Impalaeriezh Japan : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
Kudennoù politikel hag ekonomikel ar bloavezhioù 1920 a awenas ul luskad milourel ha trevadennel. Impalaeriezh Japan a gemeras perzh en [[Ahel Roma-Berlin-Tokyo]] hag en em ledas war un darn eus [[Azia ar Meurvor Habask]] e-pad an [[Eil Brezel-bed]].
 
Nerzhioù lu Impalaeriezh Japan a oa deuet a-benn da dizhout palioù an emled trevadennel e-pad an [[Brezel Sina ha Japan (1937-1945)|Eil Brezel etre Sina ha Japan]] (1937–1945) ha [[Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)|Brezel ar Meurvor Habask]]. En desped da-se goude meur a goll ha goude [[Brezel URSS Japan|diskleriadur brezel an Unvaniezh soviedel]] hag [[aloubadeg Manchouria]], gant [[Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki]], an Impalaeriezh a godianas d'ar [[15 a viz Eost]] [[1945]]. E [[Dalc'hidigezh Japan|dalc'h Stadoù-Unanet Amerika]], ur vonreizh nevez a voe savet gnatgant sikour SUA. E 1947 e oa lakaet da dalvezout, ar pezh a zegasas fin da impalaeriezh Japan. Er bloavezhioù 1950 e oa c'hoazh dalc'het Japan, mare an adsavidigezh e vez graet eus ar mare-se. Pa oa kroget Brezel Korea e oa bet tennet an holl nerzhioù lu stadunanat eus ar vro hep kudenn. Graet e vez "Stad Japan" pe "Japan" eus ar vro abaoe.
 
An impalaerien abaoe ar marevezh Meiji ha Taishō, ha nebeutoc'h er marevezh Shōwa, a vez graet anezho hervez anv ar marevezh ur wech marvet: [[Impalaer Meiji]] (Mutsuhito), [[Impalaer Taishō]] (Yoshihito), hag Impalaer Shōwa ([[Hirohito]]).
21 776

edits

Lañser merdeiñ