Magnus Clemens Maximus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8: Linenn 8:
'''Magnus Clemens Maximus''' a oa genidik eus [[Bro-Spagn]], sur a-walc'h eus trowardroioù [[Valladolid]].
'''Magnus Clemens Maximus''' a oa genidik eus [[Bro-Spagn]], sur a-walc'h eus trowardroioù [[Valladolid]].


Kaset e oa bet da Vreizh-Veur gant an arme roman, er bloavez 367-368, dindan ar c'hont Teodoz (ar Henañ), war urzh an impalaer Valentinian In, hemañ staliet d'ar c'houlz-se en Amiens.
Kaset e oa bet da Vreizh-Veur gant an arme roman, er bloavez 367-368, dindan ar c'hont Teodoz (ar Henañ), war urzh an impalaer Valentinian In, hemañ staliet d'ar c'houlz-se en [[Amiens]].


===En Enez Vreizh===
===En Enez Vreizh===
Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs [[Britannia]], en [[Enez Vreizh]] (pe [[Preden]]), [[Breizh-Veur]] hiziv. Dimeziñ a reas da [[Elena]] e [[Seguntium]] ([[Caernarfon]]), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet [[Octavius]].
Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs [[Britannia]], en [[Enez Vreizh]] (pe [[Preden]]), [[Breizh-Veur]] hiziv. Dimeziñ a reas da [[Elena]] e [[Seguntium]] ([[Caernarfon]]), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet [[Octavius]].


Anvet e vije bet da roue ar [[Brezhoned|Vrezhoned]] hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en dije bet.
Anvet e vije bet da roue ar [[Brezhoned|Vrezhoned]] hervez ar vojenn. Un mab anvet [[Flavius Victor]] en eus bet gant Elena (hemañ anvet ''aogust'' = impalaer, e 387, bugel c'hoazh).


Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e [[Caradocus]].
Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e [[Caradocus]].


===E Galia===
===E Galia===
Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas [[Mor Breizh]] en nevezamzer. Trec'h e oa bet war an impalaer [[Gratianus]] e-kichen Pariz, ha tapet e voe gantañ ha lazhet e [[Lugdunum]] ([[Lyon]] hiziv) d'ar [[25 a viz Eost]] [[383]].<br />
Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas [[Mor Breizh]] en nevezamzer. Dilestrañ e reas er genoù ar Somme (Saint-Valery = ''Leuconos''; Abbeville = ''Talentia''). Trec'h e oa da gentañ war ''Himbaldus'', ur Frank kevredet. Trec'h e oa goude war an impalaer [[Gratianus]] e-kichen Pariz, hemañ tapet ha lazhet gant Andragatius, ''magister equitum / penn dragon'' Maksim e [[Lugdunum]] ([[Lyon]] hiziv) d'ar [[25 a viz Eost]] [[383]].


Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag '''[[augustus]]''' (dies imperii) gant impalaer ar Reter [[Teodosius Iañ|Teodosius {{Iañ}}]] d'an [[31 a viz Eost]] [[384]], da-geñver un emgav e [[Beroae]], en hanternoz da [[Trakia|Vro-Drakia]]. En ''[[Augusta Treverorum]]'' ([[Trier]]) en [[Galia]] e tiazezas e gêr-benn. <br />
Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag '''[[augustus]]''' (''dies imperii'') gant impalaer ar Reter [[Teodosius Iañ|Teodosius {{Iañ}}]] d'an [[31 a viz Eost]] [[384]], da-geñver un emgav e [[Veria (Gres)|Beroae]], en hanternoz da [[Trakia|Vro-Drakia]]. En ''[[Augusta Treverorum]]'' ([[Trier]]) en [[Galia]] e tiazezas e gêr-benn.


Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder [[Priscillianus]] ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.
Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder [[Priscillianus]] ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.
Linenn 26: Linenn 26:
Tri impaler a oa neuze:
Tri impaler a oa neuze:
* Maximus en [[Augusta Treverorum]] ([[Trier]]),
* Maximus en [[Augusta Treverorum]] ([[Trier]]),
*[[Valentinian II]], gant e vamm Justine, e [[Milano]],
*[[Valentinian II]], gant e vamm Justina, e [[Milano]],
*[[Teodosius Iañ|Teodosius {{Iañ}}]] e [[Constantinopolis]].
*[[Teodosius Iañ|Teodosius {{Iañ}}]] e [[Constantinopolis]].


Aet e oa Maximus d'ober brezel da [[Valentinian II]], e [[387]]. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius I{{añ}}, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.

E 387 e voe trec'h Maximus war [[Valentinian II]], ha kemer a reas Roma hag Italia a-bezh.

Aet e oa Maximus d'ober brezel da [[Valentinian II]] ha da [[Teodosius Iañ|Teodosius {{Iañ}}]], e [[387]]. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius I{{añ}}, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.


==Daou enebour==
==Daou enebour==
Linenn 39: Linenn 36:
Trec'het e voe Maximus en [[emgann ar Sava]], a-hed ar stêr [[Sava]], adstêr d'an [[Danav]], nepell diouzh [[Emona]]. [[Andragathius]], ''[[magister equitum]]'' Maximus, an hini en devoa lazhet [[Gratianus]], a voe trec'het e-kichen [[Siscia]], e vreur Marcellinus e [[Poetovio]].
Trec'het e voe Maximus en [[emgann ar Sava]], a-hed ar stêr [[Sava]], adstêr d'an [[Danav]], nepell diouzh [[Emona]]. [[Andragathius]], ''[[magister equitum]]'' Maximus, an hini en devoa lazhet [[Gratianus]], a voe trec'het e-kichen [[Siscia]], e vreur Marcellinus e [[Poetovio]].


Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost [[388]], gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, ''magister equitum'' (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet e buhez.
Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost [[388]], gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, ''magister equitum'' (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h <small>(daveoù !)</small> a voe lezet e buhez.


E vab [[Victor (impalaer roman)|Victor]], oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en [[Augusta Treverorum]] gant ''[[magister peditum]]'' [[Valentinian II|Valentinian]], [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] e fin ar bloavezh-hont.
E vab [[Victor (impalaer roman)|Victor]], oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en [[Augusta Treverorum]] gant ''[[magister peditum]]'' [[Valentinian II|Valentinian]], [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] e fin ar bloavezh-hont.


E-touez e ziskennidi e oa [[Olybrius]], impalaer en [[472]], meur a gonsul hag a eskob evel [[Ennodius|Saint Magnus Felix Ennodius]] eskob [[Pavia]] (514-21).
E-touez e ziskennidi e oa [[Olybrius]], impalaer en [[472]], meur a gonsul hag a eskob evel [[Ennodius|Saint Magnus Felix Ennodius]] eskob [[Pavia]] (514-21).<small>(daveoù !)</small>


== Mojennoù ==
== Mojennoù ==
Hervez '''[[Historia regum Britanniae]]'' gant [[Jafrez Menoe]] (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout [[Roue ar Vrezhoned]] goude marv [[Octavius]], hag e oa niz d'ar roue [[Coel Hen]] dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.<br />
Hervez '''[[Historia regum Britanniae]]'' gant [[Jafrez Menoe]] (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout [[Roue ar Vrezhoned]] goude marv [[Octavius]], hag e oa niz d'ar roue [[Coel Hen]] dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.

Hervez mojennoù ar ''[[Mabinogi]]'', ha dreist-holl ''[[Hunvre Macsen|Breuddwyd Macsen]]'' (''Hunvre Macsen''), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù ''Segontium'' (a zo Caernarfon hiziv; {{en}} [[:en:Segontium|Fort de Segontium]]).


Hervez mojennoù ar ''[[Mabinogi]]'', ha dreist-holl ''[[Hunvre Macsen|Breuddwyd Macsen]]'' (''Hunvre Macsen''), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù ''Segontium'' (a zo Caernarfon hiziv; {{en}} [[:en:Segontium|Fort de Segontium]]). <br />
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.


