Emgann Okinawa : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 36: Linenn 36:
[[Lu Impalaeriezh Japan]] a implijas e-leizh ar strategiezh [[Argadenn Banzai]] e-pad ''Emgann Okinawa''. Abaoe [[Emgann plegmor Leyte]] e oa bet kroget an implij kirri-nij doare [[Kamikaze]], amañ e vezo ar wech kentañ ma vefe un implij anat er strategiezh emgann japanat.
[[Lu Impalaeriezh Japan]] a implijas e-leizh ar strategiezh [[Argadenn Banzai]] e-pad ''Emgann Okinawa''. Abaoe [[Emgann plegmor Leyte]] e oa bet kroget an implij kirri-nij doare [[Kamikaze]], amañ e vezo ar wech kentañ ma vefe un implij anat er strategiezh emgann japanat.
[[Restr:Childsoldier In Okinawa.jpg|thumb|[[Bugale soudard]] en Okinawa;]]
[[Restr:Childsoldier In Okinawa.jpg|thumb|[[Bugale soudard]] en Okinawa;]]
Etre dilestradeg an Amerikaned d'ar 1añ a viz ebrel hag ar 25 a viz Mae e vezo sevenet 7 gwagenn meur doare [[Argadenn Banzai]] gant 1,500 kirri-nij [[Kamikaze]].
Etre dilestradeg an Amerikaned d'ar 1añ a viz ebrel hag ar 25 a viz Mae e vezo sevenet 7 gwagenn meur doare [[Argadenn Banzai]] gant 1,500 karr-nij [[Kamikaze]].


== Disoc'h ''Emgann Okinawa'' ==
== Disoc'h ''Emgann Okinawa'' ==

Stumm eus an 5 Mez 2018 da 04:42

Emgann Okinawa

Maread 21añ a viz Ebrel
23 a viz Mezheven 1945
Lec'h Okinawa, Japan
Disoc'h trec'h ar Amerikaned
Emgannerien
Stadoù-UnanetJapan
Pennoù-brezel
Simon Bolivar Buckner
Joseph Stilwell
Mitsuru Ushijima
Niver a emgannerien
183,000 (Gwagenn argad kentañ)80,000 soudard
40,000 a vilisianed
Kolloù
12,500 lazhet
38,000 gloazet
33,096 gloazet er-maez an emgann
38 lestr goueledet
763 c'harr-nij distrujet
110,000 lazhet
7,455 prizoniad
16 lestr goueledet
7,800 karr-nij distrujet

Emgann Okinawa anavezet ivez dindan an anv Oberenn brezel Iceberg. Etre ar 1 a viz Ebrel hag an 23 a viz Mezheven 1945 e oa c'hoarvezet emgann Okinawa, 82 devezh stourm taer etre soudarded Lu Impalaeriezh Japan harpet gant siviled hag an Amerikaned harpet gant lod soudarded ar Rouatelezh-Unanet.

Okinawa a zo lec'hiet en enezeier Ryukyu bet eo bet an dilestradeg brashañ e-kerzh Brezel ar Meurvor Habask hag an Eil Brezel-bed.

Pal ar Gevredidi a oa tapout Okinawa, rak ne oa nemet da 550 km eus ar vamm-vro Japan, evit sevel eno ur bazenn kirri-nij bombezerien. Gant ar bazenn-se e vije aeshaet a galz aloubadeg ar Vamm-vro Japan anavezet dindan an anv Oberenn brezel Downfall.

Pevar divizion troadegiezh lu Amerika an 10vet Arme (ar re 7, 27, 77, ha 96) gant sikour daou divizion an USMC (ar re 1añ hag ar 6vet) o deus bet kemeret perzh e Emgann Okinawa. An aloubadeg a oa harpet gant Bigi brezel, bigi dezougen ha kirri-nij brezel.

E-tal da gement-mañ ne oa nemet 32vet arme Lu Impalaeriezh Japan gant un nerzh a 67,000 pe 77,000 soudarded reoliek hervez mammennoù 'zo. 9,000 soudarded Morlu Impalaeriezh Japan e-kostez bazenn ar morlu e Oroku, nebeut kantadoù anezho bet stummet d'ar stourm doare troadegiezh. Tro 39,000 siviled a roas harp 24,000 dre emgannañ ha 15,000 dre labourioù difenn. 1500 liseidi a emezelas er "Strollad stourm youlek Houarn ha Gwad", ha 600 Kelenner ha studierez ar skol Himeyuri a savas ur strollad klañvdiourezed.

Tetsu no ame ("Glav houarn") pe tetsu no bōfū ("Glav kreñv houarn") e-kostez ar Japaniz, "typhoon of steel" (Korventenn houarn) e-kostez ar Gevredidi, setu lezanvioù Emgann Okinawa unan d'eus ar re gwadushañ e Brezel ar Meurvor Habask. Al lezanvioù-se a zo deuet dre feulster sod an emgann gouzañvet gant an holl a oa war al lerc'h.

Argadenn Banzai e-pad Emgann Okinawa

Meur a Argadenn Banzai a vezo e-pad Emgann Okinawa ha dre an holl doareoù.

Lu Impalaeriezh Japan a implijas e-leizh ar strategiezh Argadenn Banzai e-pad Emgann Okinawa. Abaoe Emgann plegmor Leyte e oa bet kroget an implij kirri-nij doare Kamikaze, amañ e vezo ar wech kentañ ma vefe un implij anat er strategiezh emgann japanat.

Bugale soudard en Okinawa;

Etre dilestradeg an Amerikaned d'ar 1añ a viz ebrel hag ar 25 a viz Mae e vezo sevenet 7 gwagenn meur doare Argadenn Banzai gant 1,500 karr-nij Kamikaze.

Disoc'h Emgann Okinawa

110 000 Japanad a oa marv. Un hanter anezho hepken a oa soudarded e Lu Impalaeriezh Japan. A-hervez e vije 4 000 soudard hag a vije en em lazhet.

Ar siviled o vevañ en Okinawa a vez soñjet e vijent bet e-tro 300 000 anezho. Hervez enklaskoù al lu amerikan e vije bet aet 142 058 da anaon.

Ur sell War an dachenn Emgann Hiziv-An-Deiz

Adkemer er sevenadur

Filmoù

Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan