Aotrou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : An '''Aotrou''' a zo da gentañ perc'henn un douar. Bez ez eo ivez un titl roet *da berc'henn ur vro, un noblañs bennak: an aotrou dug. *da Zoue: ''bugale an aotrou [[Dou...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 11 Mez 2007 da 22:29

An Aotrou a zo da gentañ perc'henn un douar.

Bez ez eo ivez un titl roet

  • da berc'henn ur vro, un noblañs bennak: an aotrou dug.
  • da Zoue: bugale an aotrou Doue
  • abaoe m'emañ kevredigezh kêr en he bleuñv e vez roet an anv-se koulz da berc'henn an ti a baeer ur feurm dezhañ, evel d'an den a iliz: an aotrou person, an aotrou'n eskob.
  • dre astenn-ster e vez roet da vicherioù all: an aotrou skolaer
  • ha diwar-se dirak un anv-tiegezh: an aotrou Maze.

Orin ar ger

Dont a ra eus altro en henvrezhoneg, a dalvez kement ha "tad mager". Disheñvel eo eus ar ger kevatal er yezhoù latin (seigneur, signor, senhor) a zeu eus al latin senior (koshoc'h).

Gladalc'helezh

Bezañ aotrou a oa bezañ perc'henn un douar, ha ne oa ket ret bezañ noblañs atav: ur beleg, ur marc'hadour, ul labourer-douar, un abati, a c'halle bezañ aotrouien, pe aotrounez.

Betek nebeudig e oa gwirioù un aotrou gant aotrou Enez Sark, a ranko o dilezel evit mont e kumuniezh Europa.

Tiegezh

Troioù-lavar

  • un aotrou kaoc'h-brochoù: ul labourer douar a ra e vras
  • ur c'hrak-aotrou: un denig dister
  • bezañ un tamm aotrou: bezañ lorc'hus