Linenn 92: Linenn 90:


Anv zo eu Macsen gant [[Dafydd Iwan]] en e ganaouenn '[[Yma o Hyd]]'.
Anv zo eu Macsen gant [[Dafydd Iwan]] en e ganaouenn '[[Yma o Hyd]]'.


== Levrlennadur ==
== Levrlennadur ==
* François Lasserre : ''Strabon. Géographie. Tome II (Livres III et IV)''. Les Belles Lettres. Paris. 1966. E gresianeg hag e galleg.
* François Lasserre : ''Strabon. Géographie. Tome II (Livres III et IV)''. Les Belles Lettres. Paris. 1966. E gresianeg hag e galleg.

Stumm eus an 8 Mez 2018 da 19:16

Magnus Maximus.

Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximus pe Maximianus, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman e Breizh-Veur.

Lakaet e oa bet da impalaer an Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius I.

E vuhez

Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.

Kaset e oa bet da Vreizh-Veur gant an arme roman, er bloavez 367-368, dindan ar c'hont Teodoz (ar Henañ), war urzh an impalaer Valentinian In, hemañ staliet d'ar c'houlz-se en Amiens.

En Enez Vreizh

Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas da Elena e Seguntium (Caernarfon), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet Octavius.

Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en eus bet gant Elena (hemañ anvet aogust = impalaer, e 387, bugel c'hoazh).

Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e Caradocus.

E Galia

Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Dilestrañ e reas er genoù ar Somme (Saint-Valery = Leuconos; Abbeville = Talentia). Trec'h e oa da gentañ war Himbaldus, ur Frank kevredet. Trec'h e oa goude war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, hemañ tapet ha lazhet gant Andragatius, magister equitum / penn dragon Maksim e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.

Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius I d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia. En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.

Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.

Tri impaler a oa neuze:

Aet e oa Maximus d'ober brezel da Valentinian II, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius I, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.

Daou enebour

Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.

Trec'het e voe Maximus en emgann ar Sava, a-hed ar stêr Sava, adstêr d'an Danav, nepell diouzh Emona. Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia, e vreur Marcellinus e Poetovio.

Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388, gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, magister equitum (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h (daveoù !) a voe lezet e buhez.

E vab Victor, oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast e fin ar bloavezh-hont.

E-touez e ziskennidi e oa Olybrius, impalaer en 472, meur a gonsul hag a eskob evel Saint Magnus Felix Ennodius eskob Pavia (514-21).(daveoù !)

Mojennoù

Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vrezhoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.

Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Hunvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon hiziv; (en) Fort de Segontium).

Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.

Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383

O tont diouzh petore porzh eus Breizh-Veur e oa arme Maksim ? N'ez eus anv bet dioutañ.

Etrezek pelec'h ?

- "... genou ar Rhin", hervez Zosismus, o skrivañ 25-30 bloaz war lec'h Maksim;

- "... da gentañ etrezek rouantelezh an Armorici, anavezet bremañ Breizh(Vihan)", hervez Jafrez Menoe, o skrivañ war dro 750 bloaz war lec'h Maksim;

Darn vrasañ an istorourien, en o zouez Léon Fleuriot (p. 119), a ya a zu gant Zosismus, mes hep gouzout pelec'h en em gav Portus Calvosus, ha perak Maksim e vije diskennet eus genou ar Rhin da Baris raok mont da Augusta Treverorum (Trier).

En tu all, istorourien brezhon an XIXt kantved a zo aet war eeun a zu gant Jafrez Menoe, o welout un dilestradeg war-dro Plougernev, pe c'hoazh war-dro Konk-Leon, o sonjal et Tolente, Portus Salliocanus, hag o sonjal ivez a vije bet Maksim barrek da aloubiñ Roazhon war an taol, an anv kêr Redoni, Redonum, kavet en testenn Jafrez. Evel-se, evito, Breizh a-vremañ a zo ar memes hini bet krouet gant Maksim e 383.

