Ramz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8: Linenn 8:
Meur a ramz a gaver ar ger ''cawr'' (''cewri'' el liester) en o anv:
Meur a ramz a gaver ar ger ''cawr'' (''cewri'' el liester) en o anv:
; ramzed
; ramzed
*[[Benlli Gawr]]
*[[Idris Gawr]] , e [[Cader Idris]]
*[[Idris Gawr]] , e [[Cader Idris]]
*[[Rhita Gawr]], er [[Wyddfa]], en [[Eryri]] hag en [[Aran Benllyn]] e [[Meirionnydd]].
*[[Rhita Gawr]], er [[Wyddfa]], en [[Eryri]] hag en [[Aran Benllyn]] e [[Meirionnydd]].

Stumm eus an 6 Mae 2018 da 16:05

Ar ramz Gargantua o tebriñ saladenn ha tud enni
Skeudenn gant Gustave Doré (1832–1883)

Ar Ramzed, pe Kaoured, zo tud bras-bras e mojennoù meur a vro.

Cawr ha Kaour

E mojennoù Breizh n'eo ket stank ar ger kaour, a c'hallfe bezañ awenet gant an anv cawr, bev-mat en kembraeg, cowr en kerneveureg, cauaros en galianeg (Daveoù a vank).

Cawr

Meur a ramz a gaver ar ger cawr (cewri el liester) en o anv:

ramzed
lec'hioù
  • 'Barclodiad y Gawres'

Kaour

E Kontadennoù ar Bobl

E Kontadennoù ar Bobl, gant Fañch an Uhel, ez eus un toullad ramzed, ha jeanted a vez graet anezho:

  1. Ar berenn he fer aour ... , levrenn 1, p. 15
  2. Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, levrenn 1, p. 43.
  3. Ar jeant Kolevran, p. 93
  4. Yann e vazh-houarn hag an tri jeant , p. 289
  • ha re all marteze.

Implijet eo ar ger kaour er gontadenn Ar priñs Aorel ha kaour Sant Jili, gant Fañch an Uhel, e levrenn gentañ ar c'hontennoù, embannet e 1984 (pajenn 43). Meneget eo ar ger meur a wech e korf ar gontadenn, dastumet e Pluned e 1871.
N'eo ket meneget ar ger e Geriadur Vallée avat.

Un notenn zo e p. 60 (marteze gant Ronan Huon oberour ar rakskrid): Kaour: kawr (SO). N'emañ ket ar ger-mañ e geriadur Roparzh (sic) Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha "gouron, haroz". Koulskoude, n'eo ket ar ster-se a lenner e Geriadur Ménard, e 2012, ma weler e talvezfe kement ha ramz.

E Feiz ha Breiz=

Ipmlijet eo bet ar ger kaour ivez er skrid Yann e Vaz houarn, dastumet ha renket gant G. DEWI, e Feiz ha Breiz niverenn 8, Eost 1929, p. 295:

Eun devez, tra ma kane evel-se e welas en eur prad druz, en tu-hont d'an aven, eur pez kaour o tiwall saoud lart ha teo.

Hellaz

Brezel a reas ar Ramzed ouzh an Doueed e mojennoù Hellaz kozh.

Bibl

Goliat zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.

Rabelais

Daou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.

Grimm

E kontadennoù Grimm e kaver ramzed:

Kontadennoù all


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger ramz er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kaour er
wikeriadur, ar geriadur frank.