levenez dudius.
Grit, dre Vari, e vamm dener,
Ma'z aimp d'ar vuhez padus.

En Eskopti Sant-Brieg ha Landreger (evit Bro-Dreger ha gorre Kerne), bez eus ur c'hantik all, war don O Filii et Filiae [4] :

Mari, Rouanez an Nenvou,
Stankit breman ouz ho taerou,
Ha selaouit hon c’hantigou, Alleluia !
Alleluia, alleluia, alleluia !
Ar Mab hoc’h eus gwechall douget,
War ar maro en deus trec’het,
Evel m’en doa hel lavaret, Alleluia !
Alleluia, alleluia, alleluia !
Mamm Jezus, leun a drugare(z),
Ho pet sonj eus ho pugale,
Hag evidomp pedit Doue, Alleluia !
Alleluia, alleluia, alleluia ! [5]

Notennoù

  1. An Añgelus amzer Nedeleg war lec'hienn eskopti Kemper ha Leon. Bez' eus un ton all e Bro-Gwened : Un El a-berh an Aotrou Doué
  2. An Añjeluz - Amzer ordinal war lec'hienn Kantikoù eskopti Kemper ha Leon
  3. An Añjeluz - Amzer Fask (Ton kerne), hag An Añjeluz - Amzer Fask (Tad Barnabé) (id.)
  4. Ur c’hantik galleg a zo bremañ war an ton-se : "Chrétiens, chantons le Dieu vainqueur" (I 36), hag ur c'hantik brezhoneg savet gant Visant Seite ha Job an Irien : "Galvet da bréd" (Muzikou Kantikou Brezoneg, Minihi levenez, 2011, p. 79).
  5. Kantigou Brezonek Eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant an toniou war gan, Sant-Brieg, éd. Prud'homme, 1934, n°28, p. 34 : "Anjeluz amzer Bask". Rik evel m'eo bet moullet eo ar skrid kinniget amañ.

Gwelet ivez