Añjeluz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhskrivadur
Linenn 66: Linenn 66:


===Añjeluz amzer Fask===
===Añjeluz amzer Fask===
Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer [[Pask|Fask]], a lavared eus [[Sul Fask]] da Gouel [[Pantekost]]. Daou [[Ton (sonerezh)|ton]] a zo : an ton Kerne, hag an ton savet gant [[Tad Barnabe]], [[kapusin]] [[Rosko]] (ganet e [[Plogoneg]] e [[1873]], marvet e [[1950]]) <ref>[https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2359/an-anjeluz-amzer-fask-ton-kerne An Añjeluz - Amzer Fask (Ton kerne)], ha [https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2360/an-anjeluz-amzer-fask-tad-barnabe An Añjeluz - Amzer Fask (Tad Barnabé)] (''id''.)</ref> :
Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer [[Pask|Fask]], a lavared eus [[Sul Fask]] da Gouel [[Pantekost]]. Daou [[Ton (sonerezh)|ton]] a zo : an ton Kerne, hag an ton savet gant [[Tad Barnabe]], [[kapusin]] [[Rosko]] (ganet e [[Plogoneg]] e [[1873]], marvet e [[1950]]) <ref>[https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2359/an-anjeluz-amzer-fask-ton-kerne An Añjeluz - Amzer Fask (Ton kerne)], hag [https://diocese-quimper.fr/fr/mareou-ar-bloaz-temps-liturgique/azvent-avent/story/2360/an-anjeluz-amzer-fask-tad-barnabe An Añjeluz - Amzer Fask (Tad Barnabé)] (''id''.)</ref> :


:Bezit laouen evit atav,
:Bezit laouen evit atav,

Stumm eus an 19 Eos 2018 da 07:22

An Añjeluz pe Pedenn an Ael (Gabriel) zo ur bedenn gristen, a lavarer d'ar Werc'hez Vari.

Anvet eo ar bedenn-se diwar ar gerioù latin : « Angelus Domini nuntiavit Mariæ » (An Ael gand Doue a lavaras da Vari). Diouzh ar mintin, da greisteiz, ha diouzh an noz, e ve laret an Añjeluz, pe teir Ave Maria, evit trugarekaat Doue teir gwech an deiz a enkorfadur Jezuz Krist, hag evit enoriñ ar Werc'hez Vari.

Testenn latin

V/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ,
R/. Et concepit de Spiritu Sancto.

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. « Ecce Ancilla Domini. »
R/. « Fiat mihi secundum Verbum tuum. »

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. Et Verbum caro factum est.
R/. Et habitavit in nobis.

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. Ora pro nobis, Sancta Dei Genetrix.
R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Oremus: Gratiam tuam quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde; ut qui, angelo nuntiante, Christi Filii tui Incarnationem cognovimus, per passionem eius et crucem, ad resurrectionis gloriam perducamur.
Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.

Añjeluz e brezhoneg

Añjeluz amzer Nedeleg

Pedenn an Añjeluz eo evit an Azvent hag evit amzer Nedeleg, bet skrivet gant Charlez ar Brizh [1] :

Un arc'hael a-berzh an Aotrou
Da Vari zigasas keloù
E oa gant Doue dibabet
Da vezañ mamm Salver ar bed.
Mari a respontas neuze :
Servijerez on da Zoue !
Ra vo graet din, ael benniget,
Hervez m'ho peus din lavaret.
Hag e koñsevas ur bugel
Dre c'halloud ar Spered-Santel.
Ha Verb Doue 'n em inkarnet
E-touez an dud en deus bevet.
Pedit, Mamm santel da Zoue,
Evidomp holl ho pugale
Ma vezimp din eus ar grasoù
A bromet Jezuz, hon Aotrou.

Añjeluz amzer ordinal

Ni ho salud gant karantez,
Rouanez ar Sent hag an Aelez.
C'hwi a zo benniget, ô pia !
Hag a c'hrasoù karget, Ave Maria !
Ra vezo benniget Jezuz,
Ar frouezh eus ho korf eürus.
Kanomp gant an aelez, ô pia !
E veuleudi bemdez, Ave Maria !
Ni ho ped, Mari, gwerc'hez c'hlan,
Pa vezimp war hon tremenvan,
Da c'houlenn ouzh Jezuz, ô pia !
Deomp ur marv eürus, Ave Maria ! [2]

Añjeluz amzer Fask

Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer Fask, a lavared eus Sul Fask da Gouel Pantekost. Daou ton a zo : an ton Kerne, hag an ton savet gant Tad Barnabe, kapusin Rosko (ganet e Plogoneg e 1873, marvet e 1950) [3] :

Bezit laouen evit atav,
Rouanez bro an Neñvoù !
Lavarit buan kenavo
D'an drubuilh ha d'an daeloù :
Jezuz, ho mab, n'eo mui marv,
Kanomp e veuleudioù !
Alleluia ! Pebezh joa,
Deoc'h-c'hwi, Mamm a garantez,
Deomp-ni ivez, Alleluia !
Pebezh laouenidigezh
E welet goude hor prenañ,
Adarre leun a vuhez !
Ya, Gwerc'hez sakr, bezit joaus,
Rak Jezuz, ho mab karet,
Zo savet bev hag eürus,
Evel m'en doa lavaret.
Grit, ni ho ped, Mamm druezus,
Ma vimp gantañ selaouet.
O va Doue, dre ho Mab kêr,
Da viken bev ha skedus,
Ho peus karget ar bed pec'her
A levenez dudius.
Grit, dre Vari, e vamm dener,
Ma'z aimp d'ar vuhez padus.

Notennoù

Gwelet ivez