Lucius Verus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Lucius Verus''', impalaer roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius."
 
Sevel ar bajenn
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Lucius Verus - MET - L.2007.26.jpg|vignette|Lucius Verus]]
'''Lucius Verus''', impalaer roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius.
'''Lucius Verus''', impalaer roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius.

'''Lucius Ceionius Commodus''' a zo ganet ar 15 a viz Kerzu 130. E familh, eus renk ar senedourien, e oa ginidig eus bro [[Etruria]], war a seblant eus kêr Faenza.

Pa'z eo bet anvet advab gant Hadrian, e kerzh miz Kerzu 136, eo bet anvet neuze '''Lucius Aelius Caesar.'''

Raok mervel, Hadrian e c'hourc'hemenas da [[Antoninus Pius|Antoninus (Pius)]] da anvezout advab Lucius Aelius Caesar d'e zro.

Marcus Aurelius ha Lucius Aelius a zo bet anvet ''august'' (= impalaer) ar 7 Meurzh 161. Adalek an deiz se, Lucius Aelius e gemeras evitañ an anv '''Lucius Verus'''.

Marcus Aurelius e zimezas e verc'h Ania Lucilla da Lucius Verus er bloaz 164.

Ur vrezel e savas er bloaz 163 etre ar Romanded hag ar [[Partia|Barthed]], diwar-benn [[Kappadokia]] hag [[Armenia Inferior|Armenia]]. Aloubet eo ul lodenn vras eus douar ar Barthed ([[Mezopotamia]], Media) gant Marcus Aurelius ha Lucius Verus. An 12 a viz Here 166 eo lidet an trec'h e Roma.

Nepell goude, e oa ret d'ezho mont da vrezeliñ e [[Pannonia]] a-eneb [[Langobarded]]. En em staliañ e reont e Aquileia.

Lucius Verus, kouezhet klañv, e varvas e ''Altinum'', ouzh genou ar stêr Piave, er fin miz C'hwevrer 169 <ref>François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C''. Embannadurioù Errance. 1994</ref>

== Daveoù ==

Stumm eus an 29 Mez 2018 da 16:00

Lucius Verus Lucius Verus, impalaer roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius.

Lucius Ceionius Commodus a zo ganet ar 15 a viz Kerzu 130. E familh, eus renk ar senedourien, e oa ginidig eus bro Etruria, war a seblant eus kêr Faenza.

Pa'z eo bet anvet advab gant Hadrian, e kerzh miz Kerzu 136, eo bet anvet neuze Lucius Aelius Caesar.

Raok mervel, Hadrian e c'hourc'hemenas da Antoninus (Pius) da anvezout advab Lucius Aelius Caesar d'e zro.

Marcus Aurelius ha Lucius Aelius a zo bet anvet august (= impalaer) ar 7 Meurzh 161. Adalek an deiz se, Lucius Aelius e gemeras evitañ an anv Lucius Verus.

Marcus Aurelius e zimezas e verc'h Ania Lucilla da Lucius Verus er bloaz 164.

Ur vrezel e savas er bloaz 163 etre ar Romanded hag ar Barthed, diwar-benn Kappadokia hag Armenia. Aloubet eo ul lodenn vras eus douar ar Barthed (Mezopotamia, Media) gant Marcus Aurelius ha Lucius Verus. An 12 a viz Here 166 eo lidet an trec'h e Roma.

Nepell goude, e oa ret d'ezho mont da vrezeliñ e Pannonia a-eneb Langobarded. En em staliañ e reont e Aquileia.

Lucius Verus, kouezhet klañv, e varvas e Altinum, ouzh genou ar stêr Piave, er fin miz C'hwevrer 169 [1]

Daveoù

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994