Brezel-bed kentañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 51: Linenn 51:
== Pennadoù kar ==
== Pennadoù kar ==
* [[Roll emgannoù ar Brezel bed kentañ]].
* [[Roll emgannoù ar Brezel bed kentañ]].

==Liammoù diavaez==
* http://enenvor.fr/eeo_revue/numero_7/six_mois_en_champagne_ou_le_tres_long_1915_du_47e_regiment_d_infanterie_1er_janvier_25_juin_1916.html

== Notennoù ha daveennoù ==
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{Daveoù}}

Stumm eus an 6 Mae 2018 da 03:03

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Perzhidi er Brezel-Bed kentañ
  • ██ Kevredidi hag o zrevadennoù
  • ██ Impalaeriezhioù Kreiz hag o zrevadennoù
  • ██ Stadoù neptu
  • An emglevioù etre ar stadoù

    Ar Brezel-bed kentañ a zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.

    Brezel-bed a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv La Der des Ders.

    Ar "Poilus" breton skeudennet en ur gazetenn. "Yann-Vari, ur breton an hini-se, gomz ket kalz met marc'h labour eo."

    E-pad an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul an darvoudoù bet c'hoarvezet e Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven.

    D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).

    Lazhet e voe un dek milion bennak a dud.

    Breizh hag ar C'hentañ Brezel-bed

    Drastus e voe ar Brezel bras evit Breizh war meur a zachenn, sokial, denel.

    E Pariz - Les Invalides - Plakenn koun d'ar soudarded breton marvet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed

    El lennegezh

    Nebeut oberennoù en brezhoneg a zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.

    Talbennoù

    Emgannoù

    Pennadoù kar

    Liammoù diavaez

    Notennoù ha daveennoù

    1. "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."
    2. «en kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan