Kenemglevioù Geneva : diforc'h etre ar stummoù
Lañs |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 9 Mez 2018 da 11:20
Kenemglevioù Geneva, a vez graeteuus un heuliad emglevioù etrevroadel o plediñ gant ar gwir etrebroadel denel. Reiñ a reont diazoù a fed lezennoù ha reolennoù e-pad ar brezel, dreist-holl a-fed gwareziñ an trrevourien, izili aozadurioù ar mat, an dud gloazet hag ar brizonidi brezel.
Ar c'hentañ kenemglev Geneva a oa bet sinet e 1864. An testennoù implijet hiziv a zo bet skrivet goude an Eil Brezel-bed. Seizh testenn a zo implijet hiziv-an-deiz: Peder zestenn kenemglev Geneva sinet d'an 12 a viz Eost 1949, div ouzhpennadurioù an 8 a viz Even 1977 hag un trede reizhennad sinet e 2005. Ar peder zestenn Geneva a zo bet sinet ha lakaet da dalvezout dre ar bed-holl, talvezout a ra ez eo sañset an holl stadoù dre ar bed da sentin ouzh ar menegoù embannet.