Goude se, istorourien brezhon fin an XXt kantved, o welout ne c'hallent displegañ seurt ebet war an afer se, n'hag war anvioù lec'hioù, n'hag war anvioù tud, evel hini Himbaldus, roue ar Vranked o herzel d'an dilestradeg, o deus sellet ne oa ket holl se nemet ur vojenn.

Ur respont a zo koulskoude. Houmañ e vez kavet drek anv keltiek Mor-Breizh : Mori-Ikt-ios, hag er pezh en eus lavaret Strabo diwar genou ar Rhin :

IV.3.3 : "An daou stêr se (Rhin, Saena) a red eus ar c'hreisteiz war zu an hanternoz. Dirak o genouioù en em gav Breizh, hag a zo tost awalc'h diouzh hini ar Rhin evit ma vez gallet gwelout Cantium, beg reter an enezenn, mes un tamm pelloc'h eus hini ar Saena. An doue Kezar en devoa e chanter listri enno pa-z e dremenas e Breizh."

            IV.5.1 : "... pa'z eer diouzh bro ar Rhin (evit mont da Vreizh), ne gemeer ket ar mor rik er genou ar stêr, mes er bro ar Vorini, amezeien ar Venapii, e Itium, ar porzh e lec'h Kezar en devoa bodet e listri raok mont da dagañ an enezenn. Savet an eor en noz, e zigouezas war aod an tu all an deiz war lec'h d'ar beure, d'ar pedervet eur goude un dreuzadenn a 320 stad."           

Itium, Portus Itius, a zo anavezet gant an istorourien kement ha Gesoriacum / Bononia = Boulogne-sur-Mer, hag en em gav ivez, neuze, war aod Mori-Ikt-ios.

            An anvioù bet klasket e Breizh, pe kaset d'ar vojenn, en em gav kazimant tout er genoù ar Samara / Somme :

            - Saint-Valery-sur-Somme, raok Leuconaus, Lieuconos, klasket e Porzh Liogan, e Konk Leon,

            - Tolente : pont de la Talance, en Abbeville, klasket e Plougernev,

            - Portus Calvosus : Caubert, en Abbeville, kavet neblec'h,

            - Himbaldus : kavet e Château Hubault, hag un palez bras gallo-roman (arkeologouriezh), e Le Vieux-Rouen-sur-Bresle,

            - R°t°n- (Redonum, Redoni) : Le Vieux-Rouen-sur-Bresle, war un hent roman eus Le Tréport ha Saint-Valery-sur-Somme da Baris.

E Kembre

E Breuddwyd Macsen Wledig, e timezas Macsen da Elen Luyddog, merc'h da Eudaf eus tolead Segontium, caer roman e-kichen Caernarfon, ha kred zo e oa gwir ar vojenn.

Mibion da Vacsen hag Elen e vije bet Sant Peblig hag Owain fab Macsen Wledig.

Anv zo eu Macsen gant Dafydd Iwan en e ganaouenn 'Yma o Hyd'.

Levrlennadur

  • François Lasserre : Strabon. Géographie. Tome II (Livres III et IV). Les Belles Lettres. Paris. 1966. E gresianeg hag e galleg.
  • Pacatus : Meulbrezegenn an impalaer Theodosius Iañ.
  • François Paschoud : Zosime. Histoire nouvelle. Tome II. 2è partie (Livre IV). Les Belles Lettres. Paris 1979. E gresianeg hag e galleg.
  • Sulpitius Severus : Kenbrezeg war sant Marzhin.
  • Pitre-Chevalier : La Bretagne ancienne et moderne. Coquebert. Paris. 1844. Adembannet gant Les Editions du Choletais. 1989.
  • Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain. Penguin Books. 1966
  • Gwenaël Leduc et Claude Sterckx : Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc (fin XIVè siècle), éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003 - BN 8899. Imprimerie Simon. Rennes. 1972
  • Léon Fleuriot : Les origines de la Bretagne. L'émigration. Payot. 1982
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 26 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Edition Errance. 1994

Pennad kar